Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

08/09/2009

Deskiñ brezhoneg a zo plijus !

plijus392.jpg"Plijus" : setu ar ger e c'hellit lenn, (pe ne c'hellit lenn, hervez), hag a zo bet lakaet war ar skritelloù savet ar bloaz mañ evit brudiñ kentelioù brezhoneg evit an dud deuet, an oadourion, e Breizh a-bezh, e Pariz, e lec'hioù all ha dre lizher. Ur bochad skritelloù a zo, pe a vo, lakaet e Breizh war pannelloù bruderezh, get an departamantoù, tier ker 'zo, ha kevredigezhioù a labour evit ar brezhoneg. Ar skritel-se a zo plijus eo da welet, met mechal mard eo aes da lenn ha da gompren. D'am sonj, n'eo ket. Mard eo ar pal lâr d'an dud ha ne ouiont ket na lenn, na skriv, na komz brezhoneg, "deuit da zeskiñ brezhoneg, interesus ha plijus eo", gwelloc'h vehe ober skritelloù lennaploc'h, divyezheg, pe kentoc'h e galleg...

Ma faota deoc'h gouiet e-menn eh eus kentelioù noz barzh ho pro, pellgomzit d'ar 0820.20.23.20. Mard oc'h koste An Alre, Pleuwigner, Lokmaria-Kaer, Karnag, pellgomzit da gKerlenn Sten Kidna : 02.97.29.16.58.

Commentaires

Pellgomz? Gwelloc'h e vefe ul lec'hienn web ivez war ar skritell.

Écrit par : dominiko | 10/09/2009

Salud Dominiko
Ya, gwir eo, ul lec'hienn internet a vank. Met ur bern titouroù a zo war lec'hienn DAO : http://dao.breizh.free.fr/dao_izili.php3?id_article=12&yezh=brezhoneg&doare=48

Écrit par : Christian | 10/09/2009

Les commentaires sont fermés.