Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

10/02/2009

Gedal : guetter

Gedal/gedañ : setu ar pezh m'eus graet abaoe dec'h da noz a gaoz d'ar barr amzer ha d'al lañv uhel (live 104 d'an noz paseet - 107 d'an enderv a zeu). Ar bloaz paseet, ma ranndi ha ma c'harr a oa bet beuzet d'an 10 a viz Meurzh get ur barr amzer evel-se : an avelioù kreñv ag an tu kreisteiz, o doa lakaet an houlenn da sevel 50 santimetre hueloc'h evit al live boutin hag ur bochad lec'hioù a oa bet beuzet war an aod, evel ma ranndi, a zo e rez an douar hag e rez ar mor, a-hed ar Blawezh, en Hen-Bont. Goude-se, m'boa leuniet sec'hier get traezh, e ken kaz e teuhe en dro ar mor; met n'eo ket deuet dec'h da noz, nag e-pad an noz, eurus awalc'h. Mechal mard e vimp berzet, avertiset, ar wezh kentañ... Gedomp !

Guetter : c'est ce que j'ai fait depuis hier soir à cause de la tempête et de la grande marée (coefficient 104 la nuit passée - 107 cet après-midi). L'année deernière, mon appartement et ma voiture furent inondés le 10 mars par une tempête de ce type : les forts vents de Sud avaient soulevé une houle de 50 centimètres plus haute que la normale et beaucoup d'endroits furent inondés sur la côte, comme mon appartement, situé en rez-de chaussée et en "rez de mer", le long du Blavet, à Hennebont. Après ça, j'avais rempli plusieurs sacs de sable, au cas où la mer reviendrait à nouveau; mais elle n'est pas revenue hier soir, ni cette nuit, heureusement. Je me demande si nous serons prévenus, la prochaine fois ?... Guettons !

Geder/gedour : guetteur. Hent-ged : chemin de guet.

Commentaires

Neuze ? Beuzet pe get ?

Écrit par : BD | 10/02/2009

ur savadur a oa bet savet nevez zo emaout oc'h anneziañ ? a-wechoù e vez konstruet n'eus forzh pe mod e neus forzh pelec'h, ha lod a gav droll e teufe dour freuz dour beuz...
(n'emaon ket oc'h ober ano diouzhit kar ne c'houezon ket)

Écrit par : jeffik | 11/02/2009

Salut BD ha Jeffik : a-benn ar fin, n'eo ket bet beuzet ma ranndi ar wezh-mañ, ha gwell a-se. Ar savadur e lec'h eh on e chom n'eo ket nevez, unan kozh eo, bet savet ar lerc'h an eil brezel (Hen Bont a oa bet distrujet penn da benn, kazimant). Karterioù ag an Hen Bont a vez beuzet ur wezh an amzer get ar Blawezh, abaoe pell, goude bout kouezhet re a c'hlav, met pas get ar mor, evel ar bloaz paseet. Ar wezh kentan a oa, hervez ar pezh a ouian, ha setu perak e kavan un tammig nec'hus an traoù. Lec'hioù mod-se a zo bet beuzet evit ar wezh kentañ, en Hen Bont, hag e kumunioù all. Hag eh euz ul ul liamm get chanchamentoù an amzer, live ar mor e kreskiñ... ?
Joa deoc'h
CLM

Écrit par : christian | 11/02/2009

Les commentaires sont fermés.