Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

26/05/2010

Frans 3 : Bretoned e New York/Des Bretons à New York

A-benn disul e vo skignet war F3 un abadenn Red an amzer enrollet e New York. Setu kemenadenn F3  :
"A-hed miz Mae e oa sevenadur ar vro o virvilh gant Gouel Breizh/Gouel Erwan. E Breizh da gentañ penn gant a bep seurt gouelioù, festoù, abadennoù… Met un tammig e pep lec’h dre ar bed ivez ez eus bet aozet ha savet gouelioù gant ar Vretoned. Niverus eo Bretoned an diaspora hag e kêrioù zo e tiskouezont bezañ bev mat evit en em vodañ ha reiñ lañs d’o sevenadur ha d’o yezh orin, evel e New York da skouer.
Un droiad en deus graet Bernez Rouz a-hont. Kinnig a ra deoc’h mont d’e heul, kejañ gant Bretoned New York, strollet en ur gevredigezh anvet BZH-New York, Charles Kergaravat en o fenn.  Enoret o deus Youenn Gwernig, Breizhad eus Skaer, a zo bet o chom er gêr vras-se e-pad meur a vloavezh. E-pad ma oa ar Cyber fest-noz o vont en dro e Roazhon e oa Bretoned New York o tañsal ivez, pedet o doa Louise Ebrel, Ifig Flatres hag ar strollad Dièse 3. Sonerezh ha dañsoù ar vro o doa tregernet dre ar bed d’an 22 ha 23 a viz Mae."

Dimanche sur F3 (11h30), émission spéciale en breton enregistrée à New York. Voici le communiqué de France 3  :
"La Bretagne s’est mise à la fête tout au long du mois de Mai. 19 mai, fête de la Saint-Yves, patron des Bretons, oblige. Des manifestations de toutes sortes ont fleuries partout en Bretagne et bien au-delà. La diaspora bretonne est importante et active dans ne nombreux pays. C’est le cas à New York où l’association BZH-New York regroupe les Bretons de la grande cité autour de leur président Charles Kergaravat. BZH-NY a rendu hommage à Youenn Gwernig, originaire de Scaër et qui a habité la ville durant de nombreuses années. Le 22 mai ils étaient partie prenante dans le Cyber fest-noz mondial organisé à partir de Rennes. Louise Ebrel, Ifig Flatres et le groupe Dièse 3, invités à New York, les ont fait danser. Bernez Rouz faisait partie du voyage et vous propose de revivre ces moments forts."

Les commentaires sont fermés.