07/08/2009
Kejaj : un arvest brav spontus !
Dimerc'her paseet, e gouelioù etrekeltiek An Oriant, m'eus gwelet un arvest brav ha bourrapl bras : "Kejaj", an arvest savet ar bloaz mañ get bagad Roñsed mor Lokoal-Mendon evit e zaou-ugent deiz-a-bloaz. Milliadoù a dud a oa tolpet barzh an "Espace marine" (un deltenn vras), da 22e.
Da gustum, n'on ket gwall blijet get sonerezh elektro met ar pezh a ra Paskal Lamour en em gej a feson get sonerezh ar bagad, ha dreist holl get ar strollad taboulinerion. "Peñse ar C'henavo", kanet get Dom Duff, a zo trist ha fromus, ar c'henavo-se a oa bet kentoc'h un "adieu". Kavet m'eus bourrapl ivez an ton anvet "Tympani", komposet get Paskal Lamour get ur benveg a Vro Iran. Razh an tonioù o deus plijet din, met ma gwellan karet a zo bet an "ton disanv", get solo Pat O'May, ur soner gitar dispar ha begon getan. Mouezhioù Louise Ebrel ha Gilles Servat a zo brav spontus da selaoù, ha plijadur o deus, war e seblant, e kanal asambles. O daou vouezhioù en em gej a-feson ivez.
Begon gete !
Begon oa get an sonerion, met ivez get an danserion, pevar kouplad gwisket mod Bro-Gwened, evel rezon, hag a zo deuet meur a wezh d'al leurenn. Dre vras, on bet blijet bras get ar sonadeg-se, hag an arvesterion all ivez hag o deus stlaket barzh o daouarn e-pad pell amzer.
Traoudigoù o deus displijet din ivez, evel ar sonerezh vil ha re-greñv a oa bet lakaet e c'hortoz an arvest (hag ar lerc'h c'hoazh). A wezhoù, benvegoù zo a zo re, evel ar piano war "Marv eo ma mestrez" (ma m'eus sonj mat). Doare Gilles Servat da ganal a zo don ha bamus-tre ha n'eus ket dober a re a draoù all tro dro, d'am sonj. Ne gas netra, ar c'hontrel eo. Ker awalc'h a oa an arvest; paeet m'eus c'hwec'h euro arnugent memestra, met ur bochad tud a oa war al leurenn.
Met ar pezh m'eus kavet diaes a oa plas ar brezhoneg war al leurenn. Kanet eo bet, evel rezon, ha get kalon. Met latineg a vez kanet e ilizioù-zo c'hoazh... Kanañ a zo un dra, komz a zo un dra all, ha lakaat milliadoù a dud da glevout un nebeut brezhoneg ne vehe ket fall evit brudiñ hor yezh. E miz Gouere, Bruce Springsteen deus saludet an dud e brezhoneg e Karaez : desket en deus just araok an arvest ! N'eo ket kalz a dra, met ur striv memestra, har ur sonj a-feson, arouezus, seven...
Piv a gomz brezhoneg war al leurenn ? Bruce Springsteen !
Dimerc'her 5 a viz Eost, den ebet evit saludiñ an arvesterion e brezhoneg : na "demat" na... "Kenavo". Netra, pe kazimant, lâret e brezhoneg ar al leurenn. N'eus nemet Dom Duff hag en deus distaget un nebeut gerioù en hor yezh (mersi bras dezhan). Mat vehe, e-pad arvestoù evel-se, diskouez d'an dud, Bretoned ha touristed, penaos eo bev ha komzet c'hoazh ar brezhoneg. Ur bochad brezhonegerion ampart a zo er bagad-se memestra hag a c'helehe gober traoù sort-se d'un doare plijus, sur awalc'h.
Met estroc'h evit ar bagad Roñsed mor a zo : e fin miz Gouere e oan bet da welet pleustradeg bagad Kevrenn Alré, e Brec'h, d'ar yaoù 30. Ar Gevrenn a sone dirak an dud ar pezh a oa bet savet gete evil kenstrivadeg An Oriant, ar sadorn ar lerc'h. Brav tre ar sonerezh ha bourrapl an ambians. Met ger ebet e brezhoneg komzet c'hoazh.
Ha dipitus eo ur sort.
Ur bladenn anvet Kejaj a zo bet embannet get an tonioù dispar sonet e-pad an arvest (ha brezhoneg 'zo e-barzh, ouf).
Christian Le Meut
11:06 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne | Lien permanent | Commentaires (2) | Tags : bagad ronsed mor
Commentaires
A du genah el berped. " Kafkaien " e' stad ar brehoneg.
Digomprenabl. Ag an dra sen ( E galleg penn de benn) e heller merzin eue er "han ar bobl " , da skwer.
Diaes e' bout "optimist".
Écrit par : iffig | 16/08/2009
D'eo ket: "Ag an dra sen" med " Hag an dra sen". Mehus on.
Écrit par : iffig | 17/08/2009
Les commentaires sont fermés.