Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

26/09/2005

Lulu, 14 vloaz !

Lulu : te zo ganet pewarzek vloaz zo, an c’hwec’h arnugent a Viz Gwenholon 1991. Piarzeg vloaz, neuze. Me lâr “piar” peogwir e vez lâret mod-se koste Krac’h, parrez a orin da dad, ma breur, ha me. Piar ha pas pevar pe pouar evel ma vez lâret e lec’hioù all... Met bon, n’eus ket mui kalz a dud a gomz brezhoneg e Krac’h, get an doare bourrapl se da zistag. Razh ma zud kozh a gomze brezhoneg a vihan, ha galleg ivez met te, Lulu, gouzout a res un tammig saozneg, latineg ha spagnoleg met ne gomzes ket yezh da gourdadoù na yezh da donton karet, me. Un dra boutin, “normal” eo, sanset... Met muioc’h mui a vugale a zesk brezhoneg er skol, eurusamant.
Ganet out bet piarzeg vloaz zo neuze, ma Lulu. Abaoe ar bloaz se, ma mamm gozh ha ma zad kozh, brezhonegerioñ anezhe, zo aet kuit. Da dud kuñv. Ha traoù all 'deus chanjet. Tri ugent vloaz zo ar bouponned a zeue war an douar er ger, sikouret get ur medisinour pe un amiegez, pe get tud ar vro. Ma zud, da dud kozh, zo ganet e Krac’h. Ma mamm e kreiz ar vourc’h, ha ma zad e Kerchikan, ur geriadenn tost d’ar vourc’h... Kerchikan, nag un anv drol. Marteze, tud ar geriadenn se en em chikane alies... Hag e tennomp dezhe ?


Krac'h, An Alré, Gwened... hag al lerc'h ?
Goude an eil brezel bed ar mammoù oa bet kaset d’en ospital en Alre. Da dad zo ganet du hont ha te, Lulu ivez. Met echu eo, serret eo bet ar stal se ha, bremañ, emañ monet betek Gwened... Krac’h, An Alre, Gwened, hag ar lerc’h ? Roazhon, Naoned, Paris ?... Serret vez muioc’h mui a ospitalioù bihan evit nompass fondiñ re a argant get ar Stad... Ha paseet vez nebeutoc’h nebeut ag amzer get ar mammoù en ospitalioù. Hervez ar pezh m’eus lennet war ur gazetenn, ur raktres zo da lakaat ar mammoù da chom un devezh hepken en ospitalioù ! Ha donet en dro da gulvoudein er ger, evel ma veze graet gwezhall ? Perak pas, benn ar fin, mard eo aozet mat an traoù, get tud a vicher ec’h ober ar dro ar mammoù e toug ?

Me, ne oan ket en Alre pand out ganet. Pell e oan, e Yougoslavia e lec’h ma kroge ur brezel spontus. Bet oan du hont ec’h ober reportajoù a ziar benn tud a laboure evit ar peoc’h hag evit an demokratelezh du-hont, koste Kroatia ha Slovenia. Ar pezh oa diaes memestra. Enebour ar peoc’h eo ar brezel, met ivez enebour an demokratelezh hag ar frankiz. Bremañ, Slovenia zo deuet barzh an Unanviezh Europa, met peseurt dazont evit ar broioù all, evel Serbia, Kosovo, Bosnia, Makedonia ? Ur bochad soudarded ag Europa zo bet kaset enno da sioulat an traoù, ha chom a rint pell, d’am sonj. Ar C’Hosovo zo c’hoazh ur rannvro a Serbia, met an Albaned, al lodenn vrasan ag ar bobl, a faota dezhe sevel ur vro distag, digabestr... N’eo ket sklaer an dazont er Balkan. Nag evidomp ni. Ar Fransision o deus lâret nann d’ar referundum evit ar “gonstitution Europa”. Hag ar lerc’h ? Peseurt raktress a zo, get ar re deus votet “nann”? N’eo ket sklaer ivez...


Gamoù boy milliget...
Piarzeg vloaz zo, ma Lulu, n’am boa ket bizkoazh gwellet ur “game boy”. Ar vugale a c’hoari alies get ar voestoù bihan-se bremañ. M’eus ket komprenet c’hoazh penaos a rit c’hwi evit gwellout ar pezh a zo war ar skrammoù bihan se... A wezhoù, Lulu , te zo staget doc’h ar game boy milliget se ha n’eus ket tu da gomz genit, evel ma vehes hipnotised, saouzanet. Ne blij ket din an dra se, me lar dit, ha n’eo ket seven nompass selaou an dud a gomz dit, ma Lulu... N’out ket da unan evel se. Ur bochad bugale ‘vez hipnotised ivez eldout, met n’eo ket un digarez.
Ar miam tra eo get an tele, ar skinwell. Me, m’eus paseet re amzer dirak an tele pa oan yaouankoc’h; ha gouzout a ran penaos e vez kollet re amzer geti. Traou brav hag interesus a zo war ar skinwell, ne lâran ket. Met ivez ur bern konerioù a bep sort evel “Enezenn an temptassion”, “Fear faktor”, “An dachenn”, ha c’hoazh. Bamet oas dirak Dolmen, filmoù brein skignet war TFunan an hañv paseet. Menhir ha dolmen gwir zo er vro-mañ ha m’eus kanniet dit monet d’o gwellet e Lokmariaker. Met non, kavet peus bourraploc’h chom vreiñan war da welle, e c’hoari get da game boy...

Nemet daou ugent vloaz on met komprenet m’eus un dra bennak, memestra. Ar gammoù boy, ar postoù tele, an urzhiaterioù, ar skrammoù, n’int ket nemet tammoù plastik get un tammig elektronik e barzh. N’int ket met benvegi. N’o deus ket kalon, na karantez, na fent, na skiant prenet, na santimantoù, nag empenn... Ni zo tud. Te ha me, da dud, da dud kozh, da c’hoar vihan, da vignonned, da gelennerion... N’eus skramm ebet, nag urzhiataer ebet a c’hellehe kemer hor flas. Ha n’eus skramm ebet a c’hellehe diskouez dit ar vuhez, an dud hag an natur, gwelloc’h evit da daoulagad ha da galon.


An hañv paseet, c’hoariet m’eus football get ur vamm gozh, piar ugent vloaz anezhi. Ya, piar ugent vloaz. Ur vamm gozh a zo e chom e Bro Gerne, tost da Gemperle. Hoonezh zo chomet barzh ar but, ar palioù, hep redek kalz met bon, begon oa geti memestra ! Spi m’eus e c’helliñ-me c’hoari football genit Lulu, pa m’bo piar ugent vloaz ivez. Ha spi m’eus e c’hellay te ivez c’hoari football, pa po piar ugent vloaz !
Ale, deiz a bloaz laouen mat, ma Lulu ha pokoù bras.
Piarzeg vloaz : bizkoazh kement all !

Christian Le Meut

Skeudenn : Lulu, war-dro pewar miz goude bout ganet, e tebrin ur hwerizionen. Nag ur goantenn dija !

Commentaires

N'em eus sket skiant-prenet diwar ar "game boys". Re gozh ma mibien ha re yaouank c'hoazh ma mab-bihan !
Met soñj 'm eus eus un dra diwar-benn an TV a lavare Marshall Mc Luhan, kelenner media er skol-veur anezhañ.
Lavaret a rae ne oa ket an TV ur media gouzañvus evel ma kave d'ar peurvuiañ eus an dud. Degaset e oa ar sellerien da gemer perzh er pezh a dremene e-barh.
Marteze eo memes mod gant ar game boy hag ez eus c'hoarioù a dalv ar boan evel gant an TV.

deiz-ha bloaz mat da Lulu hag ... oc'h efediñ war-gil :-)

Écrit par : yann | 28/09/2005

Yann : ar skinwell hag ar game boy n'int ket nemet binvigi, ha binvigi a c'hell bout bourrapl ha kentelius oc'hpenn, met ret eo nompass lesket ar vugale da chom re bell diraze ha kinnig traoù all dezhe (levrioù, pe traoù d'ober get o zud, pe sport, pe...).
Joa deoc'h
Christian

Écrit par : Christian | 29/09/2005

Les commentaires sont fermés.