Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

14/04/2005

Evit an OFIP, pe an OPIF ?...

Sontet on bet n’eo ket pell zo, dre ar pellgomz, get an Ifop, ur stal brudet a ra sondadegoù. E korf pemp munut, pas muioc’h, un den n’eus goulennet ganin ur bern traoù a ziout ma sonjoù politikel, ma vicher, ma oad, ha c’hoazh.
Ur goulenn oa souezhus awalc’h a ziar benn ur benveg nevez : “Mard e anavezet un den en deus argant awalc’h da brenañ un urzhiater, pe ur pellgomzer hezoug (portable), ha n’eo ket bet prenet unan getan, petra sonjit ? Ter reskont a oa :
- C’hwi gav an den se pizh, tost d’e argant ?
- C’hwi gav an den se un tammig kozh e sonjoù, “debasset” ?
- Pe c’hwi gav en deus reson, an den-se...


Kavet m’eus diaez reskond ur sort. Pep hini e vutun, pep hini zo lib, dijapl, da brenañ un urzhiater pe ur pellgomzer “hezoug” hervez e c’hoant... Ha chench a rahe ar pezh a sonjan hervez an den... Ya, met ret a oa diñ dibab ur reskont e mesk an tri reskond kanniet diñ. Reskontet m’eus, neuze, met re fonnabl evit bout sur. Evit ar goulenn a ziar-benn ar pellgomzer hezoug, lâret m’eus en doa reson an den nompass prenan unan peogwir n’on ket sot get an dra-se. Dreist holl pa ‘wellan tud bleniañ e pellgomziñ...  Met, benn ar fin, ma reskontoù ne dalvent ket kalz a dra. Mard en deus afer un den ag ur pellgomzer ha n’eo ket bet prennet unan getan, e sonjehen eman tost ag e argant anezhan, pizh ur sort...  Met, ma n’en deus ket afer ag an urzhiater, perak prenañ unan ? Evit bout doc’h ar c’hiz ? Sot vehe... Nul oa ar sondaj se... N’ouion ket da betra a servijo, evel ur yoc’h sondadegoù graet hiriv an deizh.

Ha ya, un draig all a zo bet goulennet genin : mard eo anavezan ur lec’hienn internet evit prenan bleunioù, bokedoù ! Netra, n’anavezan ket lec’hienn internet ebet evit prenañ bokedoù ! Un azenn on un tammig, me ivez, get an traoù modern met, ma m’eus afer a bokedeù, mont a rin war droad d’ur stal bennag evit o frenan ma unan... Me c’hell, mod-se, sellout doc’h ar bokedeù, komz get an den a dalc’h ar stall, ha c’hoazh... Perak an diaoul prenañ bokedeu war internet ?
Met ur goulenn all m’eus, da echuiñ, evit ur sondaj : mard e anavezit-c’hwi un den a c’hell prenañ bokedeù, bleunioù, war internet, ha ne ra ket, petra soñjit ?
- Pizh eo, tost ag e argant ?
- Re gozh ha debasset eo ?
- Pe reson ‘neus ?

Deoc’h c’whi da reskont an taol-man, ha ne vo ket evit an IFOP met evit an OPIF ! Ar pezh ne chanjo ket kalz a dra !
Christian Le Meut

La version française est sur le site de Gérard Ponthieu :
http://gponthieu.blog.lemonde.fr/gponthieu/

Les commentaires sont fermés.