06/01/2011
War roudoù istor Breizh ha Bro Frañs...
Ma bourmenadenn kentañ e 2011 : setu ar pezh eh on da gontan deoc'h hiriv. Koste Liverieg (Liffré) e oan, ba' ti mignoned. D'ar sul vintin 2 a viz Genver, ma mignonez 'doa kinniget deomp mont betek St Albin an Hiliber (Saint Aubin du Cormier), e lec'h ma oa bet an emgann etre arme roue Bro Frans ha kani duk Breizh, 28 a viz Gouere 1488. Etre 6.500 ha 9.500 den a oa marvet du-hont hervez an istorourion (1). Bretoned evit al lodenn vrasan (5.000/6.000), hag ivez tud a Europa a-bezh.
Kontant a oan, ha setu ni partiet : ma mignoned ha me. Goude bout debret hag evet pasapl awalc'h d'ar gwener, da noz Kalanna, ha d'ar sadorn ivez, d'ober hor boa a vont er maez hag a gerzhit... Ha setu ni partiet, war roudoù Istor Breizh... Met roud ebet, pannel ebet war an hent. Kroazhentoù hent a-bep sort, pannelloù a-bep sort, met roud ebet ag al lec'h emgann. Ha setu ni kollet etre marchosi bras d'un tu, hag ur c'hamp dalc'het get arme Bro C'hall d'un tu all... Ma mignonez 'doa pellgomzet d'ur vignonez dezhi evit gouiet e-men a oa al lec'h resis. Troet hor boa a gleiz kant metr araok...
Hag ur wezh erruet, pannelloù a oa, ya, met bihan c'hoazh. Hag e-men lakaat an oto ? Souezhus, al lec'h. Ur monumant a zo bet savet tost d'an hent, e 1988, hervez ar pezh a zo skrivet warnan, get ar gevredigezh Koun Breizh. Plakennoù a zo staget warnan e koun ar re marvet e-pad an emgann. Un nebeut bokedoù. Met, c'hoazh, pannel ebet, displegadenn ebet, mirdi ebet...
Hervez ur pannelig lakaet evit an dud a bourmen (ur GR a dremen dre mañ), un eil monumant a zo, un tamm pelloc'h, barzh ul lec'h privez. Heuliet hon eus ur vinojenn evit mont da welet met ar vinojenn a oa serret da vat. Tennoù a veze klevet : ul lec'h gouarnet evit ar jiboesourion a oa ha n'omp ket aet pelloc'h.
Ken nebeut a draoù evit un emgann ken pouezus evit istor Breizh hag istor Bro C'hall... Met un emgann kuzhet, abaoe pell. Ne vez ket desket istor Breizh get ar vugale a Vreizh. Ha, sanset, Breizh a zo bet staget da Vro C'hall dre un eured. Eured Anna Vreizh get Charlez VIII... Ma vehe bet trec'het arme Bro Frans get arme Breizh, hag e vehe Anna aet da eurediñ get Charlez ?
Daoust d'he arme bet trec'het, ha goude marv he zad (gwengolo 1488), Anna a oa deuet da vout dukez. Ha setu hi dimezeet get duk an Aotrich. Tri blead brezel a oa bet c'hoazh, betek 1491. Ur wezh trec'het da vat, Anna Vreizh n'hele ket mui gober netra all nemet dimeziiñ get Charlez.
Ya, emgann St Albin a zo un darvoud talvoudus evit istor Breizh, ha Frañs ivez. Un trec'h bras e oa bet evit roue Frañs, met chomet kuzhet, pas evel Gergovie, Poitiers, Bouvines, Marignan, Austerlitz, La Marne, ha c'hoazh... Diskouezh, dija, pegement a soudarded a oa e stourm an deiz-se (tro dro 25.000), a ziskouezh penaos a oa an emgann-se unan etre daou stad (daoust da unan bout un dukelezh, ha d'an egile bout ur rouantelezh).
Ha ped a dud a oa bet lazhet, d'an daou du, etre 1487 ha 1491, evit ma vehe « dimezeet », « ratachet » evel ma vez lâret, Breizh da Vro Frañs ? M'eus ket biskoazh lennet sifroù a ziar an dra-se.
Lakaat an dra-se b'ar programmoù ar skolioù a ziskouehe penaos a oa bet savet Stad Bro Frans : dre ar brezel hag ar feulster e keñver Breizh met evit e keñver kalz rannvroioù all (Okitania, Corsika, Franche Comté...). Pell omp ag ar « romant broadel » kelennet barzh skolioù Bro Frans. Met n'hellomp ket c'hoazh, e 2011, sellet doc'h hon istor evel m'emañ ?
Christian Le Meut
(1) Hervez Georges Minois 26.000 soudard o doa kemeret perzh, etre 5.000 ha 6.000 a oa bet lazhet ba arme Breizh, hag un nebeut ba' arme Bro Frans. Dominique Le Page ha Michel Nassiet a ro ar memes sifroù barzh « L'Union de la Bretagne à la France », Skol Vreizh, 2003, ha 1.500 den lazhet koste arme Bro Frans. Traoù un nebeut dishenvel ba'Wikipedia, kentoc'h 9.500 den marv : http://fr.wikipedia.org/wiki/Bataille_de_Saint-Aubin-du-C...
Kevredigezhioù 'zo a labour evit ma vehe diskouezhet ha displeget gwelloc'h an traoù e Sant Albin : http://aubin35.free.fr/site3/istor.htm
20:23 Publié dans Breizh/Bretagne, Deskadurezh/Education, Istor/Histoire | Lien permanent | Commentaires (1)
Commentaires
Petra 'neus an duché de Bretaigne hag e zukez Anne da weled gand ar bobl vrezon ? Netra. Eun emgann etre diou arme hall eo bet, hag unvanet e oe ar pez a oa dija euz ar memez tu, tu ar galleg hag e vro, ar Frañs.
Frankiz evid or yez hag he bro Breiz Izel, e leh m'eo bet dalhet ar brezoneg e doug eur milved, sed ar pez a fell deom-ni...
Écrit par : Froud | 07/01/2011
Les commentaires sont fermés.