Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

20/10/2010

Istor Breizh war Frans 3 : Bo ! Bof...

istor056.jpgSellet m'eus doc'h an div lodenn gentañ Istor Breizh, a vez skignet bremañ war internet get Frans 3. Poltred an Tad Gérard a oa tem an abadenn gentañ. Ul labourer douar a vMontgermont (e-tal Roazhon) a oa, dilennet evit mont da gannad da Versailles, e 1789. Ha ne oa ket kalz labourerion douar e mesk ar gannaded kaset di, bourc'hizion ha tudjentiled, ne lâran ket. N'eo ket mui kalz anavezet an Tad Gérard hag ur sonj vat eo kinnig un abadenn a ziar e benn. An eil abadenn a oa a ziar Kergelen, an den en doa "dizoloet" an inizi Kerguelen da vare Loeiz XV : "Kergelenn : dizoloer pe doueller ?".

Pep abadenn a grog get Louis Elégoët, istorour, bet skrivet getan levrioù a zivout istor Breizh. Displeget 'vez traoù interesus get an den-se, aterset get Bernez Rouz. Ar lerc'h ar paour kaezh tud a vez kaset da sellet doc'h ur "fiction", ur film "faltazi" tro dro da dem an abadenn. Ur filmig savet evit bout "pétillant, vif”,  eme Olivier Roncin, produer an abadennoù (Pois Chiche Films). Evit lâr ar wirionez, m'eus kavet al lodenn gentañ sot ha pounner. N'eo na "pétillant", na "vif". M'eus ket netra da rebechiñ d'an aktourion, a ra o seizh gwellan evit en em dennañ ag ar peñse, met an istor eo, a zo sot ha mantrus. Setu ma sonj, deoc'h c'hwi d'ober ho hani war lec'hienn Frans 3.

Tem an eil abadenn, skignet disul paseet : Kergelen. Memes tra : razh ar pezh a zo tro dro ar film "faltazi" a zo interesus (displegadennoù L. Elégoët hag Angèle Jacq), met ar filmig n'eo ket gwall interesus. Ne gas netra. Nemet ar blijadur da welet Nolwenn Korbel gwisket evel ur vartolodez... Ur wezh c'hoazh, netra da lâr war an aktourion.

An abadenn gentañ, skignet disul kentañ a vo a zivout Napoleon. Breizhad pe pas ? Petra eo se ? Istor mod "piple" ? Ni 'wello disul met pas weller penaos eo dianavezet istor Breizh get al lodenn vrasan ag ar Vretoned, dre ma ne vez ket kelennet er skolioù,  penaos e c'hell ar re o deus choazet temoù an abadennoù-se, dibab an istor-se ? Marteze e oa tad Napoleon un den a Vreizh, "paotr kleiz" mamm Bonaparte. Ha neuze ? Petra a gas da istor Breizh ? D'ar Vretoned ? Dibab un tem evel-se a lako, moarvat, tud da sellet doc'h F3... Ar pal eo, marteze. Hag e vo anavezet gwelloc'h istor Breizh get ar re a sello doc'h an abadenn ? Gortozomp disul...

En français Commentaires sur une nouvelle série d'émissions diffusée chaque dimanche matin sur France 3 Bretagne à propos de l'histoire de Bretagne (sous-titrée en français). La série mélange la réalité (un historien, Louis Elégoët, fournit des explications intéressantes), et un film de fiction qui, au vu des deux premiers épisodes, n'apporte vraiment pas grand chose. Il paraît que ce devrait être "pétillant, vif", d'après le producteur qui est allé chercher le réalisateur d'"Un gars une fille" pour filmer ces émissions. J'ai trouvé la première fiction navrante, et la seconde sans grand intérêt, si ce n'est celui de voir la chanteuse et actrice Nolwen Korbell habillée en matelot...

La troisième émission, diffusée dimanche à 11 h 30, traitera d'un sujet central de l'histoire de Bretagne : Napoléon était-il breton ? Quand je vois l'état d'ignorance de beaucoup de Bretons par rapport à leur propre histoire (qui n'est pas enseignée, comme la langue l'est encore très peu), je me demande à quoi sert cette approche "people" (la mère de Napoléon aurait eu un amant breton, mazette)... A attirer du public ? En saura-t-il plus après sur l'histoire de Bretagne ? Attendons de voir.

La suite des épisodes est détaillée sur le site de France 3*. Espérons que ça ira en s'améliorant car près d'un million d'euros a été dépensé pour ces émissions et des euros, on n'en a pas tellement pour la langue bretonne qu'on puisse en gaspiller...

Christian Le Meut

(*) http://ouest.france3.fr/istorioubreizh/index.php?page=art...

Skeudenn : ul levr fiskal skrivet get Louis Elégoët a ziar istor Breizh. Illustration : un excellent livre de Louis Elégoët de vulgarisation de l'histoire de Bretagne, aux éditions CRDP/Tes; existe en breton et en français.

 

Commentaires

Je profite du commentaire pour signaler un colloque :
http://www.enfantsbilingues.com/la-transmission-des-langues-colloque-privas/

Écrit par : Gwen | 26/10/2010

Les commentaires sont fermés.