16/09/2005
Kentelioù brezhoneg war TF1 a-benn nebeut ?
An aotrou Le Lay zo bet aterset get ar gelaouenn nevez anvet “Bretons”, niverenn miz Gwenholon mañ... “N’on ket Gall eme Patrick Le Lay, me zo Breton. Un estranjour on me pa z’on e Frans”... Ha pennrenour TF1 da lâret ivez traoù kriz a ziout Frans hag ar brezhoneg. Hervez Patrick Le Lay ur “génocide culturel” zo bet graet get Frans a enep hor yezh... “Sevenadur Breizh n’en deus ket droad da vout”, a lâr ivez Patrick Le Lay. Kazetennoù zo, evel Libération pe Le Monde, deus embannet un lodenn ag ar pezh lâret get Le Lay, met hep monet pelloc’h...
Neuze Patrick Le Lay en em senta Breizhad ha pas Gall, e zoare da welled an traoù. Droad en deus da lâret an dra-se ma faota dezhan... Me, en em sentan Breizhad ha Gall, hag European, ha mab den, hag ur bern traoù all. Gwir eo lâret : Stad Gall n’eus klasket lazhiñ ar brezhoneg hag ar yezhoù rannvroel all, dre ur bochad lezennoù. Met ur Stad zo un dra; ur bobl, ur sevenadur, un istor, ur yezh zo traoù all. Evidon me, bout Gall ne dalv ket bout a du get razh ar pezh graet abaoe kantvedoù get ar Stad gall hag get ar Frañsision met bout mab un istor mesket, keijet, etre Frans, Breizh, Europa, ha c’hoazh...
“Génocide pe ethnocide ?”
An aotrou Le Lay a gomz ag ur “genocide culturel”. Ne gavan ket just ar ger se “génocide” evit diskouez ar pezh a vez graet e Breizh hiziv an deiz c’hoazh. Ur genocide zo un dra all, pa a glask ur gouarnamant (pe ur gallout bennak) lazhiñ ur bobl, pe ul lodenn ag ar bobl evel ar Juifed en Alamagn, an Tutsi e Rwanda (met ivez an Hutu ne oant ket a-du get ar gouarnamant) hag an Armenied e Turkia... Krizoc’h eo, memestra. Ni, Bretoned, omp chomet bev evit stourm, resistiñ, en em sevel ma faota deomp-ni, deskiñ ha komz brezhoneg daoust d’al lezennoù gall. Klasket eo bet get ar Stad lazhiñ ar yezhoù rannvroel, sur eo, met ur ger e galleg evit an dra se : “ethnocide”. Da lâret eo klask lazhiñ ur sevenadur hep lazhiñ an dud.
Traoù gwir zo bet laret neoazh get Patrick Le Lay d’ar gelaouenn Bretons. Met re bell a ya getan, d’am sonj. Ha n’on ket sur e vimp komprenet gwelloc’h e Paris goude bout lâret an traoù mod-se getan..
Dipited eo bet renour TF1 get TV Breizh. Gwir eo lâret n’eo ket bet sikouret kalz TV Breizh get ar CSA, conseil supérieur de l’audiovisuel a gaos ma oa ur chadenn skinwell a Vreizh, ur chadenn “kommunotarist”... TV Breizh oa, e penn kentañ, un tele a galite get traoù e brezhoneg ivez. Nebeutoc’h a galite ha nebeutoc’h a vrezhoneg a zo bremañ, met sellet vez ar chadenn se get muioc’h a dud e Frañs a bezh...
Abaoe c’hwec’h vloaz savadurioù, embregerezhioù ha studioioù zo bet savet, tud zo bet gobret, argant zo bet dispignet get Le Lay hag e vignonned evit sevel amañ, e Breizh, abadennoù skinwell... Hag o deus gounezet argant, ar re se ? N’eo ket sur. Met, a-gres dezhe, doublet vez filmoù, tresadennoù bev, rummadoù filmoù ar pezh a gont evit ar re yaouank a zesk brezhoneg hiziv an deiz.
Sikouriñ Kaka Kola ?
Met diaes eo kompreñ an aotrou Le Lay memestra. Hennezh zo e penn ar chadenn TFunan... Ar chadenn skinwell spontusan e Frans (get M6). Daou vloaz zo, Patrick Le Lay n’doa lâret a oa micher TFunan, lakaat pennoù an dud da vout dijapl evit ar pub, ar vruderezh ! Sikour Kaka Kola da werzhiñ he evajoù, nag ur pal sevenadurel ! D’am sonj-me, TF1 a lak an dud da vout sotoc’h. Amouediñ ar bobl a zo he fall, evit gwerzhiñ konerioù..
Moian zo kinnig traoù a galité d’an dud, skignañ filmoù hag abadennoù bourrus ha kentelius. Met petra vez graet get TFunan : filmoù breiñ evel Dolmen ! Daouzeg million euro fondet evit an Dolmen milliget-se ! Hag e vez graet reportajoù ha filmoù geti evit diskouez buhez pemdeziek an tud ? Ya, get Yann-Ber Pernot da greisteiz: traoù kozh, traoù folklorel a blij dezhan, sur awalc’h... Ur vro liessevenadurel eo Bro Frans abaoe pell met penaos ‘vez diskouezet an dra-se war TFunan ? Folkloroù ne lâran ket. Hag ar re zu, ar re ginnidig ag ar Vaghreb, penaos e vez diskouezet ar re se war TF1 ?
Labour zo ganeomp amañ, e Breizh, aotrou Le Lay, evit lakaat ar brezhoneg da vonet araok. Met labour zo ganeoc’h ivez. Perak nompass kinnig kentelioù euskarreg, okitaneg, elzasianeg, war TF1 ? Diskouez d’ar Fransision emañ bew hor yezhoù, ar pezh n’eo ket anavet get kalz dud e Frans... Ma faota deoc’h gopriñ ur c’helenour brezoneg unan a feson zo war Radio Bro Gwened, Albert. Sonjit ta, ne vehe ket fall, ur gentel brezhoneg etre Stareak Akademi ha Kaoc’h Lanta !
Christian Le Meut
10:50 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne, Mediaioù/média/skinwel/Télévision, Politikerezh/Politique | Lien permanent | Commentaires (3) | Tags : Bretagne forever !
Commentaires
N'on ket Gall, Breizhad on-me. Trugarez vras deoc'h evit ho komzoù leun a galon, Aotroù Le Lay! Breizh dieub!
"Juifed" n'eo ger brezhoneg ebet. Ar ger reizh zo Yuzevien (pe Yuzevion). Dougenit bri da hon yezh, mar plij!
Nann da Ripoublik Bro-C'hall! Ya da Vreizh!
Écrit par : dontfeellikegivingyoumyname | 23/01/2010
Salud deoc'h
Ho sonj deoc'h-c'hwi, n'int ket ma hani.
Mersi deoc'h ivez, doujin ar brezhoneg evel ma ran-me bemdez, ha doujin ma frankiz da implij ar gerioù a faota din implij.
joa deoc'h
Christian
Écrit par : Christian | 23/01/2010
plus c'est gros plus ça passe comme le dit le dicton bien connu dans ce monde surmédiatisé
ne pas oublier non plus que ce même PLL déclarait vouloir vendre du temps de cerveau humain disponible et avouait sans vergogne la chose suivante :
"Il y a beaucoup de façons de parler de la télévision. Mais dans une perspective business, soyons réaliste : à la base, le métier de TF1, c'est d'aider Coca-Cola, par exemple, à vendre son produit".
et puis : "apprendre le breton ? je n'ai pas le temps et de toutes façons c'est un truc d'intellos"
Pour faire usage d'un syllogisme : Le Lay est breton et pas français, il ne parle pas breton, je parle breton, je suis français
plus c'est gros plus ça passe !
on peut le rendre ainsi en breton :
kozh moc'hach pounner mat a zo mat da gaout...
Écrit par : Pipi | 23/01/2010
Les commentaires sont fermés.