Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

02/07/2009

Brezhoneg : un nebeut sifroù

brudenevez274379.jpgSetu un nebeud sifroù lennet barzh levr Fañch Broudic "Parler breton au XXIe siècle" a ziar sondaj nevez "TMO-Régions 2007", ha barzh niverenn diwezhañ Brud Nevez (274) e lec'h m'en deus Fañch Broudic diskouezhet disoc'hoù ar sondaj-se e brezhoneg*. 3.108 den a zo bet aterset get TMO e 2007.

- 206.000 den a "gomz" brezhoneg, e kontiñ bugale ar skolioù divyezhek (12.000). 257.000 a oa e 1999 hervez an Insee. 1.100.000 e 1950 hervez Fañch Broudic.
- 80.000 brezhoneger a zo edan 60 vloaz.
- 103.000 a zo retretidi
- 112.000 a zo e chom e Penn ar Bed; 43.750 e Aodoù an Arvor; 33.000 er Morbihan...
- 54 % ag ar vrezhonegerion ha zo brezhonegerezed.
- 62 % a lâr e ouiont lenn brezhoneg.
- 37 % a oar skrivañ (13% "mat tre" pe "mad awalc'h")..
- 14 % a reskont e komzont gwenedeg, da lâred eo 24.000 den.
- 4% ag ar Vretoned etre 15-19 vloaz a c'hell komz (1% e 1997 hervez ar sondaj TMO graet ar bloaz-se).
- 34.500 a ra get ar brezhoneg bemdez.

*Brud nevez, 10 ru Kemper, 29200 Brest. Pellgomz : 02.98.02.68.17. www.emgleobreiz.com

Commentaires

Demat d'an oll ha da bep unan.
Me vourehe gouiet ar pezh a sinifie " TMO ". Mersi braz ha me gourhemmeneù eit ar chomleh-man e lennan seul gwezh g'ur blijadur vraz.

Écrit par : iffig | 04/07/2009

TMO a dalv "territoires marchés opinions".
Lec'hienn internet :
http://www.tmoregions.fr/presentation/index.php

Écrit par : Christian | 05/07/2009

Trug. ( Ha " chomlec'h " a dalv " lec'hienn " eveljust... Me gozha.)

Écrit par : iffig | 06/07/2009

Les commentaires sont fermés.