Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

14/06/2006

Hep brezhoneg, Breizh ebet ?

medium_manifestadeg087.3.jpgSetu, manifestet m’eus d'an tri a viz Mezheven paseet. Ha mont a ra gwelloc’h ar lerc’h. Ya, gwelloc’h, rak aon m’boa e vehe bet re nebeut a dud e vanifestiñ e Roazhon. A gaos da berak ? Rak ne oa ket splann abegoù ar vanifestadeg : evit ar yezh, ya, met ivez evit goulenn muioc’h a c’hallout evit ar rannvro, evit lakaat en dro Liger Atlantel e Breizh, ha c'hoazh... Re garget oa ar garrigel, d'am sonj. Ha konkurens oa : an amzer brav, ur bochad gouelioù e Breizh a bezh...

Met benn ar fin, tud oa, ur bochad, ha trouz e kreizker Roazhon. Ne oa ket ken truek an dibunadeg get politikourion ha sonourion en e benn. Ped a dud oa ? Tri mill hervez kazetennoù ar vro, pewar mill hervez Frans Info, c’hwec’h mill hervez ar gazetenn Ya !; deg mil hervez an Agence Bretagne Presse... Ha pemp mill hervez ar bolis, sanset... Keuz m’eus nompass bout kontet ma unan met me larehe me iwez war dro c’hwec’h mill. Da lâred eo nebeutoc'h evit ar vanifestadeg vras a oa bet savet e miz meurzh 2003 (15.000). D’ar c’houlz se, ur bochad tud oa kounnaret ha fallgountant  a gaos ma oa bet lâret get Kuzul stad ne oa ket degemeret Diwan en deskadurezh publik.

Goude se tud nevez zo bet lakaet get ar Vretoned e penn ar rannvro; tud a glev hag o deus prometaet ur bochad traoù evit ar brezhoneg. Sikouret vez muioc’h Diwan get rannvro Breizh bremañ; un tammig muioc’h a argant evit ar brezhoneg a zo ivez, met n’eo ket sklaeroc’h an traoù memestra e kenver an dazont. Ar rannvro a c’houlennay muioc’h a c’halloud war dachenn ar sevenadur, eme an aotrou Le Drian barzh Ouest Frans ag an tri a Viz Mezheven ("droit à l'expérimentation"). An dra se a vehe interesus, moarvat, met war dachenn an deskadurezh, ar gallout a chomay e Paris. N’eo ket echu an emgann, me lâr deoc’h.

E barzh ar vanifestadeg
Ha setu me, barzh ar vanifestadeg. Ne huchan ket kalz met tud all a oa daet da huchal traoù a bep sort evel : “Hep brezhoneg, Breizh ebet”. “Hep brezhoneg, Breizh ebet” : Alan Stivell a lâr an dra se barzh ur gannaouen savet getan. Ur slogan hag ur frasenn vrudet eo met mechal mard eo gwir : “Hep brezhoneg, Breizh ebet ?”.. Anat eo ? Sur omp ?

E miz Eost paseet ur gorventenn anvet Katrina zo kouezhet ar an Orleans nevez, an Nouvelle Orléans, e Louisiane. Klewet m’eus, eveldoc’h c’hwi marse, ur bern reportajoù graet du hont, get tud ar vro aterset get kazetennerion a Frans. Met galleg ebet, saozneg berped ! Ker Nouvelle Orleans oa bet savet get tud a Frans, tri c’hant vloaz zo (e 1718) , met ne vez ket mui komzet galleg du hont. Komzet vez c’hoazh galleg e Louisiane met e kerioù bihan (Lafayette...) ha war er maezioù. 200.000 a dud a gomz galleg mod kajun c’hoazh. N’eo ket mui doc’h ar c’hiz, ar galleg ha difennet veze komz ha kelenn ar yezh se en amzer a gent, e pad bleadeù ha bleadeù.. E ker Nouvelle Orléans ne chom ket nemet un nebeut gallegerion ha roudoù ag ar galleg, anvioù karterioù evel “Le quartier français”... Tost beuzet eo bet ar gêr se get korventenn, Katrina met beuzet eo bet ar galleg da vat, edan ar gorventenn saozneg.

Nouvelle Orléans e lerc'h New Orleans ?
Disheñvel eo, ker Nouvelles Orléans, abaoe ma ne vez ket mui komzet galleg du hont. Anat eo. Ha n’eus ket mui kement se ag an Nouvelle Orléans hiriv an deiz, met ag an New Orleans, ne lâran ket. Dam pelloc’h get “Hep brezhoneg, Breizh ebet” neuze. Ag e vo c’hoazh komzet brezhoneg e Breizh a benn kant vloazh. Den ebet a ouia... Ur vro dizhenvel bras a vehe Breizh hep ar brezhoneg...  Kollet yezh an orin, digromprenabl anvioù al lec’hioù hag ar famillhoù, ar sonnenoù, al levrioù skrivet e brezhoneg, hag c’hoazh. Ur yezh komzet abaoe pempzek kant vloaz aet da goll. Ur troc’h bras ha spontus vehe. Met ar chanchamant se a zo c’hoarvezet dija : ne vez ket mui komzet breton e meur a lec’h ha barzh meur a familh e Breizh.

Hag ar Frans ? Penaos vehe Frans, hep ar galleg ? Ma vehe komzet saozneg e lerc’h galleg ? “Hep galleg, Frans ebet ?”. Ur Frans a chomehe, marteze, met dishenvel bras.

Met “Breizh ebet” hep ar brezhoneg ?  Breizh a zo ul lerc’h, hag ul lerc’h a chanch get an dud a zo e chom a barzh, o sonjoù, o sevenadur, an ekonomiezh, ha c’hoazh. Estroch evit ar brezhoneg a vez komzet e Breizh abaoe pell : gallaoueg, galleg, saozneg... Met disheñvel bras vehe Breizh hep ar brezhoneg. Marteze ne vehe mui kement se a Vreizh, justawalc’h, met a vBretagne, ne laran ket...Alé, kalon vat tudoù, ha ne leskomp ket tud all lazhiñ hor yezhoù a orin, ha pa vehe ar brezhoneg, ar gallaoueg, pe ar galleg. Hag e c’hellimp huchal pe kanal c’hoazh “Hep brezhoneg, Breizh ebet”. E klevout an dra se ur slogan nevez zo daet din e pad ar vanifestadeg :  “Hep gwenedeg, brezhoneg ebet”. Met un tabut all eo.

Christian Le Meut 

Les commentaires sont fermés.