17/06/2007
Levr : Pemp bloaz e Bro Sina
Pierre Haski a zo bet kazetenner evit Libération e Bro Sina etre 2000 ha 2006. Ul lodenn ag ar pennadoù skrivet getan a zo bet embannet barzh "Cinq ans en Chine", e 2006; get, e fin al levr, un nebeut testennoù skrivet war ar blog savet getan. Pierre Haski zo deuet en dro e Frans e fin 2006. Aet eo kuit a Liberation ha savet en deus ul lec'hienn internet nevez get kazetennourion all, Rue89.
Dre ar reportajoù hag ar skeudennoù, e c'hellomp kompreñ gwelloc'h buhez an dud e Bro Sina, tud a zo e chom er c'hêrioù bras, hag ar re a zo e chom er maez, al labourerion douar. Etre kêrioù bras ha nevez, ha maezioù dilezet; etre tud pitaod bras (bourc'hizion nevez) hag al lodenn vrasan ag an dud, paour c'hi, Sina a zo ur vro kapitalist da vat met hep demokratelezh. Ar vro a chanch buan tre hag ur bochad tud a vez lesket a gostez.
Loeroù ruz !
Kêrioù nevez a zo evel Datang, kêr bet krouet e 1988. Bremañ, du-hont, e vez graet bep bloaz get 10.000 embregerezh 30% ag ar loeroù produet er bed a-bezh ! Met ar vicherourion (merc'hed kentoc'h) a vez paeet netra (100 euro bep miz); ha labouret vez gete 12 euriad bemdez ha seizh devezh ar sizhun ! Setu, baradozh ar "c'hommunisme" !
Pierre Haski a ziskouezh penaos ez eus ur frankiz memestra, met bihan ha bresk; ha penaos ar re a ya re bell a vez lakaet en toull bac'h... Pobloù a vez gwasket ivez, evel an Tibetiz, hag ar re a zo e chom er Xinjiang, kornog Sina, musulmaned anezhe. Hag an dud lazhet barzh plasenn Tien An Men e 1988 a zo bet ankoueit.
Ar c'hazetenner a oa e chom e Pékin barzh ur c'harter kozh, e mesk ar Sineiz. N'eo ket chomet da sellet doc'h an traoù. Sikouret en deus, da skouer, ur verc'h yaouank, Ma Yan, da vonet pelloc'h get he studioù e lec'h monet da labourat evit kas argant er ger. Mamm Ma Yan 'doa roet da Bierre Haski "kazetenn guzhet" (journal interne) he merc'h, hag a zo bet embannet e Frans ha barzh naontek vro all (Le journal de Ma Yan, ed. Ramsay, 2002) !Ul levr-se a zo bourrapl bras hag aes da lenn, get reportajoù berr awalc'h hag ur bochad skeudennoù brav.
En français : Je conseille la lecture de cet ouvrage du journaliste Pierre Haski, qui fut correspondant de Libération à Pékin de 2000 à 2006. Il publie une partie des articles parus dans Libération, ainsi que de nombreuses photos et des extraits de son blog. A travers des reportages concrets il dresse un portrait de la Chine contemporaine, entre expansion économique et industrielle d'un côté, et misère profonde de l'autre, tant dans les campagnes que dans le monde ouvrier. Une ouvrière des usines textiles gagne 100 € par mois dans la région de Datang où se fabrique le tiers des chaussettes produites chaque année dans le monde entier... Il montre également les fragiles espaces de libertés et la vitalité de ce peuple, ainsi que les systèmes de censure et d'oppression qui font de la Chine un pays vraiment capitaliste, mais pas du tout démocratique.
Christian Le Meut
Cinq ans en Chine, chronique d'une Chine en ébullition, Ed. Les Arènes, 580 p., 2006, 29,80 €.
18:55 Publié dans Etrebroadel/International, Levrioù/Livres/BT/BD | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Chine, livre
Les commentaires sont fermés.