Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

07/04/2011

Nolwenn Leroy : taget get an Nouvel Observateur/Attaquée par le Nouvel Obs...

Ar ganerez Nolwenn Leroy a zo bet taget get ur c'hazetenner ag an Nouvel Observateur, get arguzennoù dro awalc'h, memestra...

La chanteuse Nolwenn Leroy a été attaqué par un journaliste du Nouvel Observateur, avec des arguments un peu bizarres...

http://bibliobs.nouvelobs.com/actualites/20110310.OBS9441...

Reskont Nolwenn Leroy/La réponse de N. Leroy :

http://www.facebook.com/notes/nolwenn-leroy-officiel/droi...

Commentaires

Etre Breiz-Izel ha Bro-Hall ez eo red dibab.

Écrit par : froud | 07/04/2011

Ha setu adarre ur gomz droch deuz perzh Froud, heb tamm liamm ebed gant ar sujed.
Evel kustum...

A-hend-all, ur vezh eo ar pennad a zo bet embannet gant an "Nouvel Obs", ma vefe du ar plac'h e c'hallefent bezañ kondaonet evit rasizm.
(ps : n'on ket sod gant N.Leroy)

Écrit par : Lubaner | 08/04/2011

Ya, traoù drol a vez lennet mod-se.

Écrit par : christian | 08/04/2011

Sellet m'eus doh daou "klip video" Nolwenn Leroy ( Le loup le renard et la belette " ha "tri martolod ") ha m'eus ket int kavet ken fall se. D'eo ket a voud mehus ag ar sonenneù sen.

Ha breman eh an da lenn pennad an Nouvel Obs a ziar ar plah.

Écrit par : iffig | 08/04/2011

Droch oll eo bami ouz eur plah o kana e brezoneg traou zo bed kaned araoki gand meur a hini, ha gwelloh eviti 'm euz aon, war zigarez eo-hi anavezed gand ar barizianiz, evel ma n' ouzer ked na zaleo ked mevelien ar jakobinouriez d'ober goap outi hag ouz peb tra a zell ouz he orin vrezon, en eur fuketal e peb tra-mañ 'n tra 'zo kouezed dindan o dorn da glask peg warni, e-giz pa vez-hi o kana hudurniachou heb ober van da ouzoud daoust petra zo e-barz "he" hanaouenn... Ha pegeid ez euz bed kaoz euz ar honiriachou-ze ? Pa vo peurgrigned e askorn gand ar hi e vo cheted unan all dehañ.
Pegoulz e komprenoh na heller ked boud brezon ha gall war eun dro, ha peur e krogoh da lakaad ar fransizien meaz ho pro Breiz-Izel ? A-hend-all 'peuz ken med kenderhel da rei eun tamm sikour deho p'eo ze rik ha rik ar pez a rit...

Écrit par : froud | 09/04/2011

Netra enebti evidon-me benn ar fin. Gwirion ar plah, kana 'ra brao hag ez a flour awalh he brezoneg ganti paneve faziou distagadur dister diwar an ortografiez muioh eged dre he gwall. Diskouez a ra d'an oll (vransizien) e heller dilezel ar galleg evid ar brezoneg ha kaoud berz.

"Or yez a zibabom dre ma vennom he dibab." (Roparz Hemon)

Écrit par : froud | 19/04/2011

Les commentaires sont fermés.