20/12/2005
Ar plastik n'eo ket berped fantastik !
Pa oan krouadur, war dro tregont vloaz zo, e veze goulennet genin mont da glask dour d’ar fetan. Ni oa e chom e ker an Hen Bont hag ur vammen oa tost d’hon ti, e Sant Karadeg, e lec’h ma oa mat an dour da evañ. Du hont e veze karget boutailhadoù get dour fresk hag e veze golc’het al lienaj, an dilhad, get merc’hed er poull, en aoglenn. Ha setu me, get boutailhoù staget a-dreñv ma velo, war ma “forte bagage” e vonet da Sant Karadeg. Mont ne oa ket ken diaes, diskenniñ a rae; met dont en dro oa un afer all rak an hent a grape abominal. N’hellen ket krapiñ ha ret oa din chom a sav ha kerzhit e tal ma velo, ar pezh a oa mezhus memestra evit ur paotr yaouank...
Echu eo bremañ. Lous eo, sanset, mammen Sant Karadeg ha n’eus ket mui den ebet a ya da glask dour fresk du hont. Un nebeut merc’hed kozh a ya c’hoazh da c’holc’hein o lienaj memestra.
Hag ar "gonsigne" ?
Pa oan krouadur ivez e veze miret geneomp ar boutailhoù gwer, boutailhoù gwin, sistr, bier, Pshitt ha c’hoazh evit bout kaset en dro d’ar “gonsigne”. Mod-se e veze implijet hag adimplijet ar boutailhoù. Lec’hioù konsigne a veze e pep lec’h, er stalioù bras evel er stalioù bihan... Met, buan awalc’h, dilezet oa bet an doare se d’ober war dro ugent vloaz zo evit lakaat e plas ar boutailhoù gwer, boutailhoù plastik, ha n’int ket konsignet anezhe met da lakaat er boubellenn ! Ha setu dour edan plastik, jug fruez ha sistr ivez ha, spontusoc’h c’hoazh, gwin edan plastik ! Gwin lakaet e “brik” hir karrez ! Ar lerc’h ar pesk karrez, ar gwin hir karrez ! Se zo traoù modern, me lâr deoc’h, naturel, n’on ket sur... Perak emañ bet dilezet ken buan ar “gonsigne” ? Ar stalioù konverz bras a veze ret dezhe gobriñ tud evit ober al labour se, ar pezh ne blijet ket dezhe moarvat. met e broioù all, evel Alamagn, Danemark, Suede, Holland, n’eo ket bet dilezet ar gonsigne betek bremañ.
450 vloaz araok ma vo brein un tamm plastik...
Muioc’h mui a blastik e vez lakaet er poubellennoù. Un nebeut ‘vez resiklet met pas razh. Nemet ugent dre gant ag ar blastik lakaet er boubellenn a vez resiklet hiriv an deiz. Ul lodenn ag ar peurest a vez losket, ar pezh a zo lous ha danjerus evit an natur hag evidomp ni. Ar plastik n’eo ket un dra naturel, ur bochad traoù chimik a zo e barzh. Ha ret eo gortoz 450 vloaz araok ma vo breiñ un tamm plastik en natur. 450 vloaz memestra...
Amañ e Breizh, an dour red a zo brudet evit bout saotret get pestisidoù, nitratoù ha c’hoazh. Hag evet vez dour en boutailhadoù plastik get ur bochad tud... Gwelloc’h eo an dour edan plastik, marteze met saotret vez an aer get ar plastik se hag ivez, get ar c’hirri samm a zeu ag an Alpoù, ar Pirenoù ha c’hoazh, da gas deomp ar boutailhadoù se ! Ha ne gomzan ket ag an gwall darvoudoù war an hent...
Dour edan plastik : 600 gwezh keroc'h !
Penaos en em dennan, neuze ? Konsignañ en dro ar boutailhoù da skouer. Goulenn get pennoù bras ar vro da reiñ deomp un dour red mat da evañ ar pezh a zo ret dezhe gober hervez al lezennoù... Gwir eo, an dour red a zo mat da evañ kazimant partout hervez ar sifroù ofisiel... Met chom a ra memestra e barzh roudoù traoù lous hag a c’hell bout danjerus evit hon yec’hed a hed an amzer. Ni hella evañ ur wezh an amzer an dour se, moarvat, met, d’am sonj, pas nemetan. Gwell eo tenniñ e zour a meur a vammen ! Bep bloaz e Frans e vez evet 130 litrad dour edan plastik get bep den ha dispignet vez 200 euro get ur familh pewar den. Ker ruz eo : an dour edan plastik a goust 600 gwezh muioc’h evit dour red !
Ur gevredigezh anvet “Agir pour l’environnement” d’eus savet kartennoù post da gas da bennoù bras Danone ha Nestlé evit lâr dezhe “Stop d’ar plastok”, “Stop le tout plastoc”. Kartennoù all a zo da gas d’ar vinistrez an ekologiezh, ha da vinistr ar budget rak e vez kaset bep bloaz getan an deklaration edan un tamm plastik : n’eo ket ur skouer vat memestra. Ma faota deoc’h gouiet muioc’h :
Agir pour l’environnement, 17 straed Pelleport Paris, 75020.
Ul lec’hienn internet zo : www.agirpourlenvironnement.org
“Stop d’ar plastok” neuze : gwir eo, ar plastik n’eo ket berped fantastik !
Christian Le Meut
19:25 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne, Endro/environnement | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Bretagne forever !
Les commentaires sont fermés.