Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

14/12/2005

Miss Frans hag an Telethon

N’eus ket pell zo m’eus bevet un noziad spontus, me lâr deoc’h. Spontus abominapl. Get tud all e oan, ha c’hwi ouia penaos e kerzh an traoù pa vezer barzh ur strollad. C’hwi zo techet d’ober traoù n’och ket akourset d’ober... Ur sadorn da nozh oa; ur barrad avel ha glav a oa er maez; evet m’boa un tammig re, banneoù gwin ruz mat, ha setu, erruet an traoù mod-se... Hep kompreiñ... N’eo ket un torfet m’eus graet met memestra... Bon, anzav a ran tudoù : setu ar pezh m’eus graet... Ur sadorn da nozh m’eus sellet doc’h an tele ! Un noziad a bezh dirak ur post skinwell, ya !  Hag ouzhpenn, n’eo ket Arte meus sellet an nozh se, nag un abadenn interesus evel ma z’eus a wec’hoù war ar skinwell memestran... Nann... Gwasoc’h gwasan... TF1, m’eus sellet, ya ! Hag unan ag an abadennoù spontusan war TF1: Miss Frans, konkour Miss Frans.
Nag ur wezh !
Ha setu, merc’hed yaouank hanter noazh e tibuniñ dirazomp, pe e reskontiñ traoù sot da c’houlennoù sot savet get tud sot ar jury... Miss Breizh oa a Naoned. Kaer oa ar plac’h met skarzhet oa bet d’an taol kentañ. Ur miz Breizh a Naoned : setu un dra vat. Met echu eo: ar bloaz a zeu, hervez ar pezh m’eus lennet, ur miss vo dilennet get ar rannvro “Broioù al Liger”... C’hwi ouia mat : Naoned n’eo ket mui e Breizh goude mare ar Marechal Petain hag an dra se n’eo ket bet chanchet ar lerc’h...

Tud diseven ur sort !
Yann Ber Faukul, m’en digarezit, Yann-Ber Foucault, oa e mesk ar merc’hed, e veskiñ an anvioù pe e varbotal get ar familh De Fontenay. Barzh a familh-se e kaver ar mab hag ar vamm. Ha pegen diseven, direspet, int an daou lapous se ! Ar mab, da skouer, n’eus diskouezet ur plac’h hag a oa bet miss Frans dek vloaz zo, nemet dek vloaz. Hag hennezh da lâret : sellet doc’hti pegen kaer emañ c’hoazh ! Ya, ur plac’h a dregont pe zaou ugent vloaz a c’hell bout kaer c’hoazh... Ouion ket penaos lâr “goujaterie” e brezhoneg, met an dra se oa.
Hag ar vamm ! An Intron De Fontenay. E fin an abadenn he deus lâret  un dra a ziout an Telethon a oa skignet war Frans daou ar memes noziad : “Ar viopated bihan a vour dezhe miss Frans”; “Les petits myopathes aiment miss France”. Ur frasenn evel se ne dalv ket netra... Met hag en a vourr Miss Frans ha TFunan, ar viopated ? N’eo ket sur rak n’eo ket bet prometet argant ebet get an intron se d’an Telethon ha, gwasoc’h, bep bloaz vez lakaet konkour Miss Frans d’ar memes koulz an Telethon... Ha setu millionnoù a dud e sellet doc’h an abadenn-se e lec’h sellet doc’h an Telethon. Se zo ur gongurens da vat.

Pomperion brokus...
Sellet m’eus ivez un tammig d’an Telethon justawalc’h. Gwellet m’eus ar bomperion ag a Frans a bezh reiñ ur sammad argant d’an Telethon hag, ar o lerc’h, ur den a Frans 2 zo daet da zispleg un doare nevez da serriñ argant. Reve al lezennoù chadennoù tele publik n’o deus ket droad da droc’hiñ an abadennoù get bruderezh, da gustum. Kaset vez argant d’ar mediaioù publik dre ar redevans, ha nebeutoc’h a vruderezh, a vez lakaet warne.. Met un dra nevez zo bet graet evit an Téléthon 2005. Ur pennad bruderezh zo bet lakaet memestra get aotre ar CSA, Kuzul uhel an audiovisuel. Gwerzhet eo bet dre “enchères” ar pennad pub-se ha roet an argant d’an Telethon.  Pub oa, da lâret eo mesajoù evit hor lakaet da breniñ traoù zo, met bon, mod-se a zo bet dastumet ur bern argant evit ar re glañv.
Souezhus eo met tud a DFunan n’o deus ket sonjet gober kement-se  !  Ur bochad pub a zo bet bannet war TF1 d’an noziad se, ha pub paiet ker ! Met an argant zo chomet barzh sakodoù TFunan,  Endemol, an embregerezh a gas kenstrivadeg Miss Frans, intron De Fontenay hag he mab diseven... Ha setu, graet an taol... Ankouet an Telethon, dezhe ar biftons !  A wec’hoù ez eus diforioù bras etre ar chadennoù publik hag ar chadennoù privez, memestra. Hag ar galon, al largantez, an noziad se, oa war Frans 2.

D’ar Stad eo da baeañ ar glaskourion
Me, n’on ket ur fan bras d’an Telethon. D’am sonj emañ ret d’ar Stad paeañ ar skiantourion hag ar glaskourion, get an tailhoù paeet get razh an dud. Dijaploc’h, libroc’h int, mod-se da glask. An Telethon zo un dra ouzhpenn a lak ur bern tud, e pep lec’h, d’ober un dra bennak evit ar re all, ar pezh a gavan talvoudus...

Ouion ket mard a vourr ar vugale tapet get ar miopati, Miss Frans, evel ar pezh lâret get intron de Fontenay an noziad se. Met tud TFunan, Endemol, hag an intron de Fontenay, hag en o deus foutr doc’h ar re glañv ? Bep bloaz e vez lakaet gete konkour Miss Frans er memes koulz an Telethon ! N’o deus ket nemet un dra d’ober evit diskouez deomp int tud a galon : lakaat ar c’honkour se un dibenn sizhun all  ha nompass gober konkurrens d’an Telethon.  Met, d’am sonj, ni gortozay pell !
Christian Le Meut

Les commentaires sont fermés.