Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

25/01/2011

Kemenadenn : ar polis barzh mediaioù hag a ra get ar brezhoneg

Sindikad al labourerion Breizh (SLB) en deus kaset ar gemenadenn da heul a ziar benn un enklask polis graet barzh mediaioù brezhoneg :

"Ar strollad Stourm ar Brezhoneg (hag a c'houlenn groñs ur statud ofisiel evit ar brezhoneg er vuhez foran) en deus azgoulennet bezañ tapet panelloù kumun Solesmes, e-lec'h m’ emañ François Fillon kuzulier-kêr, e-pad nozvezh an 29 hag an 30 a viz Kerzu 2010. En ul lizher kaset da veur a vedia, ar strollad a c'houlenn groñs gant gouarnament Bro C'hall e vefe doujet ouzh e bromesoù en ur lakaat hag en ur votiñ ar raklezennoù evit ar « yezhoù rannvroel ».
Abaoe penn-kentañ miz Genver, meur a vedia, hag o doa degemeret kemenadenn Stourm ar Brezhoneg, o deus degemeret ivez.... servijoù ar polis kaset gant prokulor ar Republik. Kemeret eo bet roudoù bizied dekadoù a labourerien war o lec'h labour hag e-pad o amzer labour. Da gentañ penn e France Bleu Breizh Izel e Kemper, e Laz da c'houde e savadur ar gazetenn vrezhonek Ya !, hag e Pol Brezhoneg Skol an Emsav e Roazhon e-lec'h ma vez staliet ar gelaouenn Bremañ ivez. Daou implijiad eus Skol an Emsav o deus nac'het reiñ o roudoù bizied.
Kavout a reomp direizh ha mantrus seurt doareoù ober hag enebiñ a reomp taer ouzh ar c'hudennoù justis a c'hellfe bezañ savet a-enep d'al labourerien-se. (...). Dindan abeg un enklask polis, o gwir pal eo sevel pe nevesaat fichennaouegoù diwar-benn kazetenerienn pe stum merien a labour e brezhoneg, a lak anezhi da vevañ, da gelaouiñ ha da vezañ treuskaset".
Tolpadeg dirak komisirdi Roazhon, boulouard Tour d'Auvergne, d'ar gwe ner 28 a viz Genver da 6e noz.
SLB Bro Roazhon
slbskolveurroazhon@gmail.com, 02.99.14.14.37

Commentaires

Sindikad Labourerien Vreiz.

Écrit par : froud | 26/01/2011

DeGadou...

Écrit par : froud | 26/01/2011

Sindikad Labourerien Breizh, n'eus kemmadur ebed amañ, Froud kaezh !
Degadoù evel-just, ar pezh a ziskouez splann pegen droch eo ar peurunvan pa n'houll ket skrivañ "deg"...

Écrit par : Lubaner | 26/01/2011

N'ema ked an dalh er hemmadur (evitañ da voud red!...) med gand an artikl kentoh!

Ma kavez droch ar peurunavan perag e rez gantañ neuhe?

Ema ar gwir ganez avad :
deg > degad > degadou
red > redia
ganed > ganedig > ganedigez
seh > seha > seh oh ... ha sec'ha / sec'hoh...
hag all c'hoaz...

Écrit par : froud | 26/01/2011

Ma doue! Vioù-koukoug! Biskoazh kemend-all!

Ma.
"Deg" kement ha "dek" a c'hell bezañ skrivet, deoc'h da c'hoût. Ne vo ket dres ar memes ster gant an eil pe egile e peurunvan, tra ken.

Skrivañ "deg" e-lec'h "dek"... Sed aze an diskoulm evit saveteiñ ar brezhoneg a daol-trumm. Disammet ha dinec'het on...

...hag a-benn 10 vloaz e vo savet ur studiadenn all, oc'h embann e tistag fall an dud a raio, diwar skouer ar galleg, gant "dègue", "ébède", "danjèruze" ha kement zo.
Treiñ ha distreiñ a reer war hon hent (en aner) gant seurt aferioù.

N'emañ ket an dalc'h gant an doare skrivañ. Gant an doareoù da reiñ da gaozeal ha da glevet brehzoneg emañ. Grik ebet war ar pemdez evit ar brasañ eus an dud er vro. Treut-gagn ar soubenn evit stummañ ar skolaerien a-hed o buhez, ha sevel evito peadra d'ober mat o labour... Ha labour zo just a-walc'h.

Kant lavarer evit un oberer, sañset. Klemmicherien a skriv kalz er mare-mañ bepred.

Écrit par : edern | 26/01/2011

Muioh a zroug 'zo bed greed, hag a vez atao, gand ar peurunvan (breizhapük eo a ran dahouta) d'ar brezoneg eged gand ar stad hall abaoe ar revolusion vraz...

A-bouez eo an ortografiez p'eo an oll vrezonegerien, pe nevezvrezonegerien kentoh, pennou galleg an oll dahouto ha p'eo ar galleg, ha neked ar brezoneg e vefe, ar yez nemeti er gevredigez a bez...

Ma kav did ez eo ingal skriva deg pe zek, pe gwasoh c'hoaz, ma zonjez ez eo disheñvel ster an eil diouz ster egile hervez ar breizhapük, se zo sin n'az peus komprened nentra deuz ar yez hag e vefe gwelloh did n'he helenn ked... (breizhapük ne lavaran ked...)

Écrit par : froud | 26/01/2011

Gellout a rez ober skol din, ne ran ket forzh (ha ne gelennan tra ebet kennebeut). Savet on bet e brezhoneg gant ma zud ha ma zud-kozh, koazeal a ran brezhoneg bemdez ganto ha gant ma c'hoarezed, ma c'hendirvi, gant ma mignonez, gant ma nizezed, hag em labour.
M'o dije kendalc'het lod da gaozeal brezhoneg ouzh o bugale e vije bet disheñvel ar jeu hirie a dra sur. Paeet e vezont evit sevel enklaskoù kentoc'h. Evel-se emañ an traoù.

Écrit par : edern | 26/01/2011

"N'ema ked an dalh er hemmadur (evitañ da voud red!...)"

Foutr petra a lârefet, ne vez ket lâret "labourerien Vreizh".

"Skrivañ "deg" e-lec'h "dek"... Sed aze an diskoulm evit saveteiñ ar brezhoneg a daol-trumm. Disammet ha dinec'het on..."

N'am eus ket lâret e vefe sovetaet ar brezhoneg a-daol-trumm. Fentuz eo gweled pesort mod ec'h a tud zo en fulor diwar un tamm evezhiadenn war an doare-skrivañ ! E galleg e vez kempennet tammoù traoù ur wech an amzer, d'ober petra ne vefe ket graet evid ar brezhoneg ? 'Med ha parfet e vefe ar peurunvan bet diazezet 60 vloaz zo ?

"...hag a-benn 10 vloaz e vo savet ur studiadenn all, oc'h embann e tistag fall an dud a raio, diwar skouer ar galleg, gant "dègue", "ébède", "danjèruze" ha kement zo."

Kozh arguzennoù. Anavezañ a rit nevez-vrezhonegerien hag a zistagefe "tude" war zigarez e vez skrivet "d" er fin ? Me ne ran ket avad. An tech, diwar muzik ar galleg, zo mont kentoc'h war an tu kontrel.

"Kant lavarer evit un oberer, sañset."

Mechañs n'eo ket eviton e skrivit kemend-all...

Écrit par : Lubaner | 26/01/2011

Na gwir eo. Maro ar brezoneg n'eo ked eur holl d'an oll Vretoned. Lod a zo a oar penaoz ober o mad euz outi.

Ne 'fell ked din da ober skol did-te a zo brezoneger a vianig ha me n'on ked. Me 'faota din na vefe ked distrujed ar yez gand eur skritur noazuz, bounted warnom gand eur zekt a arzoded a gav deo eo ar brezoneg o zra.

Écrit par : froud | 26/01/2011

Lubaner, ne oa ket evidoc'h ("witoc'h" em doare-diñ-me da gomz ;-) em eus skrivet ar frazenn a venegit. N'ouzon ket piv oc'h, n'on ket evit lâret tra pe dra neuze.

C'hoant am boa da ziskouez pegen skuizh on o welet e chom stanket soñjoù tud zo war seurt traoù. Skuizh o welet ha klevet tud zo o randoniñ ha ragachat ingal diwar-benn ar memes tra alies.

"Anavezañ a rit nevez-vrezhonegerien hag a zistagefe "tude" war zigarez e vez skrivet "d" er fin ? Me ne ran ket avad. An tech, diwar muzik ar galleg, zo mont kentoc'h war an tu kontrel."
Anavezout (mat-tre evit lod!) a ran nevez-vrezhonegerien techet da zistagañ "tude" e-lec'h "tut", ya. Cheñch-dicheñch e c'hell ar "c'hozh arguzennoù" bezañ (siwazh!), kement-se a verzan tamm-ha-tamm. Kalz simploc'h e vije a-hend-all.

Gwellaat an traoù tamm-ha-tamm zo un dra vat, hag a vo ret ober, d'am meno, kerkent ha sederaet an traoù. An holl asambles.
Barn an dud ha diskar ho labour en un doare ingal zo un afer all (aze adarre, e skrivan kement-se "dre vras", dre forzh lenn traoù, skrivet alies gant ar memes re).

Fentus eo gwelet e c'hell cheñch emzalc'h tud zo, pa tisplegan penaos e vevan (hag em eus bevet evit poent) gant ma yezh-vamm.
Leun a fazioù a ran anat (dre gomz ha dre skrid -hag e forzh peseut yez he vefe), reizhet e vezan ingal. Deskiñ a ran leun a draoù bemdez, hag e rin betek fin ma buhez, diwar komzoù ha skridoù a bep seurt tud.

Ne dremenan ket ma amzer o rebech d'ar re zo o klask deskiñ pe kelenn brezhoneg, ha bevañ gant ar "yezh drol-mañ" e mod pe vod. Rak deskiñ/kelenn brezhoneg evel ma reont n'am eus ket graet.
Sikour anezho a ran pa (ha ma) c'hellan, pa vez goulennet traoù zo diganin. Ober skol dezho na ran ket avat. Aliañ, kinnig doareoù da vont da furchal (pa ouian un nebeud traoù) evit gouzout hiroc'h, sed aze tout.
Kelenn n'eo ket ma micher forzh penaos.

Dismegañs, fae, ha kasoni zoken gwechoù zo, a vez dislonket un tamm re alies gant lod tud a gav din (ha n'eo ket adarre, evidoc'h-c'hwi, Lubaner, e skrivan an dra-mañ). Skuizh on gant se er mare-mañ.
Ma...

Aet on pell eus afer al louc'hoù bizied, me ivez...
Vad a ra gwechoù dispakañ soñjoù (du?) bet maget e-pad re bell.

Écrit par : edern | 26/01/2011

Edern, eun den fur oud war a welan.

Sede eun darn euz ar pez az peus skrived:

>Gwellaat an traoù tamm-ha-tamm zo un dra vat, hag a vo >ret ober, d'am meno, kerkent ha sederaet an traoù. An holl >asambles.
>Barn an dud ha diskar ho labour en un doare ingal zo un afer >all...

Ijined eo bed ar peurunvan e 1941 gand eun deg a dud euz ar PNB dre bres, dindan gwask ar voched. Goude ze e teuio diou ortografiez c'hoaz, ar skolveurieg (1953) hag an etrerannyezhel, er bloaveziou 70, hag a lako patant siou ar peurunvan. Hag-eñ eo bed dalhed kont euz outo ? Ked. Brezeled 'zeus bed grêd beteg ar fin ! fin ar brezoneg 'm eus aon...

Ar gwir en-eus peb breiz-izelad da studia, labourad ha ober war dro e aferiou e brezoneg ofisiel hag e brezoneg hepken. Mar n'anavez ar stad ar gwir se, ez eo reiz ha red deom n'anaoud ked ar stad, ha lakaa unan all en he flas.

Écrit par : froud | 27/01/2011

Daw deoc'h taol evezh : evid degas un izlavarenn da-heul ur rener amresiz e ranker ober gant "hag a". Paneve se, titl ho pennada vez komprenet mod-all.
A-raog lenn an destenn e soñje din e oa kaoz deuz un dra all.
"Ar polis barzh mediaioù a ra get ar brezhoneg"
a sinifi :
"La police utilise le breton dans les médias" (pa n'eus "hag" ebed, eo stag "a ra" douzh "ar polis" ha neket douzh "mediaioù").

Se zo kaoz eo "Ar polis 'barzh mediaioù hag a ra get ar brezhoneg" an heni a oa gleet deoc'h bezañ skrivet.

Écrit par : Lubaner | 27/01/2011

Liester eo ar ger "media" (euz al latin). Evid se e vefe emzavoh ma lavarfer "mediaou" ha "mediouennou" (eur vediaouenn eo gazetenn, eur radio pe eun dele...).

Evid pez a zell ouz an titl, me n'am-oa komprened kennebeud...

Écrit par : froud | 27/01/2011

Ce qui est sûr c'est que la liberté en France existe davantage sur les frontispices et dans les livres d'histoire que dans la vie quotidienne...

Quand ça va péter, mai 68 fera pâle figure...

Écrit par : froud | 27/01/2011

Ce qui parait inadmissible sont les moyens donnés à la police pour traiter une telle affaire, est ce un meurtre? non juste quelques panneaux volés, au lieu de trouver une solution on impose la répression.

Franchement ça leur coute quoi de faire une loi protégeant les langues "régionales", au pire ils la font, et ensuite ils demandent aux régions de payer, comme d'habitude.

Écrit par : Bretonne | 30/01/2011

Les commentaires sont fermés.