14/12/2006
An Alre : dilennadegoù paseet ha dilennadegoù da zont...
E fin ar bloaz 1983, e oan e chom e Tours da zeskiñ ma micher kazetenner. Ar bloaz-se an aotroù Christian Bonnet n’doa lakaet en e sonj mont kuit ag an Assemblée nationale evit mont d’ar Sénat... Ar bloaz se c’hoazh, ur strollad politikel a zehoù pellan, ar Front national, get Jean-Marie Le Pen en e benn, a groge d’ober berzh en dilennadegoù lec’hel, evel e Dreux, e Paris hag... en Alre.
Rak, ur wezh bout roet e zilez get an aotroù Bonnet, e oa bet ret sevel dilennadegoù nevez, en Alree hepken, da zibab un c’hannad nevez. Hag an aotroù Le Pen oa war ra rank. Ha me, m’boa kinniget get ma c’helennourion mont d’ober ur reportaj d’An Alre e lec’h chom da vreinañ er skol. Trouz oa e bro An Alre, memestra; ur bern kazetennerion oa deuet a gaos ma oa Le Pen, paotr ag An Drinded, war ar rank. Ne oa ket en e unan.
D’an tu kleiz tud oa evel Paul Baudic (maer Brec’h c’hoazh hiriv an deiz), un den ag ar PC hag unan all evit an UDB. An aotroù Aimé Kerguéris oa iwez war ar rank. Hennezh oa "suppléant" Christian Bonnet hag en doa kemeret e blas en Assemblée nationale pa oa bet anvet an aotroù Bonnet d’ar gouarnamant, da vare ar prezidant Giscard d’Estaing. Ya, met Christian Bonnet en doa choazet un den all evit kemer e blas da vat en Assemblée : Michel Nael, maer an Alré d’ar c’houlz se, ha kuzulier kanton an Alre c’hoazh hiriv an deiz. Ha daou zen ne oa ket trawalc’h, unan all oa daet iwez evit an tu dehoù : Jo Kerguéris, maer Landevan d’ar mare-se. Deuet eo da vout senatour ar Morbihan ha prezidant Kuzul an departamant hiriv an deiz.
Bec'h c'hoazh e Bro an Alre...
Sonj m’eus bet ag dra se n’eus ket pell zo rak trouz zo c’hoazh hiriv an deiz get an tu dehoù e Bro an Alre. Tri bloaz arnugent zo e oa aet ar maout get Aime Kerguéris. Hag hennezh a zo c’hoazh kannad. E Frans n’eus ket lezenn ebet evit paraat doc’h an dilennidi a chom re bell en o flas. Mard eo dilennet ha dilennet en dro, ur prezident, ur maer, ur c’hannad, a c’hell chom ar pellan gwellan, betek e varv ! Ni wello a benn nebeut petra vo dibabet get an aotroù Chirac hag a c’hell mont war ar rank en dro e 2007...
Aime Kerguéris, eñ, a faota bremañ mont war e leve ha reiñ e gadoer d’an aotroù Jean-Michel Belz, maer Kiberen... Ya, met n’eo ket hennezh a zo bet dibabet get izili UMP Bro An Alre, met an aotroù Michel Grall, maer Karnag. Hag un tervet oa war ar rank : an intron Guilloù Moinard. Tud a zo fallgountant get ar choaz se evel Jean-Michel Belz a yello marteze d’an dilennadegoù memestra daoust d’ar pezh votet get tud an UMP. Ped a dud a vo war ar rank e miz Mezheven 2007 en tu dezhoù e Bro An Alre ? N’ouiomp ket, met meur a unan, sur awalc’h.
1983...
Met deomp en dro tri bloaz arnugent zo. D’ar c’houlz-se, Jean-Marie Le Pen en doa tapet 12 % ag ar mouezhioù. Ne oa ket netra, met ne oa ket trawalc’h evit bout en eil tro. Me m’boa aterset Le Pen ha desket un nebeut gerioù brezhoneg getan, evel “Chall ha dichall”, da skouer. N'ouion ket perak ar gerioù-se a zo chomet barzh ma fenn... Rak an aotroù Le Pen a ouia komz brezhoneg, un tammig, da nebeutan; klevet m’boa hennezh kaozeal brezhoneg get tud zo, pas e-pad ur meeting met er straedoù, e Lokmariaker.
Ganet eo Le Pen triwec’h ha tri ugent vloaz zo en Drinded, barzh un familh a besketourion. Komzet veze brezhoneg du hont get tud ag ar bobl araok an eil brezel bed... Pa laran an dra se da dud zo, souezhet int. Penaos ta, un den evel-se a gomzehe breton ? Ben ya. Souezhus eo gwelout ur broadelour a Frans, berped get e vanniel trilivet, e komz brezhoneg. Met komz brezhoneg n’eo ket trawalc’h evit bout vaksinet a enep d’ar sonjoù fall !
Christian Le Meut
- Disoc’hoù an dilennadegoù en Alre (12/2003) - tro kentañ : Michel Naël (UDF-RPR ofisiel) 28,16%; Aimé Kerguéris (UDF) 21,99%; Paul Baudic (PS) 15,5%; Jo Kerguéris (UDF) 15,46%; Jean-Marie Le Pen (FN) 12,02 %; René Maury (PC) 5,35%; Bernard Guérin (UDB) 1,52%. Eil tro : Aimé Kerguéris 58,9%; Michel Naël 41,1%.
00:05 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne, Politikerezh/Politique | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Brezhoneg, Langue bretonne, politique
Les commentaires sont fermés.