Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

10/05/2006

Deskadurezh : sonjoù kaer Bush, Jeb Bush...

Pa oan krennard, e oan nul get ar matematikoù. Ur spont oa evit ma c’helennerion. El lise, er c’hlas diwezhan, m’boa tapet daou a ziar ugent an drimiziad gentañ ha daou a ziar ugent an eil trimiziad... E fin ar bloaz, e oan erru shueh, moarvat. Ma notennoù oa kouezhet un tammig : unan a ziar ugent m’boa bet en arnodenn kentañ, hag unan c’hoazh en eil arnodenn. Evit ar trived trimiziad ma etread a oa, neuze, unan a ziar ugent. Met ma c’helennour matematik oa, ar bloaz se, ur den bourrapl, jentil bras (ar pezh ne oa ket bet gwir bep bloaz). Hag hennezh ne faote ket dezhan lesket ma etread trimiziek diwezhan da gouezhiñ. Ouzhpennet en doa, neuze, unan mui unan, hag a rae daou, hep rannin war lerc’h. Ha setu penaos ma notennoù oa chomet ingal a hed ar bloaz : daou/daou/daou. Mersi bras aotroù, ha daoust d’an notennoù matematik spontus se m'boa tapet ar bak memestra. Hep ar matematikoù, evel rezon...

Un doare nevez da baeiñ ar gelennerion...
Eurusamant, ne oa ket bet savet c’hoazh d’ar c’houlz se, un doare nevez da baeiñ ar gelenourion a zo savet hiriv an deiz e Floride. Ur gouarnour a zo e penn ar stad se : Jeb Bush : breur Georges ! Tud speredek, neuze get sonjoù a feson... Ha graet eo bet o sonj du hont : paiet vo ar gelennerion hervez disoc’hoù o skolidi, skolajidi, pe liseidi ! Roet vo testoù da razh ar vugale hag ar grennarded e fin ar blead, hag ar skolioù “gwellan” a resevay argant ouzhpenn da ranniñ etre ar gelennerion han an re all a labour a barzh. Met goproù ar gelennerion “gwellan” a vo kresket ivez, betek daou vill dollar mioc’h bep bloaz...

Droll eo, an doare se d’ober. Get un test hepken, e fin ar bloaz, n’heller ket goueit mard eo mat ur c’helennour pe pas; ma n’eus, hennezh pe honnezh, intereset ar vugale ha lakaat anezhe da vont pelloc’h ? Pe reiñ dezhe ar c’hoant da zeskiñ... Notennoù ar vugale ne zepantont ket nemet ag ar gelennerion, met iwez ag orin ar vugale hag o zud, ag o live sokial, ha c’hoazh ha c’hoazh...

N’int ket, ar skolioù, uzinioù !
Hervez ar gazetenn Courrier international, Jeb Bush a zo a du penn da benn get ar bolitikerezh se. Tud all a sav a enep hag a lâr n’int ket ar skolioù, uzinioù. E skolioù zo vakansoù zo bet troc’het dija evit labourat muioc’h, ha muioc’h a wask a zo lakaet war gein ar vugale a gaos d’an testoù a vo graet e fin ar bloaz.
Ha mechal penaos e vehen gwellet, me, get ma notennoù matematik nul : dre “ma faot” a c’helenour a c’hellehe koll 2.000 euro e fin ar bloaz ? Kement da vout lakaat bec’h a wask war ma c’hein, d’am sonj, met get peseurt pal ? Gwellaat ma live matematik, pe pinvidikaat ma c’helenour ?
N’ouion ket ma oa Jeb Bush ur skoliad mat. Ha Georges Bush junior, ar prezidant ? Ur maout oa, pe an azen ? Met un azen get tud pitaod, tud pinvidik, a c’hell monet pell, er Stadoù unanet hag er bed a bezh...
Christian Le Meut

Commentaires

traduction ? sagabarbarinus.blog spirit.

Écrit par : barbarina | 01/05/2006

Traduction ? Vous posez la question par principe ou par intérêt réel ? Dans ce dernier cas, je vous signale que la version française de ce texte est parue sous le titre "Deux divisé par deux égale deux". Mais je signale que la langue bretonne et la langue française étant deux langues avec leur vie propre, leur légitimité propre, il peut y avoir sur ce blog des textes uniquement en breton, accessible donc uniquement aux personnes lisant le breton; de même que les textes en français ne sont accessibles qu'aux personnes lisant le français, soit une très petite minorité de la population mondiale (1,75% environ).
Christian

Écrit par : Christian | 01/05/2006

Les commentaires sont fermés.