Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

04/05/2007

Degemer mat e 2008

Blead mat d’an holl, ni zo ar gwener daouzek a viz Genver 2008, setu an doéreieù war Radio Bro Gwened* :  

"Ar prezidant Nikolas Sarkozy zo daet hiriv da Bloermael er Morbihan da igoriñ e zelwenn lakaet e paraviz da hani Yann Baol II bet savet e fin 2006. Prezidant ar Republik zo bet degemeret get ministr ar “videosurveillance”, an aotroù Anselin, maer ar gumun e lec’h m’en deus lakaet abaoe pell dija kameraioù e pep lec’h barzh ar straedoù da sellet doc’h an dorfetourion.  

Delwenn ar prezidant Sarkozy a zo naw metrad a uhelder evel kani Yann-Baol II. Ur bochad tud zo daet da welet ar prezidant met ur vanifestadeg vihan, ha ne oa ket bet aotret anezhi, a zo bet savet get tud a gleiz pellan, gochisted ha c’hoazh. Ar re-se ne oa ket a-du get delwennoù Yann-Baol II ha Nikolas Sarkozy. An dud a oa e penn ar vanifestadeg a zo bet degemeret get ar polis; kaset e vint e pad c’hwec’h miz d’ober ur staj e Gantanamo, e Kuba, hervez an emglev sinet n’eus ket pell zo etre ar brezidanted Bush ha Sarkozy. E Gantanamo kelennerion ag ar Marines a ray kentelioù gimnastik ha politik d’ar pennoù kalet a Frans. Ret vo d’ar stajidi deskiñ dre envor skridoù ar brezidanted Sarkozy ha Bush.

Sportoù
E Frans minist ar sportoù, an aotroù Georges Frêche, a zo e kempenn ar skipailhoù broadel. Re a bennoù du zo barzh ar skipailh fobal, d’e sonj. Ar ministr n’eus goulennet get c’hoarierion mell-droad gwenn da zonet en dro barzh ar skipailh : Jean-Pierre Papin, Eric Cantona, Alain Giresse, Michel Platini, Just Fontaine ha Raymond Kopa zo bet galvet en dro. Met, evit lesket plasoù dezhe e vo ret da c’hoarierion du o c’hroc’henn mont kuit da vout lakaet barzh skipailhoù all : Thierry Henry ha Lilian Thuram a zo bet lakaet barzh skipailh Frans marc’h houarn e lec’h ma oa sportourion gwenn hepken; ha Didier Trézéguet a yay barzh skipailh neuñvial. Mod-se a vo kalz gwelloc’h an traoù, hervez an aotrou ministr Georges Freche. Hennezh en deus rebechet grons da Yannick Noah bout klasket repu er Venezuela.

People
Ma z’eus tud brudet a ya kuit ag ar vro, tud all a za en dro evel Johnny Halliday. Hennezh oa aet da vout e chom e Bro Suis e fin ar bloaz 2006 tra ma ma veze paeet re a dailhoù getan e Frans. Met Johnny zo daet eo en dro goude bout dilezet an tailh war ar re bitaod (ISF) get ar presidant Sarkozy. Laouen bras, Johnny n’eus lâret e sonj d’ar mikro : “Ha ya euh... euh... D’am sonj euh... Euh... Mod-se... Muioc’h a bezhioù monneiz m’bo, euh... mod-se, da reiñ da Vernadette C (bip)”...

Hum... Mersi bras da Johnny met emañ ret din lâr en dro an dra se memestra : difennet grons a vez bremañ lâr pe skriv anvioù tud zo, barzh razh mediaioù e Frans. Anvioù tud o deus klasket paraat doc’h Nicolas Sarkozy a vout prezidant ar Republik. Jacques C, Bernadette C, Segolene S, François H, Bertrand de V... ha c’hoazh. An anvioù-se n’hellont ket mui bout lâret; hag ar re-se zo bet kaset d’ul lec’h pell met bourrapl : Mururoa. Dezhe bremañ da netaat an enezenn-se, ul labour yalc’hus ha talvoudus memestra, e teskiñ dre envor levrioù ar prezidant Nicolas Sarkozy.

Deskadurezh ha sevenadur...
Deskadurezh bremañ : razh ar skolioù anvet skol “Paul Eluard”, pe “Louis Aragon”, pe “Pierre Perret” a vo chanchet o anvioù evit dont da vout “skol Johnny Hallyday”, pe "Enrico Macias" pe "Jacques Séguéla", hervez ar pezh a zo bet bannet hiriv get ministr an deskadurezh vroadel, an aotroù Paskal Sevran.

Evit ar pezh a sell doc’h ar sevenadur, selaouomp doc’h an aotroù ministr ar Sevenadur vroadel, an aotroù Doc Gyneco e tisplegiñ e brogram : “Ben euh... euh... ben... euh”.... Ha, d’am sonj diaesamentoù teknikel a zo get ar pezh bet laret get an aotroù Dok Gineco, n’eo ket al lusk mad d’am sonj... Geo, lakaet eo bet al lusk mad, hervez tud an deknik... Bon, ben, pasomp, ni selaouo Dok Gyneco ur wezh all...

Ha bremañ ur gemenadenn a berzh Minister an diabarzh ha yec’hed speredel ar Fransizion (Ministère de l'Intérieur et de la salubrité morale des Français) : “Abaoe ar pevarzek a viz Gouere 2007 ar Fransizion a zle kanal bemdez ar Varseillaise, dre ret, en o sav. Ar re vouzard a zle ivez kemer pezh get yezh ar sinoù; n’eus nemet ar merc’hed e toug a c’hell chom astennet, evit nompass lakat ar babigoù en arvar. Get ar c’hamerioù bet lakaet e bep ti e Bro C’hall a bezh, ar polis a c’hell gwelout ar sitoianed fall".

Flash diwezhan
Lavarout a ran kenavo deoc’h. Ar flash-se oa an hini diwezhañ e brezhoneg : adalek benn arc’hoazh e vo difennet ar yezhoù rannvroel barzh ar radioioù ha teleioù e Frans a bezh. Komz galleg dre ret barzh skolioù, mediaioù, familhoù, straedoù ha c’hoaz’h, setu ar pezh a zo bet divizet get ar gouarnamant hag ar prezidant Sarkozy. Adalek benn arc’hoazh e vo chanchet, neuze, anv Radio Bro Gwened evit “Radio Pays Vannetais” ha dilezet vo ar brezhoneg evit komz saozneg : “Deskomp saozneg da vout tostoc’h d'ar Stadoù Unanet”, setu galv ar prezidant Sarkozy.

Kenavo neuze, adieu et bonne chance, good luck and good bye.

* Ar gronikenn-se bet skignet war Radio Bro Gwened a zo faos... “Politik fiktion” eo. Get ma chomo faos.

Da lenn dre ret araok disul !!! medium_Sarko134.2.jpg

Les commentaires sont fermés.