Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

01/02/2009

Depardon : un film sur les langues menacées dans le monde... et en France

Ur pennad talvoudus a zo da lenn war al lec'hienn "Mescladis e cops de gula" a zivout ur film nevez savet get Raymond Depardon : "qui va nommer les choses ?". Hennezh en deus aterset tud a gomz yezhoù en arvar er bed a-bezh, en Amerika kreisteiz hag ivez en Okitania ha Breizh. Met ar film-se a vez skignet e Pariz hepken, er "Fondation Cartier"... Ar re aterset a gomz o yezhoù a-vihan hag a zo istitlet e galleg.

Un article intéressant à lire vient de paraître sur le site "Mescladis e cops de gula", à propos d'un nouveau film de Raymond Depadon, "Qui va nommer les choses ?" Il a interviewé des personnes qui parlent des langues en danger, dans le monde entier, en Amérique du sud notamment, et aussi en Occitanie et en Bretagne. Mais ce film n'est diffusé qu'à Paris, à la "Fondation Cartier"... Les personnes interrogées parlent dans leurs langues maternelles, sous-titrées en français.

http://taban.canalblog.com/archives/2009/01/23/12197800.h...

29/01/2009

Harz labour = grève

"Grève" a vez lâret e brezhoneg = "harz labour", pe "diskrog labour", pe... "grev".

"Manifestation" = "Manifestadeg", pe "dibunadeg".


Setu ar pezh a rin ar mintin mañ da 10e e Gwened
Mon programme de ce matin : manif à 10 h à Vannes.

Kenavo

CLM

Naoned : gweladennet m'eus Kastell an duked

Naoned348.jpgDisul paseet m'eus gweladennet Kastell duked Breizh e Naoned, hag ar mirdi savet e-barzh a ziar istor Naoned.  Pemp euro eo evit monet a-barzh, n'eo ket ker met, ma faota deoc'h selaoù  an displegannedoù e brezhoneg, koust a rayo tri euro oc'hpenn evit feurmiñ ur "c'hlevheñcher", da lâret eo un "audioguide".  Fiskal eo : 110 displegadenn a zo bet enrollet get brezhonegerion ampart (evel Manu Mehut, aktour ha animatour radio). Ha, mard oc'h kollet, ma ne gomprenit ket ur ger bennak, an displegadennoù (e galleg) a zo bet lakaet dre skrid ba' pep sal (32 a zo).

Mod-se m'eus heuliet an traoù get ur mignon a zo e chom e Naoned.

Kastell duked Breizh eo, kaer-tre da welet ag an diabarzh. Kempennet eo bet d'un doare modern awalc'h, ha brav, d'am sonj. Met ar mirdi staliet a-barzh a zo mirdi istor Naoned ha pas istor Breizh. Ha c'hoazh, Naoned adalek Anna Vreizh. Ur sal hepken a zo war ar ragistor, an henamzer hag ar grennamzer. Ar sal gentañ nemeti ! En eilvet sal e vez diskouezhet ur filmig, ur sort tresadenn bev, war istor Anna Vreizh. Kaer eo, ha n'eo ket kuzhet youl an dukez a faote dezhi e vehe chomet emrenn Breizh. N'eo ket kuzhet ivez ar brezel spontus a oa bet etre 1488 ha 1491 etre Bro C'hall ha Breizh...

Ar lerc'h, salioù all a ziskouez penaos an Naonediz a oa konversanted a-feson, betek mont da brenañ ha da werzhiñ tud, ar re zu ag Afrika! Spontus bras eo ur sal savet evel ma vehemp e-barzh ur vag a gase ar sklaved d'an Antilhez. Ur verb nevez a m'eus desket : "morianeta" ("faire la traite des nègres")... Hag ar c'honwerzh-se doa padet betek kreiz an naontekvet kantved daoust dezhan bout difennet groñs dija.

Met tud Naoned a oa barrek bras ivez evit doareieù all d'ober konwerzh pe da sevel uzinioù (friturioù, uzinioù bagoù, sukr pe katew evel LU). An istor-se a zo displeget ivez, evel ar pezh a oa c'hoarvezet e-pad an dispac'h, an eil brezel, ha c'hoazh. Interesus eo, ha deverrus ivez.

Goude bout gweladennet ar mirdi, dizoloet m'eus ar c'hastell e-unan en ur ober tro an hent-ged, ur bourmenadenn istorel kentelius ivez. Ha displegadennoù 'zo a zo skrivet e brezhoneg ivez, ar pezh n'eo ket gwir er mirdi e-lec'h n'eus nemet an "audioguide" evit ho ambrougiñ e brezhoneg.

En français : petite visite - conseillée - au Château des ducs de Bretagne à Nantes et au musée installé à l'intérieur qui retrace l'histoire de la ville de Nantes depuis 500 ans.

Christian Le Meut

ww.chateau-nantes.fr