12/08/2006
Ur vro nevez e Breizh
Ur vro nevez zo e Breizh, ya ur vro nevez m’eus gwellet e anv war skritelloù bruderezh koste an Hen Bont, An Oriant ha Kemperle. Pe anv zo get ar vro se ? An “Haut Finistère”, “Penn ar bed Uhel”. Me anave me Penn ar bed kreisteiz ha Penn ar bed hanternoz pe Bro Leon, Bro Dreger ha Bro Gerne, met n’anavezen ket ar Penn ar bed “Uhel” se. Petra an diaoul eo ar vro nevez se ? Bro ar re “uheloc’h” evit ar re all, ar re binvidik, ar “jet set” ? Pe bro an tud uheloc’h o speredoù, o eneieù ? Ar pub se oa bet embannet get Kuzul an touristelezh Penn Ar Bed, evit sachañ an dud da vonet d’an departamant se evel ma ne vehe ket dija trawalc’h a dud e Pennarbed e pad ar vakansoù... Ya, met perak ober bruderezh evit ur Penn ar bed “uhel” dianavet ? Hag emen emañ ar vro se, er mennezhioù Arre ? Pe en “hanternozh...” ?
Chomlec’h ul lec’hienn internet oa skrivet war ar pub hag bet on bet d’her gwellet. Met barzh lec’hienn internet ar Penn ar bed a bezh on erruet ha ne oa ket displeget gwelloc’h emen emañ an “Haut Finistère”... Pelloc’h, war lec’hioù internet all, hani ti an touristelezh Montroulez, da skouer, merchet eo an “Haut Finistère”... War e seblant ar vro se a zo d’an tu se kentoc’h, etre ar mennezhioù Arre ha Mor Breizh, da laret eo Penn ar bed hanternozh met chut... Ne laromp ket “Hanternozh”. Kuzhet vez ar ger se hiriv an deiz; sentet vez ar yennijen getan, moarvat...
Aodoù en Arvor pe en arvar ?
Anv an departamant “Côtes du Nord” oa bet chanchet evit donet da voud “Côtes d’Armor”; Aodoù an arvor, e brezhoneg. Un anv bravoc’h, sur awalc’h, met tostoc’h d’ar wirionez ? Loudia, Rostrenen, Kallag, Gwengamp, ha c’hoazh, n’int ket e tall ar mor. An Arvor hag an Argoat a vehe bet un anv gwelloc’h evit an departamant se, marteze... Ha get ar beuzhin glas a za d’an aodoù n’eo ket Aodoù an arvor a vo graet a benn un nebeut ag an aodoù a Vreizh a bezh, met Aodoù en arvar...
Hag, evidomp-ni, tud ar Morbihan, an departamant Aodoù an arvor a chom hag a chomo en hanternoz, daoust d’e anv nevez. Met d’am sonj gwelloc’h vehe chom mut war an dra se evit nompass kounnariñ hor voizined ag an hanternozh...Ha genomp ni, er Morbihan, hag ez eus lec’hioù “uhel” ha lec’hioù “izel” evel ma z’eus e Penn ar Bed ? Marteze, Pondi zo er Morbihan “Uhel”, ha tud An Alre pe Sarhau, pe Gwidel, pe An Oriant, er Morbihan “Izel”... Kement da sevel sonnenoù nevez :“Izel o spered tud ag an Drinded/Uhel o spered tud a Langonned”. Met bon, arrestomp diouzhtu ! N’eo ket sirius tamm ebet ar pezh a skrivan bremañ, e ober goap eh on, c’hwi ouia mat. Uhel bras eo spered ar re ag an Drinded evel an aotrou... Le Pen... Pe Barrière...
Kavout un anv evit un departamant a bezh n’eo ket un dra aes. Ha, gwir eo lâret, Gourin pe Ploermel pe Pondi a zo pell ag ar Mor Bihan... Perak nompass dibab un anv nevez genomp ni iwez ? Anv un dans, lakomp, e plas anv ul lec’h... Ya, met meur a zans zo er Morbihan : an andro, al laride, ar c’has a barzh, al lak a barzh... Ha pas, lak a barzh zo un dra all met un anv vat vehe ivez evit hon departamant a bezh... Hag evit ar rannvro a bezh moarvat. Met, benn ar fin, Morbihan zo un anv brav, hag e brezhoneg ouzhpenn, chañchomp ket.
Il-ha-Gwilen pe Breizh Uhel ?
Departamantoù zo a faota dezhe c’hoazh chañch o anvioù, evel an Il-ha -Gwilen. Gwir eo, un anv vil eo, surtout e galleg : Ille-et-Vilaine... Anvioù div ster eo, met ne sonna ket brav. Tud zo a felle lak e plas Ille-et-Vilaine, “Haute Bretagne”, “Breizh Uhel. Setu c’hoazh tud a faote dezhe bout uheloc’h evit ar re all ! Met, ouzhpenn se, Breizh Uhel (ha Breiz Izel) zo anvioù istorel evit an div lodenn a Vreizh : ar reter e lec’h ma vez komzet gallaoueg; hag ar c’hornog e lec’h ma vez komzet brezhoneg. Ha Breizh Uhel n’eo ket an Il-ha-Gwilen nemetken, met ivez Liger Atlantel, reter Morbihan hag Aodoù an Arvor. Tapet eo an añv tudoù, klaskit unan all, hag e c’hellan reiñ un tamm sikour ganeoc’h. N’eus ket kalz ag aodoù en departamant se, met koadoù brav evel e Pempont, ne lâran ket, ha kinnig a ran deoc’h un anv nevez : koste ar c’hoad pe kost ar c’hoed. Brav eo, nann ? Anv un dañs eo dija, ha kani ur vro ivez ? Domaj... Anat eo, afer zo ag un anv nevez evit an departamant se met n’eo ket bet kavet c’hoazh...
Met perak sevel anvioù nevez pa n’eus ket afer ? Bez zo un departamant Penn ar Bed, perak anviñ ul lodenn “Haut Finistère” ? Evit an douristed ? Anvioù all zo, kalz bravoc’h, evel Bro Dreger, Bro Gerne ha Bro Leon, a c’hell servij c’hoazh.... Chañchomp ket re vuan hor anvioù memestra, mod all e vimp kollet da vat. Ha dre forzh kuzhiñ an “norzh” get gerioù all e kollimp, un deiz bennak, an norzh a vizkoazh...Ha danjerus eo, koll an norzh, razh ar vartoloded a ouia an dra se, hag ar bsikiatred iwez.
Christian Le Meut
* Kartenn kentañ tennet ag an Deizataer 2006 embannet get Coop Breizh ha Skol an Emsav; hag an eil ag ar Geriadur Favereau (Skol Vreizh).
10:50 Publié dans Breizh/Bretagne, Brezhoneg/Langue bretonne | Lien permanent | Commentaires (1) | Tags : Bretagne, Breizh
Commentaires
Bet on e Gwengamp nevez zo ha ne welen netra diwar-benn Bro Dreger. Setu em eus goulennet gant Ofis an douristelezh e peseurt bro e oamp. Respontet eo bet din e oa en Argoad ! Memes respont en ur stal-levrioù ez eus ur bern levrioù diwar-benn Breizh ganti koulskoude. Poan 'm eus bet displegañ ne oa ket An Argoad ur vro.
Écrit par : yann | 13/08/2006
Les commentaires sont fermés.