Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

25/09/2009

Kenya : bugale a gan e brezhoneg di/Des enfants y chantent en breton

Bugale a vro gKenya a c'hell kaniñ "Tri martolod", pe "Son ar sistr", "an Alarc'h" ! Setu ar pezh a c'heller gwelout war internet./Des enfants du Kenya savent chanter des chants en breton comme "Tri martolod", "An alarc'h", "Son ar sistr", c'est à voir sur internet.

http://www.youtube.com/watch?v=CrjV6qU6tQQ

Ha desket o deus frazennoù ivez. Ils ont aussi appris à prononcer quelques phrases :

http://www.youtube.com/watch?v=xTlMj_K0XI0&feature=re...

 

Commentaires

Me zo erlec'hiour (remplaçant ) e skolieù deré ketan ar skol bublik àr enezenn Réunion. Souehet on bet arlene ha plijadur m'eus bet eué e tiskein d'ar vugalé pe kentoc'h pleustrein ( répéter ) geté sonenneù a vro Breih. Get bugalé a bep seurt liou me lar deoh, en eur hlass CM 2. Klanv e oe chomet ar helenner kustum moarvad.

Red e oe, ha goulennet e oe bet genin en eur arrivein er skol sen, gober an dra sen aveit arvest achument ar blead. Mad ! Fiskal ha kabidan. 'Vo ket pell.

Ha me, kentih da dapein ma gitar staget àr ma hein el kustum eué.

E mesk ar sonenneù e oe; An alac'h: " ... ha mallozh ruz d'ar
Hallaoued !" Oups ! Med ar vugale, anat e oe, ne gomprene ket ar posieù ( anehe ? ) Ne oe ket bet troet ar pozieù e galleg get ar helenner ha ne oe ket Breizhad anehan tamm ebed. (Qui n'avait rien de Breton. )

Ha goude se, e oe kanet " Les filles des forges " Ag eur choej !
" Di gui di don don je n'embrasse point les prêtres " A houde 30 vlé n'em moe ket mui kanet ar sonenn sen "
Ha me sonjé ne vehé ket mui posubl d'ober an dra sen e skolieù e Breizh hiniv an dé. N'eo ket gwir ?

Chetu. Eur véaj bet' ar vro hemp kuitat an hini 'man.

I vond da vout eur parlant etrevroadel ema ar beurton.

( Digarezit eit ar fazieù el ma lar ar grennared.)

Écrit par : iffig | 25/09/2009

eheh

Paris hag ar reunion breman

en abadenn all

brezhoneg hors sol brezhoneg vit an oll -)

Écrit par : titif | 25/09/2009

Les commentaires sont fermés.