25/05/2006
Frans : karout hep bout karet ?
“Ar re na garont ket anezhe Frans ha c’hell he c’huitaat” : “Si certains n'aiment pas la France, qu'ils ne se gênent pas pour la quitter"; setu ur frasenn lâret get hor ministr muian... karet, ministr an Diabarzh, an aotrou Nikolas Sarkozy, e fin miz Ebrel. Tud zo a gav brav tre, speredek bras, ar frasenn se; tud all a gav sot ha danjerus sonjoù evel se, tost d’ar pezh a vez lâret get an aotrou Le Pen. Met danvez zo da sonjal pelloc’h memestra...
N’ouion ket penaos a oa bet an traoù ganeoc’h c’hwi met me, m’eus ket choazet emen e faote din ganeiñ. Dre zegouezh on ganet, er maez a Vreizh, koste Paris, er Blanc Mesnil; ur gêr a zo bremañ en departamant “nav tri”, evel ma larer. 93 : ur sort “rakaille” on me ivez, moarvat... M’eus ket dibabet ma bro. Ma zud a oa a Vreizh a mod se on ganet Gall ha Breton, hag European, ha mab den, ha c’hoazh.
Sitoianed ar vro
Tud all n’int ket ganet er vro... Ar re se a zo deuet a broioù estren evit labourat amañ, klask boued, sevel ur vuhez gwelloc’h, pe evit bout e surentez rak en arvar int en o bro... Abaoe pell tud evel se, micherourion, labourizion, repuidi a za da Frans. Araok e veze labourerion ag an diabarzh : Bretoned, Auvergned, Korsiked, ha c’hoazh. A c’houde, tud a broioù tost, evel Belgia, Italia, Espagne, Portugal... Har ivez tud a belloc’h : Afrika, Azia... Pa sellan, hiziv an deiz, doc’h an dud a sav tier, hentoù, pontoù, ur bochad anezhe zo du o c’hroc’henn. N’int ket bet krazet dre forz labourat er maez, nann; du int peogwir emaint ag Afrika... Hag o bugale zo, pe vo, Franzision, sitoianed ganet er vro.
E miz Kalañv Gouianv hag an Avent (miz Du ha Kerzu) bec’h ha trouz zo bet e meur a lec’h e Frans : miliadoù ag otoioù zo bet losket, ur bern traoù zo bet diskarret hag an tan zo bet lakaet e skolioù zo. Ur bochad tud yaouank a zo bet arrestet ha kondaonet evit an torfedoù se : met Franzision oant, kazi tout, stoianed a Frans. Estranjourion ebet, kazimant, en o mesk...
Lakaat bugale er maez ?
E klevout an aotroù Sarkozy, karout Frans vehe un dra dre ret. Ha karet int get o bro, ar re yuvank, Afrikaned pe Magrebined a orin, a chom hep labour hag hep lojeriz a gaos d’o anvioù familh, da liv o c’hroc’henn ? Hag e vehe ret dezhe, ha deomp ni ivez, karout hor bro hep bout karet geti, na selaouet ? Hag an aotrou Sarkozy, a ziar benn piv en deus lâret ar frasenn se ? Ar re yaouank a c’hwitella e klevout ar Varseillaise, pe ar Franzision binvidik a ya kuit da baeiñ nebeutoc’h a daosoù er maez ag o bro ?...
Me, pa wellan bugale tost da vout lakaet er maez a Frans get o zud peogwir int deuet amañ hep aotre, n’on ket ken fier a ma bro. E Brest, ur verc’h yaouank a c’hwec’h vloaz, a Russia, a zo kuzhet hiziv an deiz get familhoù evit nompass bout kaset er maez a Frans get he mamm. Ganet oa ar verc’h se er maez ag ar stad a briedelezh, ar pezh a c’hellehe bout danjerus evite barzh o bro a orin, an Daghestan (e Rusia), e lec’h ma z’eus integristed n’int ket gwall fin anezhe war e seblant (Ouest-France-26 a viz Mae)... Kas ar vamm hag he merc’h er maez a Frans a vehe un dra spontus. Kement da vout fier ha da garout hor bro hag a zo, sanset, bro gwirioù mab den, bro an “droits de l’Homme”. Karout a ran ma bro pand eo honnezh ur vro demokratel ha doujus d’an dud. Tud an diabarzh ha tud an dianvez.
Manifestiñ an 3 a viz Mezheven
Ha ni, Bretoned, brezhonegerion. Arruet eo hor yezh hag hor sevenadur en ur stad truek awalc’h dre forzh bout skarzhet er maez ag ar skolioù, ag ar mediaioù, ag al lezennoù, ag ar vuhez publik, dre forz bout dispriziet get ur bochad pennoù bras ag ar Republik, pas razh, met ur bern memestra. Chanch a ra an traoù, met difonnapl, re zifonnapl, rak ne vezomp ket selaouet kalz. Chom a ra ar brezhoneg hag ar yezhoù rannvroel all er maez ag al lezenn. Hag emaint karet, ar brezhoneg hag ar “yezhoù a Frans” (evel ma lare ar prezidant Mitterrand) get ar Republik ? N’eo ket aes bout selaouet e Frans evidomp ni, Bretoned, hag evit leun a dud, benn ar fin: setu perak eh in da vanifestiñ e Roazhon, d’ar sadorn 3 a viz Mezheven da c’houlenn muioc’h a c’hallout evit Breizh hag he yezhoù (gallaoueg, brezhoneg) hag he sevenadur. Get an esperans e vimp ur bochad.
Christian Le Meut
Comité de soutien à Patimat, école maternelle Jean-Macé, 43 rue du Château, 29200 Brest; internet : www.sauvezpatimat.canalblog.com
09:35 Publié dans Breizh/Bretagne, Brezhoneg/Langue bretonne, Politikerezh/Politique | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Bretagne forever !
Les commentaires sont fermés.