11/02/2007
Ur wezh a oa : ar brinsez Zaïda, ar roue Al Mutamid ha ni...
Ur wezh e oa ur brinsez anvet Zaïda. Zaïda oa merc’h ar roue Al Mutamid, roue a Seville, e Bro Spagn, pa oa an Arabed e penn ar vro-se. Er bloaz 1122, pell zo dija, prinsez Zaïda oa bet dimezhet get Alphonse ar c’hwec'hvet, roue Bro Gastille. Met ret e oa bet dezhi chañch he relijion ha dont da vout katolik. Setu Zaïda badezhet, ha chanchet ivez he anv : Elizabeth e lec'h Zaïda. Zaïda-Elizabeth, rouanez katolik neuze, 'oa bet bugale, ha bugale bihan... Ha kazimant razh ar brinsed hag ar prinsezed ag Europa a zo mibion bihan prinsez Zaïda. Ha tad Zaïda, roue Al Mutamid oa, sanset, mab bihan Mahomet e unan...
Neuze, ul lodenn vras ag an noblans 'zo kerent Zaïda ha, piv a ouia, kerent Mahomet e unan... En o mesk : familh Kont a bParis ! N’eo ket ur farsadenn ar pezh a skrivañ amañ. Lennet m'eus an dra se barzh ur levr sirius bras anvet “La généalogie”, skrivet get Pierre Durye hag embannet get Presse Universitaire de France e rummad “Petra a ouian ?” (“Que sais-je?”).
"Razh an dud a zo breudeur" : ar frasenn se a zo bet lâret get ar Mahatma Gandhi... N’eo ket nemet ur mennozh, ur sonj brav : un dra gwir eo da vat. Ni zo tout breudeur ha c’hoarezed, pe kendirvi ha keniterved, peogwir hon eus ur bern tudoù kozh, ur bern gourdadoù. Sonjit ta, ha kontit genin : ur vamm hag an tad hon eus. Pevar den kozh. Ha, war lerc’h, doubliñ a ra war dro bep ugent vloazh : eizh, c’hwezek, daou ha tregont, pewar ha tri ugent, kant eizh arnugent, daou gant c’hwec’h hanter kant, pemp kant daouzeg, mil ha pewar arnugent : 1024...
Wizigothed, Gallo-Romaned, Viginked ha...
Neuze, mard e kontañ mat, war dro ar bloazh 1750, mare Loeiz ar pemzekved, war dro mill den kozh, mil gourdad hon eus ! An doare-se da gontiñ n’eo ket resis penn da benn : aliansoù oa bet etre tud kozh din gwechall, etre tiegezh ma mamm ha tiegezh ma zad. Kendirvi m’eus a zo kar diñ dre ma mamm ha dre ma zad ivez... Met, ne vern, war dro mil den kozh memestra 250 vloazh zo... Ha 2.000 bloaz zo ? Penaos gouiet, neuze, mard on mab bihan bihan ar Vretoned, ar Franked, ar Wizigothed, ar Germaned, ar Gallo-romaned, ar Viginked, an Arabed pe... ar Galianed evel ar pezh e vez desket ganeomp er skol c’hoazh... Krouadur on, un tammig da razh an dud se, d’am sonj. Razh ma zud kozh oa Bretoned, ganet tro dro An Alre met, piv a ouia, marteze m’eus, me ivez, ur brinzes Zaïda e touez ma gourdadoù. Bourrapl vehe...
Christian Le Meut
21:48 Publié dans Etrebroadel/International, Istor/Histoire | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Breizh, Istor
Les commentaires sont fermés.