Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

22/04/2006

Echu eo Malachap Story : damned !

Marteze peus c’hwi gwellet ar pezh c’hoari Malachap Story kinniget get ar strollad C’hoarivari a Langedig. Ur western oa, e breton mar plij, troet ag ur pezh c’hoari skrivet e galleg daou ugent vloaz zo hag anvet “Du vent dans les branches de sassafras...”. Kinniget eo bet ugent gwezh er Morbihan : e Gwened, Pondi, An Alre, An Oriant, Lannarster, Baod, Ploue, Lizio, Langedig, met iwez e Naoned, Karaez ha Kemperle. Ar dro daouzek kant den o deus gwellet an arvest se. Eizh aktour oa war al leurenn, ha me en o mesk, e c’hoari ar sheriff Billy James, ur macho hag en em gave, ur sort.

Bourrapl bras eo c’hoari teatr e brezhoneg. N’eus ket kement se a arvestoù en hor yezh hag an teatr zo un doare da ginnig unan da razh an dud : ar re gozh hag ar re vunut. Hervez al lec’h, an dud ne c’hoare ket ag ar memes tra. Ar vugale a c’hoare kentoc’h get an traoù farsus da wellet, hag ar re gozh get an traoù farsus da glewet. Tud zo o oa bet souezhet e wellet Indianed ha ckwboyed kaozeal breton... Met an Indianed hag ar gowboyed ne gomzent ket galleg anezhe. Yezhoù indian pe saozneg, ne lâran ket...

Traoù dic'hortoz war al leurenn
Nec’hus oa araok c’hoari a gaos da razh an traoù se, met, ur wezh kroget ar pezh c’hoari, achu oa get an aon. Ret oa krog a barzh ha derc’hel betek fin an arvest. C’hoari un den all, un den n’oc’h ket barz ho buhez pemdeziek, zo bourrapl. Met traoù diaes ha dic’hortoz oa ivez ar al leurenn : diaesamentoù teknikel, da skouer. A wezhoù an dud a rae war dro an teknik (aktourion ne oant ket war al leurenn d’ar c’houlz se, pe mignonned all), a farie, ha ne yae ket, ne glote ket mat an trouzioù, ar sonerezh, get ar pezh a oa war al leurenn.

Ni hor boa ur fan klub : tud zo oa daet da wellet ar pezh c’hoari div pe ter gwezh ! E Karaez hon eus c’hoariet dirak tri c’hant den yaouank : skolajidi ha liseidi Diwan. Ur bochad tud, fiskal a oa. Met, e lec’hioù all, c’hoariet hon eus dirak un ugentad pe un tregontad a dud. Tud a galite, ne lâran ket, met dipitus oa un tamm e kenver hor labour hag hor amzet paset. E Baod, ne oa ket kalz a dud met gwellet m’boa, e fons ar sal, ter vaouez gozh e c’hoariñ e pad ar pezh c’hoari a bezh. Ha laouen oan memestra.

Morbihan : re bell a Vrest, Gemper, Roazhon...
Kazetennerion hon eus gwellet ivez met, e mesk ar gazetennerion a gomz brezhoneg, pas kement se, benn ar fin. Ur pennad e brezhoneg oa bet embannet barzh ar gazetenn Ya ! Abadennoù oa bet war Radio Bro Gwened ha TV Breizh, hag un tammig traoù war F3 ha France Bleue ivez, met ar re se n’int ket deuet da wellet ar pezh c’hoari evit gober ur reportaj. Ne dalve ket ar boan, marteze, kement a bezhioù c’hoari a zo e Breizh hag e brezhoneg, hiriv an deiz !
Ha nann... n’eus ket kalz ?

Met, gwir eo lâret, dre hor faot deomp ni oa : ni c’hoarie e gwenedeg hag er Morbihan, ouzhpenn. Re bell, marteze, a Roazhon, a Gemper pe a Vrest. N’eo ket ar vruderezh graet genomp-ni a vanke met, anzav a ran, ret eo kaout ur visa evit donet er Morbihan.
Ha nann, n’eus ket afer ?

Echu eo, neuze, get Malachap Story. Renket hon eus hor c’holtoù. Met ur strollad all a Langedig, Deomp ar Gwar, n'eus savet daou bezh c’hoari. Chans vat dezhe evit o aventurioù nevez.
Ha ni da ziskuizhan un tammig araok avanturioù nevez...
“I’m a poor lonesome cow boy...”.
Christian Le Meut

Les commentaires sont fermés.