23/01/2008
Bro An Alré : sevenadur bemdez ?
Souezhet e vezer, a wezhoù, get bruderezh a zo, evel ur skritel embannet get ar "Groupement professionnel touristique du pays d'Auray - baie de Quiberon", evit brudiñ Bro An Alré. Dija, "Bienvenue" a zo skrivet e peder yezh : "Bienvenue"; "Welcome"; "Willkomen" ha "Bienvenidos" met "degemer mat" (pe "donemat") ebet... Ur bochad titouroù a zo embannet evit mont d'ober kamping, sportoù a bep sort, gwelladenniñ mirdioù ha c'hoazh met chomlec'h ebet (lec'hioù internet lakoomp) evit gouiet pelloc'h a ziar-benn sevenadur Breizh, ar sonerezh, an dansoù, ar gwiskamantoù, ar yezh, ar festoù noz... Domaj eo rak sevenadur Breizh a zo ur binvidigezh a c'hell interesiñ ha dedeniñ touristed 'zo, get ma vez graet bruderezh eviti.
Ha skeudennoù a zo : porzh Sant Sten (An Alré), peulvanoù Karnag, aod an Ardeven... Hag ur c'helc'h keltieg, e tibuniñ get gwiskamentoù ha koefoù brav-tre... met n'int ket a Vro An Alré ! Hervez ur vignonez din, gwiskamantoù Rieg (Riec sur Belon) eo, e departamant Penn ar Bed. Perak lakaat skeudenn ur c'helc'h keltieg a bPenn ar Bed evit brudiñ Bro An Alré ? Koefoù ha gwiskamentoù a zo dishenvel-bras memestra... Strolladoù brudet a zo e Bro An Alré, e mesk ar re wellañ e Breizh, evel Kevrenn Alré (a zo ur bagad hag ur c'helc'h keltieg ivez), An Ozeganed e Lokoal-Mendon, Festerion ar brug (Plunered), Kelc'h keltiek Meriadeg, ha c'hoazh...
Hag o deus graet a-ratozh, an dud o deus savet ar skritell ? Marteze ne ouiont ket an diforc'h etre gwiskamantoù Rieg ha re An Alré, ar pezh a vehe domaj... Gwelloc'h vehe dezhe deskiñ un nebeut memestra evit gober, war lerc'h, bruderezh gwelloc'h evit o bro.
Christian Le Meut
Evit gouiet muioc'h war koefoù ha gwiskamantoù Rieg :
http://www.warleur29.com/fr/cercles/riec.html
Hag a ziar-benn koefoù Morbihan :
Petite critique publicitaire, la version en français suit prochainement sur votre écran.
20:10 Publié dans Auray (pays d'), Breizh/Bretagne | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Auray, culture bretonne
Les commentaires sont fermés.