11/02/2007
Ur wezh a oa : ar brinsez Zaïda, ar roue Al Mutamid ha ni...
Ur wezh e oa ur brinsez anvet Zaïda. Zaïda oa merc’h ar roue Al Mutamid, roue a Seville, e Bro Spagn, pa oa an Arabed e penn ar vro-se. Er bloaz 1122, pell zo dija, prinsez Zaïda oa bet dimezhet get Alphonse ar c’hwec'hvet, roue Bro Gastille. Met ret e oa bet dezhi chañch he relijion ha dont da vout katolik. Setu Zaïda badezhet, ha chanchet ivez he anv : Elizabeth e lec'h Zaïda. Zaïda-Elizabeth, rouanez katolik neuze, 'oa bet bugale, ha bugale bihan... Ha kazimant razh ar brinsed hag ar prinsezed ag Europa a zo mibion bihan prinsez Zaïda. Ha tad Zaïda, roue Al Mutamid oa, sanset, mab bihan Mahomet e unan...
Neuze, ul lodenn vras ag an noblans 'zo kerent Zaïda ha, piv a ouia, kerent Mahomet e unan... En o mesk : familh Kont a bParis ! N’eo ket ur farsadenn ar pezh a skrivañ amañ. Lennet m'eus an dra se barzh ur levr sirius bras anvet “La généalogie”, skrivet get Pierre Durye hag embannet get Presse Universitaire de France e rummad “Petra a ouian ?” (“Que sais-je?”).
"Razh an dud a zo breudeur" : ar frasenn se a zo bet lâret get ar Mahatma Gandhi... N’eo ket nemet ur mennozh, ur sonj brav : un dra gwir eo da vat. Ni zo tout breudeur ha c’hoarezed, pe kendirvi ha keniterved, peogwir hon eus ur bern tudoù kozh, ur bern gourdadoù. Sonjit ta, ha kontit genin : ur vamm hag an tad hon eus. Pevar den kozh. Ha, war lerc’h, doubliñ a ra war dro bep ugent vloazh : eizh, c’hwezek, daou ha tregont, pewar ha tri ugent, kant eizh arnugent, daou gant c’hwec’h hanter kant, pemp kant daouzeg, mil ha pewar arnugent : 1024...
Wizigothed, Gallo-Romaned, Viginked ha...
Neuze, mard e kontañ mat, war dro ar bloazh 1750, mare Loeiz ar pemzekved, war dro mill den kozh, mil gourdad hon eus ! An doare-se da gontiñ n’eo ket resis penn da benn : aliansoù oa bet etre tud kozh din gwechall, etre tiegezh ma mamm ha tiegezh ma zad. Kendirvi m’eus a zo kar diñ dre ma mamm ha dre ma zad ivez... Met, ne vern, war dro mil den kozh memestra 250 vloazh zo... Ha 2.000 bloaz zo ? Penaos gouiet, neuze, mard on mab bihan bihan ar Vretoned, ar Franked, ar Wizigothed, ar Germaned, ar Gallo-romaned, ar Viginked, an Arabed pe... ar Galianed evel ar pezh e vez desket ganeomp er skol c’hoazh... Krouadur on, un tammig da razh an dud se, d’am sonj. Razh ma zud kozh oa Bretoned, ganet tro dro An Alre met, piv a ouia, marteze m’eus, me ivez, ur brinzes Zaïda e touez ma gourdadoù. Bourrapl vehe...
Christian Le Meut
21:48 Publié dans Etrebroadel/International, Istor/Histoire | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Breizh, Istor
Auray/An Alre : An Dasson nevez !
An Dasson n°63 'zo deuet er maez : ur veaj bras e Paris a zo kontet get Daniel Carré. Penaos ober anaoudegezh er BHV-Paris get ur vaouez a orin a Grac'h ? A vered Père Lachaise betek mirdi Carnavalet, ar veajour a foeta straedoù kerbenn Bro C'hall e sellet doc'h ar savadurioù, met ivez d'an dud. Beajoù all a zo barzh an niverenn-se : e Houat hag Edig, e Pleyben, ha dre ar yezh ivez get troioù lâret a bep sort. An Dasson n°63, Kerlenn Sten Kidna, 6 rue Joseph Rollo, 56400 Auray/An Alre. 4 € (6€ dre ar post). TéL. 02 97 29 16 58.
An Dasson n°63 : Le numéro 63 de la revue bilingue an Dasson, éditée par le Cercle Sten Kidna d'Auray, est paru. Daniel Carré y invite à une promenade dans Paris, du Père Lachaise au BHV et au musée Carnavalet. Ur regard sur les monuments de la capitale française, et ses habitants ou comment faire connaissance avec une Crac'hoise d'origine dans les travées du BHV ? D'autres voyages, plus proches, conduisent à Houat, Hoedic et Pleyben. Des dictons bretons sont également présentés. An Dasson n°63, Kerlenn Sten Kidna, 6 rue Joseph Rollo, 56400 Auray/An Alre. 4 € (6€ par la poste). Tél : 02 97 29 16 58.
19:12 Publié dans Breizh/Bretagne, Brezhoneg/Langue bretonne, Levrioù/Livres/BT/BD | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Revue bilingue, langue bretonne, langue française


