Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

20/01/2010

Bandenn dreset : Barzhaz an naon du

barzhaz414.jpg

"Tresour n'on ket. Diasur va dorn, dizesk va lagad. Berr an amzer ganin, berroc'h c'hoazh lost an arc'hant. Koulskoude m'eus savet ur vann-dreset : sinema ar re baour, arz ar pobloù bihan ; un arz a zere ma d'ar Vretoned. N'em eus kentel ebet da reiñ da zen nemet c'hoant bras lenn bannoù-treset savet e brezhoneg ; "komik stripoù" graet get hor bouzelloù. N'eus nemet kregiñ ganti d'ober...". Setu penaos e krog al levr-se, skrivet ha treset get Erwan Hupel (bet troet e brezhoneg an albom fentus "Ar Vidochoned o veajiñ a stroll" e 2002).

Erwan Hupel a ziskouez ur paotr yaouank a labour a youl-vat evit ur gevredigezh a sikour get ar re baour, e reiñ predoù dezhe. Ha "Barzhaz an naon du" a zispleg ag an diabarzh, penaos a gerzh an traoù ba' kevredigezhioù evel-se. An darempredoù etre ar re baour hag an dud a youl vat, an darempredoù etre an dud a youl vat o-unan... Ha perak mont da labourat mod-se ? Evit sikour get ar re baour pe evit tostaad d'ur plac'h yaouank "koant abominapl", a labour evit ar gevredigezh ?

Penaos dibab ar re a vo sikouret, hag ar re ne vint ket ? Penaos gouieit ma z'eus tud a lâr "krakoù", a lâr gaouier, pe pas? Penoas nompas barniñ tud a c'houlenn boued get ar gevredigezh hag a zispign o argant e preniñ dilhadoù nevez e kreiz ker ? A wezhoù, n'eo ket anat, klask skoazelliñ ar re all...

E penn kentañ e oan bet souezhet get al levr-se. Un nebeut poan m'boa bet evit mont e-barzh, souezhet get an tresadennoù gwenn ha du. Met, a-benn ar fin, efedus int. Erwan Hupel a zo un tresour hag a ouia ivez kontiñ un istor talvoudus. Evit un taol esae, un taol kaer awalc'h eo.

Christian Le Meut

Barzhaz an naon du, Erwan Hupel, Al Liamm, 2009, 10 euro.

Les commentaires sont fermés.