21/06/2006
Hentoù : danjerusoc'h eo monet war droad !
Nebeutoc’h a bemp mill den zo marv war en hentoù e Frans a bezh ar bloaz paseet. Ar sifr gwellan abaoe pell ! Mont a ra gwelloc’h, ya, met pas evit razh an dud...
Dija, an doare da gontiñ e Frans oa souezhus awalc’h. Kontet veze ar re varv betek c’hwec’h devezh goude ar gwallzarvoud ! Chanchet eo bet an doare sot se da gontiñ abaoe ar bloaz mañ a gres d’en Europa. Kalz broioù ag Europa a gonta ar re varv betek kant deiz ar lerc’h un aksident, ar pezh a zo poellekoc’h. E kontiñ evel se n’eo ket 4.975 den a zo marv ar bloaz paseet, met 5.318.
Nebeutoc’h a dud vez lazhet war an hentoù broadel ha war hentoù departamantel. Nebeutoc’h a dud a vez lazhet barzh an otoioù : dek dre gant nebeutoc’h. Met muioc’h a dud a ya war droad a zo bet flastret e 2005. Eizh dre gant muioc’h memestra ! Er c’herioù, ar straedoù hag ar ruioù zo danjerusoc’h... Ha muioc’h a dud war marc’houarnoù pe motoioù a zo bet lazhet e 2005 ivez...
50 km/e ?
N’on ket souezhet pa wellan pegen buan a ya tud zo e ker get o otoioù pe o motoioù, evel ma vehe bepred press ha berc’h warne. Perak klask monet d’ar buanan posupl ? D’ober petra ar lerc’h ? Sellet doc’h ar skinwell ? E ker, ret eo monet da hanterhant kilometr d’an eur, pe da dregont kilometr d’an eur e karterioù zo; met ne vez ket doujet kement se al lezenn se get an dud.
Radarioù vez lakaet e ker Gwened abaoe miz Mae, hag a vez chanchet lec’h bemdez. Embannet vez barzh kazetennoù ar vro ar straedoù e lec’h ma vint lakaet an deiz ar lerc’h. Ha, hervez poliserion, an dud a ya difonnaploc’h, goustadikoc’h e ker Gwened bremañ. Ma z’eus ur riskl ganeomp bout kastizet, ni ya difonnaploc’h. Domaj eo, met mod se emañ.
Doareioù all zo da lakaat ar c’hirri tan da vonet goustadikoc’h, neoazh, hep kastizañ an dud : e lakaat ar re a zeu ag an tu dehoù da baseiñ araok, da skouer; pe e sevel straedoù disvenhel evel ar pezh a veze graet araok : linnenoù war eeun evit mont ar buanan posupl. Hiriv an deiz, monet ar buanan n’eo ket mui ar pal : lakaat an dud da vale e surentez e ker ha war er maezioù, setu ar pall. E sevel trotoerioù ledanoc’h; hentoù distaget evit ar veloioù; kammdroiennoù e lec’h linnenoù war eeun; e lakaat plantennoù ha gwez e kreiz ar straedoù : moian zo da lakaat an dud muioc’h e surentez. Ar re a zo e barzh an otoioù, hag ar re a zo er maez... Met ar youl a vank re aliez c’hoazh...
Hentoù sur awalc’h e Breizh
Souezhet on bet memestra e lenn sifroù ofisiel a fed ar surentez war en hentoù e Breizh: sur int, an hentoù dre vras. Muioc’h a gwallzarvoudoù a zo amañ, e kenver rannvroioù all, a gaos d’an alkool, d’an dud mezv a vleiniañ memestra. Met e lec’hioù all muioc’h a dud a varv rak n’o deus lakaet o gouriz surentez. Evit an hentoù broadel, ar pemp departamant a Vreizh zo ar re suroc’h e Frans a bezh e kenver an dud lazhet. Ar pezh n’eo ket gwir evit an hentoù departamantel.
An departamentoù gwasañ e keñver an dud lazhet war en hentoù a zo Korsika hanternozh ha kreisteiz, ar Gers hag an Tarn e Garonne; hag an departamantoù suran a zo an Haut-de-seine, ar Rhone, ar Val d’Oise hag an Essonne.
Bep hini e tank ?
Savet vez, hiriv an deiz, kirri brasoc’h bras, evel ar pevarxpevar. An dud a zo a barzh a zo e surentez, muioc’h mui, met pas ar re a zo er maez. “Pare chokoù”, distokerioù kaled a vez lakaet war an otoioù se. Mard oc’h skoeit gete, c’hwi c’hell bout gloazet kalz grevusoc’h evit ma vehec’h bet skoeit get un oto boutin. Met mod se emañ war en hentoù, re alies : me da gentañ, ha netra foutr ag ar re all. Bep hini barzh e tank ha deomp d’ober ar brezel war en hentoù. Ha, barzh ar brezel se, ar re a ya war droad pe ar marc’houarn a zo ar re gwanoc’h.
Christian Le Meut
Skeudenn : trotoerioù re strizh a zo c'hoazh e meur a lec'h.
19:25 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne, Buhez pemdeziek/Vie quotidienne, Didaerded/Non-violence | Lien permanent | Commentaires (0)
Les commentaires sont fermés.