Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

25/08/2010

Bandenn dreset : Le Montespan

Montespan040.jpgUn vandenn dreset dispar m'eus lennet e-pad an hañv, e galleg : Le Montespan (tresadennoù graet get Philippe Bertrand ha Jean Teulé evit an istor). Tennet eo ag ur romant (fiskal ivez) skrivet get Jean Teulé a ziar Louis-Henri Gondrin de Pardaillan, markiz Montespan ha gwaz an intron de Montespan... E 1663 a oant bet dimezeet ha daou krouadur a oa ganet, ur verc'h hag ur mab... Aet a oa ar gwaz da vrezeliñ evit ar roue, e 1666, hag en ur zistroeiñ, petra a oa c'hoarvezet ? E vaouez a oa bet choazet get Loeiz XIV evel mestrez, ar pezh a oa un "inour" d'ar c'houlz-se. Roet e veze argant, douar, titloù, d'ar maouezed dibabet get ar roue, ha d'o familh ivez... Met, pand a oa e vaouez get ar roue, ar gwaz n'helle ket mui c'hoari koukou get e wreg... Honnezh a oa evit ar roue e-unan...
Met Montespan a gare e wreg ha ne faote ket dezhan hi "lodennañ" get ar roue. An intron de Montespan a zo chomet pell mestrez ar roue, ar dro 15 vloaz. Eizh krouadur he deus bet get Loeiz XIV, anavezet ez ofisiel getan. Savet a oa bet ur c'hastel get ar roue eviti; ur vaouez galloudus a oa deuet da vout an intron...
E vuhez pad, kazimant, LE Montespan n'eus klasket tapout en dro e wreg ha n'eus lâret e sonjoù (fall) a ziar ar roue. Ur soudard hag ur denjentil feal d'ar roue a oa, de gentañ, met ar lerc'h bout laeret e vaouez, deuet eo da vout enebour kentañ Loeiz XIV. Hennezh en deus klasket reiñ argant ha titloù dezhan : netra d'ober. Kaset d'an toull bac'h, netra d'ober. Kaset soudarded d'her lazhiñ : n'eo ket bet lazhet, met roudoù a soudarded marv a zo bet kavet ar lerc'h er c'hoadoù... Trist eo bet e vuhez memestra, laeret e vaouez, marv e verc'h...

Ar vandenn dreset, hag ar romant, a ziskouezh pegen galloudus a oa an diktatour anvet ar "Roue Heol", ha penaos an dud a c'hell bout "gwerzhet" get an argant, an inour, ha c'hoazh. Nemet un nebeud tud zo, pennoù aheurtet, pennoù kalet, pennoù kreñv ha kalonek. Ha ret a oa bout kreñv evit stourm a-enep ur roue evel-se.

Christian Le Meut

Le Montespan, ti embann Delcourt, 2010, Bertrand/Teulé.

En français : note de lecture sur la bande dessinée "Le Montespan" (Jean Teulé, Philippe Bertrand), parue en 2010 et tirée du roman éponyme de Jean Teulé. Cet album raconte la vie et les aventures du marquis de Montespan qui se fit voler sa femme par Louis XIV et ne l'accepta jamais, au risque d'être embastillé, ruiné, assassiné... A lire absolument pour découvrir la corruption des moeurs sous Lous XIV et un aspect peu connu de ce roi soit qui fut un très grand dictateur. Et pour découvrir un personnage hors du commun, ce marquis qui avait le gros défaut d'aimer sa femme.

Les commentaires sont fermés.