Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

07/07/2009

Xinjiang : ur vro drevadennet

Bro Xinjiang a za da vout anavezet geneomp, tamm ha tamm, dre an darvoudoù taer a zo du-hont hiriv an deiz : 156 den lazhet e-pad manifestadegoù an deizioù paseet, 1.400 den arrestet. Ar vro-se a zo e kornog pellan Bro Sina, war hent ar sae; an dud a gomz turkeg ha musulmaned int met, d'am sonj, an diaezamentoù a zo politikel da gentañ. Bro Sina n'eus kaset du-hont ur bochad tud evit trevadenniñ ar vro ha lakaat an Ouigoured da vout nebeutoc'h nebeut en o bro. Ne vez ket doujet gwirioù mab den get ar Stad-se : an Tibetiz a vez gwasket ivez getan, met ar bobl a-bezh.

E kêr-benn Bro Xinjiang, Urumqi, an Ouigoured n'int ket mui nemet 30% ag ar boblans  ! Ar sizhun paseet (25-06), Courrier International n'eus embannet ur pennad skrid tennet a "The Independent" (Londres), a zispleg penaos emañ chanchet ar vro penn da benn war zigarez er "vodernekaat". E kêr Kashgar, ur gêr gozh bras, karterioù kozh a zo distrujet hiriv an deiz hag an dud a zo kaset pelloc'h ba' ranndier pe tier "modern", e lec'h ma c'hell ar gouarnamant kontrolliñ aesoc'h ar bobl. Met mod-se e vez distrujet darempredoù social, liammoù ekonomikel, karterioù talvoudus evit an istor, an arkeologiezh, ha c'hoazh. Mod-se emañ bet graet get karterioù kozh Pekin o-unan araok an c'hoarioù olimpek. Hag an dud a sav o mouezh a zo toull bac'het.

Setu un nebeut linennoù ag ar pennad skrid-se sinet Clifford Coonan : "Des quartiers entiers de la vieille ville ne sont plus que décombres. (...). Le gouvernement chinois a amélioré l'économie mais les Ouïgours craignent pour leur culture. Ils approuvent largement le bilinguisme dans l'éducation, car le mandarin est considéré comme la langue de l'avenir, mais les parents voient avec inquiétude le ouïgour disparaître peu à peu des programmes scolaires". Wu Dianting, kelenner "diorren rannvroel" e skol veur Pekin, n'eo ket a-du get ar gouarnamant : "Le gouvernement pourrait faire en sorte que les Ouïgours qui vivent dans des maisons dangereuses s'installent dans une zone nouvelle. On pourrait alors renforcer et réparer certaines maisons. La vieille ville de Kashgar doit être protégée comme un tout. On pourrait y développer le tourisme. Cette vieille ville contient le mode de vie, la production et la culture ouïgours, il ne faudrait pas la démolir"

Les commentaires sont fermés.