Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

27/10/2005

Le Lay, Katrina, ar Gajuned hag ar Vretoned

E penn kentañ miz Gwengolo an aotrou Le Lay, pennrener TF1, n’doa lâret traoù kriz a ziout Bro Frans hag ar pezh graet geti a enep d’ar brezhoneg. “Génocide culturel” eme ar paotr Le Lay. Goude se, ur bern tud n’eus reskontet dezhan, barzh kazetennoù zo pe war internet. Me, m’eus lâret amañ e sonjen oa aet Patrick Le Lay un tammig re bell e komz ag ur “genocide”. Un “ethnocide” a zo bet graet e Breizh a enep d’ur yezh, met pas ur “genocide” a enep d’ur bobl, e klask lazhiñ razh an dud. Un difor bras eo, memestra. Traoù all zo bet lâret a ziar benn Le Lay : “communautarisme”, “broadelour”, “nationaliste”, ha c’hoazh. Tabut zo bet un tammig... Met piv zo deuet amañ, e Breizh, da wellet an traoù ? Labour ar gazetennerion zo da vonet da wellet “war an dachenn” ar pezh zo gwir hag ar pezh zo gaou... Netra. Gwellet m’eus netra; enklask ebet. Kazetenner ebet deuet da wellet amañ e Breizh mard oa faos pe pas ar pezh lâret get Patrick Le Lay. Petra eo labour ar gazetennerion ma n’eo ket da glask gouiet ar wirionez ? Un den brudet bras, ur penn bras a lâr traoù ken kriz ha den ebet a glask da ouiet pelloc’h ? Souezhus, n’eo ket ?...

Digarezioù a villiadoù
Tud zo a lâr n’heller ket selaou ar paotr Le Lay e komz ag ar sevenadur a gaos ma z’eus berped programmoù sot war TF1... Marteze.  Tud all a lâr emañ Le Lay ur “broadelour”, ha ne vehe ket dereat, jaojapl, selaou ur den get sonjoù evel-se ... Marteze. Ha ma ne vehe digarezioù ? Digarezioù evit nompass monet pelloc’h ? Digarezioù evit nompass digoriñ an daoulagad war tud dishenvel ? Evit nompass gwellout ar wirionez evel m’emañ ? Daou vloaz zo e oamp ugent mill war straedoù Roazhon evit goulenn get ar Stad ur statut ofisiel evit ar brezhoneg hag ar yezhoù rannvroel all. N’omp ket bet selaouet; reportaj ebet war an tele. Traoù pouesusoc’h, siriusoc’h, oa d’ar c’houlz se, evel ar brezel en Irak... Bremañ, ne faota ket da tud ag ar mediaioù, selaoù Le Lay, ne vehe ket un den sirius. Penaos gober, neuze, evit bout selaouet ? Evit lakaat stad Bro C’hall hag e lezennoù ken pounner da vourjal ?

New Orleans pe Nouvelles Orléans ? Un "ethnocide" e Louisiane
Ma faota d’ar gazetennerion a Baris komprein ar ger “ethnocide”, ne ket ret dezhe dont amañ. Bez zo lec’hioù all, pelloc’h, exotikoc’h, evit gwellout un "ethnocide"... En Nouvelle Orléans, da skouer. Beuzet eo bet ar-dro mill daou gant den du hont n’eus ket pell. Met beuzet eo bet ivez, aboae kant vloaz, ar galleg get ar saozneg...
Ker Nouvelles Orléans oa bet savet, krouet, get Fransizion, tri c’hant vloaz zo... Ha chom a ra daou gant mill den a gomz galleg e Louisiane, met kentoc’h war er maezioù hag e kerioù bihannoc’h ... Klewet peus c’hwi komz galleg e ker Nouvelles Orléans barz ar reportajoù gwellet ganeoc’h war an tele da vare ar gorventenn Katrina ? Me, m’eus klewet galleg ebet, nemet anvioù karterioù zo (“quartier français”)... E Lousiane e oa bet difenet dre lezennoù komz galleg ha deskiñ galleg er skol. Lakaet oa bet mezh war an dud a gomze galleg, yezh ar Blouked oa,  hervez an tud a oa e penn ar vro ! Saoznegerion anezhe...
Echu eo abaoe daou ugent vloaz bremañ get al lezennoù fall se. Skolioù zo bet savet evit deskiñ galleg dre “soubidigezh”, evel skolioù Diwan amañ. Met kazi razh an dud hiriv an deiz a gomz saozneg, pe spagnoleg, e ker “New Orleans”. N’eo ket doc’h ar c’hiz komz galleg. Echu eo get ar galleg du-hont evel amañ, tost echu eo ar brezhoneg e straedoù ker An Oriant pe Gwened... Setu, pal un ethnocide : lazhiñ ur yezh. Amañ, ar brezhoneg; e Louisiane, ar galleg.  N’eus difor ebet, benn ar fin.  Ar galleg hag ar brezhoneg zo c’hoarezed dirak an “ethnosidoù”...

Ar Gajuned (pennad skrivet e miz Genver 2004)
Ar sul kentan ag ar bloazh man m’eus klevet un abadenn a feson war France Inter a ziout ur yezh rannvroel ha n’eo ket ar yezh se ar yezh ofisiel en he bro. Komzet e vez abaoe kantvedoù met kollet  e vez tamm ha tamm. Lakaet eo bet an dispriz warni  get ar stad, er skolioù, ha c’hoazh. Plouked oa ar re a gomze ar parlant se.  Hiriv an deiz ar re yuvank o deus ankoueit yezh o zud kozh, ha gomz a reont ar yezh ofisiel hepken...  Tud kozh a lâre da France Inter a oa kounnaret anezhe e wellet stad o yezh a vihannig...
Sonjet m’eus oa a bouez an abadenn se evit diskouez d’ar selaouerien penaos eo an traoù evit ar yezhoù en arvar, ar yezhoù hep statut ofisiel, evel ar brezhoneg e Frans, laakomp... Met ne  oa ket un abadenn war ar brezhoneg, pe an okitaneg, pe an euskarreg, ha c’hoaz...  Komprenet peus marteze, oa an abadenn radio se a ziout ar galleg e Bro Lousiane, bro ar Gajuned ! Fall bras eo stad ar galleg du-hont. Bez ez eus tud yaouank a faota dezhe deskiñ Kajuneg, met desket e vez kentoc’h ar galleg ofisiel... Ha, geti, diaes eo d’en em gompreñ get ar re gozh a gomz c’hoazh kajuneg !
Pegoulz vo graet abadennoù war France Inter war ar yezhoù rannvroel en arvar e bro France ? N’ouion ket met, mard eo komprenan mat, interesusoc’h, eo evit ar radio publik se, ar pezh a zo e Bro Louisiane evit ar pezh  a zo e Breizh pe Okitania, pe Elzas... “
Christian Le Meut

Les commentaires sont fermés.