07/08/2008
Gouelioù etrekeltiek : ha doujans a zo d'ar brezhoneg gete ?
Gwellet m'eus penaos tud o deus "manifestet" e straedoù An Oriant, barzh baleadenn vras Gouelioù etrekeltiek, disul paseet*, get aotre an aozourion evit goulenn "doujans d'hon gwirioù ha d'hor sevenadur". Mechal memestra mard eh eus doujans d'ar brezhoneg get ar gouelioù-se o-unan... Ha n'on ket ma-unan, setu ar pezh a skrive ur c'hazetenner war e leve, Job Jaffré, barzh ar gazetenn bemdeziek La Liberté du Morbihan, d'ar 15 a viz Eost 1981 dija :
"Ha ! Komzomp enta ag ar brezhoneg evit lâret penaos c'hoazh ar wezh-mañ emañ disterik e lodenn er gouelioù-mañ sañset "etregeltiek"", a-wael hani ar brezhoneg implijet er c'hornad-mañ. Na c'houlennit ket get ar Pennoù Bras, an Dudjentil ar Gelted Vras. Ger brezhoneg erbet gete peogwir ne ouiont ket. Nemet ur filajig bourrapl etrezomp, ger erbet hed-a-hed d'an deizioù, d'an c'hoarioù, d'ar valeadenn vras, d'an nozvezhoù... Graet e vez èl pa ne vehe ket mui bev, hag an dud a gemer poan d'en derc'hel plom a zo e-mesk an holl re vras-se èl estranjourioñ. Me 'gav emañ un dra direzon en ur gêr èl an Oriant lakaet sañset da vout kêrbenn ar sevenadur keltiek e-pad dek deiz. Nend eo ket e-tal ar re-Vras-se e vo kavet harp. Ne vern, dalc'homp start, etrezomp." Skrivet get Job Jaffré (embannet barzh "Etrezomp e brezhoneg", Emglev Bro An Oriant, 2008, p.263-264).
*Setu al liamm :
http://www.agencebretagnepresse.com/fetch.php?id=11695
Tu m'eus bet da skrivañ war an tem-se dija :
http://rezore.blogspirit.com/archive/2005/10/05/an-aotrou...
22:25 Publié dans Breizh/Bretagne, Brezhoneg/Langue bretonne | Lien permanent | Commentaires (1) | Tags : Festival interceltique, Lorient
Commentaires
Me zo berped a du genah. Pell a zoc'h ar vro, me m'eus plijadur vraz o lenn ar pezh a skrives. Me gourhemenneù.
Écrit par : Tatou | 07/06/2009
Les commentaires sont fermés.