Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

13/12/2007

Sonerezh/musique : Les ramoneurs de menhirs

5bd1d4d667c7e9858843648c274d1553.jpgMard e oc'h e klask ur prof evit un den a gar ar rock 'n roll mod punk, kavet peus : pladenn gentañ ar "Ramoneurs de menhirs". Rock punk doare Breizh eo, e brezhoneg (seizh sonenn a-ziar unnek) ha get binioù ha bombard, mar plij.

Ar c'hanour, Momo, a son e brezhoneg mod Bro Porzh Loeiz. An tonioù, hervez al levrig lakaet get ar bladenn, a zo hengounel met nevesaet feson punk; memes tra evit ar pozioù, "hengounel" met savet a nevez ivez mod punk get begon, kounnar, startijenn, joa, ha c'hoazh. Ar ganourez Louise Ebrel zo daet da sikour get Momo evit div sonenn; bugale ivez.

Huchadennoù zo, gitarioù tredan hag ur bochad trouz met, a-benn ar fin, n'eo ket displijus tamm ebet. Sonerezh da zañsal eo, met pas er festoù-noz boutiñ ! Kentoc'h festoù e kreiz an noz ur wezh bout evet pasapl a sistr ha chouhen, ha traoù all... Ha ma plij deoc'h sonerezh sioul, dibabit kentoc'h ur bladenn all da selaoù !

En français : les Ramoneurs de menhirs, c'est du rock punk breton qui ramone, avec du begon (du beudjon, du startijenn, de l'énergie, kwa), des binioù, bombardes, guitares électriques, cris, etc. Les paroles et musiques sont "traditionnelles" mais remises à leur sauce. Le résultat est plutôt sympa et donne envie de danser mais pas forcément de manière très... traditionnelle. 

Christian Le Meut 

Embannet get/Edité par Coop-Breizh.

www.ramoneursdemenhirs.fr 

12/12/2007

Brezhoneg : stajoù Stumdi/les stages de Stumdi

Un gemenadenn a berzh Stumdi a zivout he stajoù berr e 2008/Communiqué de l'association Stumdi à propos de ses formations courtes de breton en 2008.

"Eus ar 25 d’ar 29 a viz C’hwevrer 2008 e Landerne : kinniget e vez alies gant Stumdi stummadurioù ur sizhunvezh : 5 devezh (35 eurvezh). Kinniget e vez 3 live : deraouidi/damzeraouidi/barrekaat.

Stajoù gant temoù: Eusa : enezenn he zeñzorioù; eus ar 21 d’ar 25 a viz Ebrel 2008 war enez Eusa. E-pad ar sizhunvez-se war enez Eusa e vez roet tro d’ar berzhidi da vevañ e brezhoneg en ur dennañ gounid eus braventez al lec’h. E-pad ar staj-se o devo tro ar stajidi d’ober « skol al louarn » e brezhoneg : dizoleiñ an endro (un tem nevez bep bloaz), kejañ ouzh brezhonegerien an enezenn… ha kalz a souezhadennoù-all !

Dindan al loar gann : eus ar 7 d’an 11 a viz Gouere 2008 e Landerne; bep bloaz e Landerne e ro tro Gouel Kann al Loar da veajiñ dre abadennoù a bep seurt. E-pad ar festoù-se e kinnig Stumdi d’ar berzhidi ar staj dizoleiñ pe gwellaat ar brezhoneg dre ziduamantoù : stalioù a bep seurt, c’hoarioù… liammet gant Gouel Kann al Loar.

Gwenedeg àr an tomm e Pont-Skorn : eus an 21 d’ar 25 a viz Gourhelen 2007 e Pont-Skorn; e-pad ar sizuniad-se e Pont-Skorn e vez roet tro d’ar berzhidi (live 2-3) da vevein a-barzh un endro gwenedeg. Tro o do ivez ar stajourion da zizoleiñ Pont-Skorn, d’en em gavet get brezhonegourion dre zeverrañsoù : stalioù a bep seurt, c’hoarioù… hag ur bochad souezhadennoù-arall !

Les stages courts Stumdi en 2008

Stage d’une semaine en breton

Du 25 au 29 février 2008 à Landerneau : Stumdi propose régulièrement des formations d’une semaine : 5 jours (35 heures). Trois niveaux sont proposés : débutants/faux débutants/perfectionnement.

Stages à thème : Eusa : Enezenn he zeñzorioù, du 21 au 25 avril 2008 sur l’île d’Ouessant. Ce stage d’une semaine donne aux participants de tous niveaux, l’occasion de vivre en breton tout en profitant de la beauté du site.
Au cours de ce séjour, les stagiaires auront l’occasion de faire « l’école buissonnière » en breton : découverte du milieu (un nouveau thème par an), rencontre avec les ouessantins… et de nombreuses autres surprises !

Dindan al loar gann, du 07 au 11 juillet 2008 à Landerneau : dans le cadre du festival Kann al Loar, Stumdi propose aux stagiaires d’apprendre et de perfectionner le breton en leur proposant des activités : ateliers, jeux… en lien avec le festival.

Gwenedeg àr an tomm e Pont-Skorn, du 21 au 25 juillet 2008 à Pont-Scorff : ce stage a pour but de permettre à ses participants (niveau 2-3) de vivre une semaine dans un environnement vannetais. Au cours de ce séjour, les stagiaires auront l’occasion de découvrir Pont-Scorff, de rencontrer des bretonnants au travers d’activités : ateliers, jeux, veillées… et de nombreuses autres surprises !

Ces stages peuvent être pris en charge par le biais de la formation continue".

STUMDI Maner Keranden BP 311 29413 LANDERNE Cedex; Tél : 02 98 21 39 94 – bzh.stumdi@wanadoo.frwww.stumdi.com