14/04/2005
Evit an OFIP, pe an OPIF ?...
Sontet on bet n’eo ket pell zo, dre ar pellgomz, get an Ifop, ur stal brudet a ra sondadegoù. E korf pemp munut, pas muioc’h, un den n’eus goulennet ganin ur bern traoù a ziout ma sonjoù politikel, ma vicher, ma oad, ha c’hoazh.
Ur goulenn oa souezhus awalc’h a ziar benn ur benveg nevez : “Mard e anavezet un den en deus argant awalc’h da brenañ un urzhiater, pe ur pellgomzer hezoug (portable), ha n’eo ket bet prenet unan getan, petra sonjit ? Ter reskont a oa :
- C’hwi gav an den se pizh, tost d’e argant ?
- C’hwi gav an den se un tammig kozh e sonjoù, “debasset” ?
- Pe c’hwi gav en deus reson, an den-se...
Kavet m’eus diaez reskond ur sort. Pep hini e vutun, pep hini zo lib, dijapl, da brenañ un urzhiater pe ur pellgomzer “hezoug” hervez e c’hoant... Ha chench a rahe ar pezh a sonjan hervez an den... Ya, met ret a oa diñ dibab ur reskont e mesk an tri reskond kanniet diñ. Reskontet m’eus, neuze, met re fonnabl evit bout sur. Evit ar goulenn a ziar-benn ar pellgomzer hezoug, lâret m’eus en doa reson an den nompass prenan unan peogwir n’on ket sot get an dra-se. Dreist holl pa ‘wellan tud bleniañ e pellgomziñ... Met, benn ar fin, ma reskontoù ne dalvent ket kalz a dra. Mard en deus afer un den ag ur pellgomzer ha n’eo ket bet prennet unan getan, e sonjehen eman tost ag e argant anezhan, pizh ur sort... Met, ma n’en deus ket afer ag an urzhiater, perak prenañ unan ? Evit bout doc’h ar c’hiz ? Sot vehe... Nul oa ar sondaj se... N’ouion ket da betra a servijo, evel ur yoc’h sondadegoù graet hiriv an deizh.
Ha ya, un draig all a zo bet goulennet genin : mard eo anavezan ur lec’hienn internet evit prenan bleunioù, bokedoù ! Netra, n’anavezan ket lec’hienn internet ebet evit prenañ bokedoù ! Un azenn on un tammig, me ivez, get an traoù modern met, ma m’eus afer a bokedeù, mont a rin war droad d’ur stal bennag evit o frenan ma unan... Me c’hell, mod-se, sellout doc’h ar bokedeù, komz get an den a dalc’h ar stall, ha c’hoazh... Perak an diaoul prenañ bokedeu war internet ?
Met ur goulenn all m’eus, da echuiñ, evit ur sondaj : mard e anavezit-c’hwi un den a c’hell prenañ bokedeù, bleunioù, war internet, ha ne ra ket, petra soñjit ?
- Pizh eo, tost ag e argant ?
- Re gozh ha debasset eo ?
- Pe reson ‘neus ?
Deoc’h c’whi da reskont an taol-man, ha ne vo ket evit an IFOP met evit an OPIF ! Ar pezh ne chanjo ket kalz a dra !
Christian Le Meut
La version française est sur le site de Gérard Ponthieu :
http://gponthieu.blog.lemonde.fr/gponthieu/
09:50 Publié dans Buhez pemdeziek/Vie quotidienne | Lien permanent | Commentaires (0)
12/04/2005
Les oiseaux ne sont pas si cons
Des chercheurs et des scientifiques mettent de plus en plus en évidence l’intelligence des oiseaux. Les oiseaux ne seraient pas aussi bête qu’on le croit d’habitude... En français on parle de “tête de piaf”, de “cervelle d’oiseau” ou de “moineau”, voire de “drôle d’oiseau”... Les oiseaux sont vus comme de petits animaux, léger, et simple, voire simplet du point de vue de l’intelligence. Mais il existe 8.000 sortes d’oiseaux, et toutes ne se ressemblent pas.
Au Japon, une espèce de corneilles a repéré comment écraser les noix. Elle les dépose sur la route quand le feu est rouge et revient les chercher une fois écrasées par les voitures... En Nouvelle-Calédonie un corbeaux sait utiliser ses propres outils pour trouver de la nourriture, comme certains singes. En Amérique, un autre oiseau cache ses noix dans des centaines d’endroits différents qu’il sait retrouver par la suite.
Une histoire d’hirondelle est racontée dans le dernier numéro de la revue An Dasson* (n°57), trimestriel édité par l’association Sten Kidna d’Auray. Une famille habitant près du Blavet a recueilli, en juillet 2003, une hirondelle tombée du nid. Comment la nourrir ? Et avec quoi ? L’auteur du récit, François Marsaudon, raconte avec forces détail les précautions prises pour nourrir et protéger le poussin. Puis les différentes étapes pour le libérer cette hirondelle et la rendre autonome afin qu’elle ne continue pas à venir chercher sa nourriture auprès de lui.
Au bout d’un mois le poussin est devenu assez fort pour voler de ses propres ailes et assez intelligent pour se débrouiller... Ce qui est loin d’être facile car les hirondelles se nourrissent surtout d’insectes, or il y en a de moins en moins, même dans les campagnes. Les pesticides et autres insecticides font leur effet. Moins d’insectes, moins d’hirondelles, et ces dernières ne sont pas la seule espèce d’oiseaux en voie de diminution... Le dessinateur Chaval, qui eut son heure de gloire dans les années 50 en France, est resté célèbre pour cette citation : “Les oiseaux sont des cons”... C’est bien loin d’être vrai.
Christian Le Meut
* An Dasson, 14 rue du colonel Manceau, 56400 An Alre - Auray.
10:35 Publié dans Endro/environnement | Lien permanent | Commentaires (0)
An evned n’int ket ken sot anezhe
Skiantourioñ ha klaskourioñ zo, a lâr n’int ket an evned, ar pousined, ken sot evel ma vez kredet ganeomp. E galleg komzet 'vez ag ur “cervelle d’oiseau”, un “empenn evn” evit an den a zo penn-skanv un tammig, pe sod da vat... Un “drôle d’oiseau” 'vez lâret evit an den a ra traoù a-dreuz...
An evned, ar pousined e vez gwellet evel loened bihan, skanv ha simpl. Met 8.000 sort evned, pousined, zo er bed a-bezh ha n’int ket tout heñvel anezhe... E Kaledonia nevez ur vran a c’hell sevel e unan e benvigi evit tapout e boued... Er Japon, ur c’havan a lak kraon war an hent, pa 'vez ru ar gouleier hent, evit bout flastret ar c’hraon get an otoioù... Fin eo. Un evn all, en Amerika, a c’hell kuzhat kraon en ur bochad lec’hioù, kantadoù ha kantadoù, hag o c’havout en dro ar lerc’h. Ur gwir urzhiater eo, an evn-se !
Lennet m’eus traoù all a-ziar benn un evn, ur wignelenn, a zo bras e spered. Ur wignelenn bihan-se oa kouezhet doc’h he neizh e miz Gouere (Gourignan) 2003 hag ema bet kavet get ur familh a zo e chom e-tal ar Blanhoeh. Goann oa ar pousin bihan-se... Ha penaos reiñ boued ha dour d’ul labous ken bihan ? Ha peseurt boued ouzhpenn ? E-kerzh ur mizh ema bet maget ar wignelenn-se get an tiad. Hag al labous, an evn, zo daet da vout krenv awalc’h evit mont kuit hag en em vagiñ he unan... Ar pezh n’eo ket aes : nebeutoc’h nebeut a amprevaned zo hiriv an deiz a gaos d’al louzoù fall lakaet ar ar pradoù; a gaos ivez d’ar saotradur dre vras. Amprevaned e vez debret get ar gwennili ha nebeutoc’h nebeut a gwennili e weller en oabl...
Istor al lapous bihan-se zo bet kontet e galleg get François Marsaudon barzh niverenn 57 An Dasson*, ha lakaat eo brezhoneg get Régine Hado ha Daniel Carré. Ar gelaouenn trimiziek-se a vez embannet get Kerlenn Sten kidna An Alre. Chaval, un tresour brudet gwezhall e Bro C’hall en doa lâret : “Les oiseaux sont des cons”... Ar pezh n’eo ket sur tamm ebed.
Christian Le Meut
* An Dasson, 14 rue du colonel Manceau, 56400 An Alre.
09:15 Publié dans Endro/environnement | Lien permanent | Commentaires (0)