Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

21/05/2006

Foot ha sklaverezh : An Oriant 2, Gwened 0...

Deuet oa ar c’housk genin digwener paseet, war dro unneg eur da nozh, pa m’bloa klewet trouz e kreisker an Henbont, taolioù klaxon. Tud oa laouen bras peogwir a oa aet an trec’h get an Oriant, get ar Verlued ! Hag ar suporterion da ranniñ o levenez genomp ni, kouskerion an Hen Bont, evel ma vehe ret bout laouen hag intereset. Eurus awalc’h, n’en deus ket padet kalz an trouz. An Oriant a vo er rummad gentañ ar bloaz ‘man za : el “ligue unan”. Ha Gwened a chomay en trived rummad ! Ar pezh n’eo ket fall dija, met ar maout zo aet get An Oriant...
Get un dra all a oa aet ar maout get An Oriant iwez, pell zo bremañ : get konverzh ar re zu ! Komzet vez muioc’h mui bremañ ag ar sklaverezh ha penaos a veze bet kaset millionoù a dud ag Afrika da Amerika get an Europeaned.

Me, pa oan krennard, am boa desket an istor se, el lise, en Oriant, just awalc’h. Displeget veze get ar c’helenner penaos veze karget bagoù ha bagoù get traoù da drokiñ get tud ag an Afrika. Ur wezh arruet e aodoù Afrika e veze troket marc’hadourezh get tud du. Ar re se oa prizonidi tapet ha lakaet da sklaved get tud tu evelte. Ur bochad pobloù ag Afrika doa kemeret pezh er c’honverzh spontus se ivez. Hag war lerc’h, ar sklaverion veze kaset d’an Amerika. War dro ur c’hard anezhe a varve e pad ar veaj, hervez an istorourion. Ur wezh erruet en Amerika e vezent gwerzhet, hag ar bagoù a zeue en dro d’an Europa get kafe pe sukr, pe spisoù...

Guillo du Bodan, bet maer Gwened...
An dra se oa ur sort “mondialisation” d’ar c’houlz se dija. Hervez ar gazetenn Le Telegramme (3 a viz Mae, pajenn Gwened), 2000 den a oa bet deported dre urzh armatourion a Wened. En o mesk un den anvet Guillo du Bodan hag a oa bet maer en triwec’hvet kantved. Deuet oa da vout pitaod a gres d’ar c’honverzh sklavourion. Ha, d’ar c’houlz se, paiet veze evit bout maer; ar vaered ne vezent ket dilennet. Ur den deuet da vout maer a gres da argant ar slaverezh : nag ur skeudenn vat evit Gwened... Met ur straed oa bet anvet Guillo du Bodan daou ugent vloaz zo get an aotrou Marcellin. Hag e vo roet un añv all d’ar straed se get an aotrou Goulard ?

Evit An Oriant, m’eus ket kavet sifroù met sklaer eo an traoù : an trec’h zo geti rak konverzh ar sklaverion oa bet graet e pad kantvedoù get “Kompagnunez an India”, ur stall bras hag ofisiel. Ha, hervez Brigitte Nicolas, a zo e penn mirdi Kompagnunez an India, an Oriant oa bet e penn ar c’henverzh se e pad bleadeù... Ar pezh ne veze ket lâret d’al liseidi eveldin tregont vloaz zo. Ankoueit oa bet. Souezhus, n’eo ket ?

An dek a viz Mae...
An dek a viz Mae zo bremañ un devezh ofisiel evit lidañ fin ar sklaverezh. Mat tre ! Echu eo ar sklaverezh hervez al lezennoù etrebroadel. Met sklavourion zo c’hoazh : e broioù zo, tud ha bugale lvez akaet da labourat dre ret hep bout paiet. Merc’hed vez dimezet dre ret, ha c’hoazh.
E Paris zo bet savet ur fest vras e liorzhoù al Luxembourg, get an aotrou prezidant Chirak, hag an intron, da lidañ fin ar sklaverezh. Met ne oa ket ur gouel evit razh an dud, nemet evit ar re gouviet. C’hwi peus gwellet war ar skinwell, marteze, ar paotr Dieudonné, un den fentus, sanset; hennezh n’eus klasket monet e barzh met n’en deus ket gellet : ne oa ket bet pedet ar paour kaezh den. Evit lidañ fin ar sklaverezh ar Republik n’eus savet ur fest evit tud pedet nemetken... Dibabet oa bet tud du hag tud gwenn a feson hag er maez ar re all ! Setu ur simbol brav ! Ne vehe ket bet bravoc’h ha bourraploc’h sevel ur fest-noz bras e kreisker Paris, get sonerezh ag Afrika, ha kouviiñ razh an dud, du, gwen, melen, mesket, griz, glaz, mouk ha ru ? Hag o deus, pennoù bras hor Republik, aon rag ar bobl ?
Christian Le Meut

Da lenn, a ziout ar sklaverezh : “Racines”, skrivet get Alex Haley, troet ag ar saozneg e galleg.

Les commentaires sont fermés.