Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

25/02/2011

Ai'ta. Arouez "Bretagne" : hag ar brezhoneg ?

Kemenadenn a-bezh strollad Ai'ta.

"D’ar 27 a viz Genver diwezhañ e oa bet lañset war an ton bras arouez nevez « Bretagne » gant Jean-Yves Le Drian. Ne vern ar pezh a c’haller soñjal diwar-benn talvoudegezh ur merk evit Breizh, diwar-benn braventez al logo-se peotramant an arc’hant bras ’zo bet postet ennañ… Un dra a zo sur ha ne c’hallomp ket degemer anezhañ : an arouez-se koulz hag al lec’hienn internet savet d’e vrudañ a zo divrezhonek penn-da-benn ! Deomp-ni eo splann an traoù : evel ma gane Alan Stivell, « Hep brezhoneg, arabat komz diwar-benn Breizh!.
Setu petra ’zo kaoz e kinnigomp d’an holl dud, kevredigezhioù, strolladoù skrivañ evel en deus graet Ai’ta ! evit sevel groñs a-enep an doareoù-mañ… Hiziv an deiz, pa vez anv deus Breizh, pa vez dispignet arc’hant foran e Breizh, e rank hor yezh kaout he flas !

Bezomp kantadoù o skrivañ da Jean-Yves Le Drian ’ta : presidence@region-bretagne.fr
pe c’hoazh
Ao. Jean-Yves Le Drian Kuzul Rannvro Breizh 283, bali Jeneral Patton 35 711 ROAZHON"

Les commentaires sont fermés.