Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

28/12/2006

Teod fall

medium_Neuze_145.jpgUr wezh bep bloaz en em gavan get ur mignon kozh a oa el lise genin. Pell zo neuze. Ar mignon-se a zo a Vreizh hag emañ e chom e Penn ar Bed, e tal Kemperle, met ne gomza ket brezhoneg. Bep taol memestra e vez lakaet getan ar gaoz war ar brezhoneg, evit c’hoarzhin, evel rezon : an deroristed, an independans, ha c’hoazh.

N’eo ket gwall fin, na farsus, ha bep gwezh ar memes ton. M’eus ket kaset c’hoazh ar mignon-se da sutal betek bremañ rak en em gavomp get mignonned all. Deskiñ a ran brezhoneg ha klask a ran deskiñ yezh ma zud kozh : ne dalv ket an dra se e vehen evit an independans pe evit lakaat bombezenoù e pep lec’h...  Bout brezhonegour ne dalv ket bout broadelour met tud o deus poan  da gompreñ an dra se.

Ur wezh m’boa desket get ma mignon un dra interesus : e dad a oar  brezhoneg met n’en d’eus ket desket d’e vugale...  Ma mignon zo an hini kentañ, neuze, barzh ar familh-se, ha ne gomza ket brezhoneg, ha ne ouia ket komz e yezh a orin ! Ne faota ket dezhan deskiñ : dezhan da  wellet. Met perak ? Perak nompass bout intereset get e yezh a orin e familh ?  Ha perak bout teod fall e kenver ar re a zesk a hag a gomz ar yezh-se ? Ur yezh a zo ur bed. Bed tud o deus bewet traoù a bep sort, brav, diaes, kriz, plijus... Rummadoù ha rummadoù a dud o deus savet ar yezh-se dre gomz ha dre skrid e pad kantvedoù ha kantvedoù. N’eo ket netra, met un tenzor sevenadurel ha speredel.  

Ken sot omp ?
E korf hanter c’hant vloaz ar breton a zo bet dilezet get ur bochad Bretoned. Perak ? Evit lakaat ar galleg en e blas ? Ne oa ket moian deskiñ ar galleg e kenderc’hel da gomz ha skriv brezhoneg ? Ne oa ket moian da gelenn ar galleg hep skarzhin ar brezhoneg ? N’eus ket pell zo m’eus klevet war Frans Inter ur skrivagnour a vro Saoz, ha skriv e saozneg, met a zo ur Juif a Vro Turki a orin. Hennezh a zisplege, e galleg, penaos e veze skrivet unneg yezh get e dad, ur juif a oa e chom en Turki, unneg yezh neuze get seizh alfabet dizhenvel ! Bez zo tud a c’hell skrivañ unneg yezh get seizh alfabet dishenvel ha ni, Bretoned ha Fransizion, ne hellehemp skriv ha gomz div yezh ? Nemet div yezh, ken sot omp ?

N’omp ket ken sot, met lakaet eo bet barzh hor pennoù ar sonj da zilezel hor yezh a orin dre ur bropagande bet savet ar Republik adalek an dispac’h bras ha, dreist holl, adalek fin an naontekvet kantvet. Me zo me evit ar Republik met, war an dachen-se, ur fari a zo bet graet geti, ur fari bras hag a zo ivez un torfet sevenadurel. Bretoned, ur bern, neuze, o deus dilezet o yezh a orin. Netra aesoc’h barzh ar bed mañ e lec’h ma chom kuzhet ar yez-se. Bretoned all a gomz, a zesk, a skriv en o yezh a orin hag a ziskouez d’ar re all un doare all da vout, ur choaz all, un hent all ha n’eo ket an hent-dall. Met un hent a gas da anavezout un istor all, ha doareioù all da welet ar bed...

Ma faota deoc'h dilezel ho yezh...
Ha n’heller ket komz galleg trankill barzh ho korn bro, barzh ho korn Breizh, setu tud a gomz ur yezh all, dilezet ganeoc’h. Ur yezh he deus roet o anvioù da razh ar c’humunioù ar vro, pe tost, ha d’ur bochad familhoù ouzhpenn... Ha tud zo a gred komz brezhoneg dirazoc’h ouzhpenn ! Ar re gozh a vez perdonet, o yezh a vihan eo... Met ar re yaouank, perak komz ur yezh all, ha n’eo ket ar saozneg !

Kompren a ran gwelloc’h ma mignon memestra. Ma faota deoc’h lazhiñ ho ki, c’hwi lâr en deus tapet an araj (ar “rage”); ma faota deoc’h dilezel ho yezh a orin, c’hwi lâr ne dalv ket netra anezhi nag an dud a genderc’hel da gomz. Teod fall eo m mignon e kenver ar re a gomz breton, ha jalous marteze, hep gouiet rak genomp-ni e vez partajet un tenzour. Un tenzour ha n’eo dalv netra evit ar finans, un tenzour n’en deus ket netra da welet get an argant : ur yezh. Ar re a gomz galleg, ha nemet galleg, n’hellont ket rânnin nemet un tenzour. Ni hon eus daou.

Met teod fall on, ne gavit ket ?

Christian Le Meut

 An dresadenn a zo tennet ag an albom nevez Gaston bet troet e brezhoneg (pennad da heul).

Commentaires

Ha ma vefe tu da vont en tu-all d'ar farsadenn gant ho kamalad. Sevel a rit goulennoù diwar e benn ha klaskañ a rit respontoù eus ho tu hoc'h-unan. Ha ma vefe ar respontoù-se d'ho konfortiñ tra-ken, diwar an dibab bet graet ganeoc'h da zerc'hel gant hor yezh. Da c'houzout petra a zo gantañ a-dreñv e c'hoapaat e vefec'h mil asur en ur vont dezhañ eeun ha dousik. Darempredoù propoc'h e vefe, a gav din. N'omp ket bet desket war an doare-se, siwazh. Ha ma vefe gant doareoù nevez an daremprediñ un hent-all da zigeriñ war hor yezh.

DG

Écrit par : Daniel garrin | 30/12/2006

pa ne vo ket mui a militantourien da gas stourm ar yezh war raok (ha n'eo ket emsaverien dre ret peogwir ar re mañ ne stourmomp ket atao evit ar yezh) ha pa vo marv ar vohikaned diwezhañ e vo marv ar yezh da vat , mendare petra lakfe ar re yaouank bet skoliataet e brezhoneg da genderc'hel ma n'eus stourmerien ebet en o zouez...

e gwirionez ez eus peadra da dapout aon ha da vagañ kounnar ivez, chom seder ne dalv da nentra ebet, gwelloc'h c'hoazh huchal ha blejal ha mont war zu ar stourm endro, peogwir e vo re ziwezhat un deiz bennak ma chomomp sioul ha sentus

Écrit par : if | 30/12/2006

Demokrat ha republikan, d'am meno, n'eo ket memestra.
fr.wikipedia.org/wiki/Démocratie
http://fr.wikipedia.org/wiki/R%C3%A9publicanisme

Écrit par : yann | 02/01/2007

Les commentaires sont fermés.