Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

31/05/2007

Ur staj war Enez Eusa : mar kouezh, en em sav

Ur sizhuniad bourrapl m'eus paseet  barzh enez Eusa e kemer pezh en ur staj savet get ar gevredigezh Stumdi  (21 - 25 a viz Mae). Fiskal eo bet an traoù, get kentelioù da vintiñ, abadennoù er maez d'enderv, hag e-barzh c'hoazh da nozh (tavarn Ty Korn, annekse ar staj). Trizek stajiad a oa ha daoù strollad, unan get deraouidi, hag unan all get tud a c'helle gomz brezhoneg.

Ur bochad traoù hon eus desket a ziar benn enez Eusa, he istoer, he douaroniezh ha buhez an dud a zo e chom du hont (war dro 900 met digreskiñ a ra tamm ha tamm). N'eus ket kalz a besketourion e Eusa, re rust eo ar mor ha n'eus ket ul lec'h bras evit sevel ur porzh (unan bihan a zo memestra en traon d'ar vourc'h, Lampaol). Ar baotred a laboure kentoc'h barzh bagoù konwerzh (met n'eus ket mui kalz), pe bagoù ar morlu. Get ar merc'hed e veze labouret an douar, desavet al loened (deñved du), kempennet an hentoù, graet war dro ar vugale. Ur vuhez diaes, kalet, met... tost echu.

Barzh ekomirdi an Nioù e vez displeget, e galleg hag e brezhoneg ar vro, buhez pemdeziek an dud gwezhall. Hiriv an deiz, tud an enezenn a vev kentoc'h get an tourism; nebeutoch' a tachennoù a vez labouret met chom a ra kalz loened memestra war an enezenn a zo barzh Park rannvroel an Arvorig. Bras eo Eusa (8 kilometr a ledander, 4 a hirder) hag an dud o deus afer ag un oto evit mont ha dont. Met re a otoioù a zo, d'am sonj. An natur a chom brav memestra, n'eus ket tier nevez e pep lec'h evel ma z'eus war an aod er Morbihan. Get lezennoù ar Park rannvrol n'eus ket droad da sevel kement-se a dier nevez. Ha  gwelloc'h a-se.

Ger stur Eusa a zo bet esket geneomp e-pad ar staj : "Mar kouezh, en em sav".

E-pad ar staj m'eus kavet, barzh ur stal levrioù, ul levr brav anvet "Une île auprès des ciels; un enezenn tost d'an oabloù" get skeudennoù brav (tennet get Marie-Hélène Grange); barzhonegoù skrivet e galleg get Jean-Pierre Boullic ha troet e brezhoneg get Job an Irien. Testennoù ha fotoioù brav-tre. Embannet e 2007 get Minihi Levenez. 15 €.

medium_Eusa185.jpgPetits échos d'un stage de breton sur l'île d'Ouessant, du 21 au 25 mai, organisé par l'association Stumdi. Cours de breton le matin et animations en extérieur l'après-midi. Nous avons pu découvrir, en partie, l'île et la vie des habitants dont la devise est "Mar kouezh, en em sav", e qui signifie "Si tombe, se relève". Le livre ci-contre est un recueil de poèmes en français de Jean-Pierre Boullic, traduits en breton par Job an Irien. De beaux textes accompagnés par de belles photos de Marie-Hélène Grange. Ce recueil vient de paraître chez Minihi Levenez. 15 €.

Commentaires

re a otoioù mit-hu ?
setu un dra a gavan droll memestra gant an douristed a vizit an enezeier, fellout a ra dezho mont kreiz ar mor da gaout un tamm habask ha repu met, ne sonjont ket ez eus tud ordinal warno, tud a ra labour war ar pemdez : saverien tier, konversanted, taksioù evito o-uann ivez, ha gall... ha prest e vijent d'ober hep an oto init-i ivez war an douar bras ?
ar pezh o deus c'hoant kaout war an douaroù bihan eo un neizhig, ur baradozig er-maez eus ar bed a-vremañ, n'eus ken nemet degas ar boutoù koad hag an togoù endro kement hag ober... pe krouiñ un "ecomusée" ha splujañ ar re a zo ginnidig eus an enezeier diouzhtu d'an amzer dremenet...

Écrit par : polo pop | 02/06/2007

Les commentaires sont fermés.