01/10/2007
Brezhoneg : ur geriadur nevez/un nouveau dictionnaire
Ur geriadur brezhoneg nevez a zo bet embannet e-pad an hañv get an ti embann Hiziv an deiz: "Dastumad gerioù a rannyezhoù ar gevred - dictionnaire de vannetais breton-français". Gerioù brezhoneg a vro Gwened neuze, dastumet get Turiaw ar Menteg, un den a Vrec'h a orin (e-tal an Alré), bet prezidant Kelc'h sevenadurel Gwened (ur gevredigezh a ginnig kentelioù brezhoneg e Gwened), marv un nebeut bleadeù zo. Ar geriadur-se (20€) a vez gwerzhet barzh stalioù Coop Breizh (An Oriant) ha Lenn ha dilenn (Gwened); setu lec'hienn internet an ti embann :
http://hizivandeiz.free.fr/loadnevez/120.htm
10:30 Publié dans Breizh/Bretagne, Brezhoneg/Langue bretonne, Yezhoù/langues | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Brezhoneg, langue bretonne, dictionnaire, édition
Les commentaires sont fermés.