28/08/2005
Emile Masson (1869-1923) : "kelenner frankiz"
Piv oa Emile Masson ? Kelener saozneg, skrivagnour, barzh, prederour, peoc’helour, ekologour, brezhoneger, “feministour”, libertaer... Razh an traoù se, hervez a pezh e c’heller lenn hiziv an deiz a ziar e benn.
Ha gwir eo, pinvidik bras oa bet buhez Emile Masson met re verr. Masson zo ganet e Brest e 1869 ha marv eo e Pondi e 1923. Dimezet get ur vaouez a Gembre, Elsie, Masson oa tad daou mab. Unan, Michel zo daet da voud maer Pondi e bleadeu dek ha tri ugent. Emile Masson oa e chom e Roazhon 1899 pa oa bet barnet du hont ar c’hapitaine Dreyfus. Masson oa un “dreyfusard” get tud evel Péguy ha Zola. Dreyfus oa bet tamallet bout trahiset Bro Frans get pennoù bras en arme rak yudev oa anezhan, e lec’h un ofisour all, Esterhazy... D’ar prantad se tud a bep sort, kristenion, laikourion, libertaerion, sosialistourion o doa en em savet evit difenn Dreyfus hag ar wirionez, a enep un arme re grenv, hag a enep hag a enep ar rasism.
Gwenedeg desket get al liseidi
Masson oa bet studiour ha kelenner e Bro C’hall (Paris, Loudun, Saumur...) araok bout anvet Pondi, e 1904. Eno, Masson n'doa gwellet an difor etre liseidi a Bondi, gallegerion ha bourhision, hag ar re all, liseidi ag er maezioù, brezhonegerion ha peisanted. Poan o doa da zeskiñ mat kar razh an traoù veze kelennet e galleg hepken, dre “soubidigezh”... Masson n’desket brezhoneg gete e reiñ kentelioù saozneg dezhe; ha kroget en doa da gomz gwenedeg get tud ag ar vro.
Masson n’doa skrivet ur bochad levrioù, romantoù dreist holl. He levr kentañ oa bet embannet kant vloaz zo, e 1905, a ziout buhez ur c’helennour : “Yves Madec professeur de collège”. Sinet oa bet al levr get un anv all, Brenn, rak Masson a skrive e vuhez kelennour, ar pezh oa difennet d’ober. D’ar c’houlz se, ar re a laboure edan ar Stad n’o doa ket droad d’en em lakaat en ur sindikad. Trec’het oa bet Bro Frans get an Alamagn ha tapet an Alzas hag al Lorraine geti... Ret a oa lakaat ar vugale da vout soudarded en o fenn : hag al labour-se veze graet get ar mistri skol hag ar gelennerion. Masson ne oa ket a-du tamm ebet. Faote dezhan bout tost d'ar vugale ha kas anezhe da zizoloeiñ an natur, ar peoc’h, ar sevenadur, ar yezhoù, ar frankiz... Pell awalc’h da spered an arme !
Brug evit ar brezhonegourioñ
Evit lakaat ar mennozhioù nevez-se da vout brudet barzh ar bobl, al labourizion douar, ar vicherourion, Masson n’doa savet ur gelaouenn e brezhoneg, Brug, e 1913, get ur strollad mignoned dezhan (al livour Lemordant da skouer). Masson oa kentoc’h animatour ar gelaouenn. 2.200 skouer ‘veze embannet e 1914, ar pezh a oa kalz memestra. Masson a faote dezhan stourm a enep ar “mennozhioù kozh”, hervezan, embannet get tud evel Loeiz Herrieu hag e gazetenn gristenn Dihunamb.
Siwazh, arrestet en doa Brug get ar brezel bed kentañ. Masson ne oa ket a-du get ar brezel se. Kendelc’het en doa da lâr e sonjoù habask e pad ar brezel pa oa mignoned dezhan evel Péguy ha Gustave Hervé deuet de vout brezelourion (evit an “Union sacrée”). Péguy zo marv war an talbenn. Masson oa, dre lizher, mignon Romain Rolland, ar skrivagner brudetan en Europa a oa a enep ar brezel. Hervez Masson, dibosupl oa sevel ur bed nevez, gwelloc’h, justoc’h, habaskoc’h, dre an daerded, dre ar feulster. Tost oa e sonjoù da sonjoù Tolstoï ha Ruskin... A gaos d’ar mennozhioù se, ne oa ket Masson troet sot get an dispac’h bolchevik e Russia, e 1917. Masson a welle sklaer, ar pezh ne oa ket gwir evit ur bochad mignonned dezhan.
Klanv bras oa bet Masson e pad e vuhez met labouret en doa kalz memestra. Marv e Paris e 1923. Hag ankoueit eo bet ar lerc’h get ar Vretoned, ar pezh ne oa ket just. Eurusamant, levrioù a zo bet embannet abaoe ugent vloazh evit derch’el sonj a vMasson... Ha monet araok war an hentoù digoret getan ?
Christian Le Meut
Levrioù da lenn :
- Un dra bennag a zo da jeñch er bed, Emile Masson ha Brug, 1913-1914, Fañch Broudig, Ed. Brud nevez, 2003.
- Emile Masson, professeur de liberté, J-D. et M. Giraud, Ed. Canope, 1991. Ul levr aes tre da lenn evit a re a faota anavezout buhez Masson.
- Emile Masson, prophète et rebelle, Presse universitaire de Rennes, 2005, levr skrivet goude kolok Emile Masson dalc’het e Pondi e 2003; kaset da benn get J-D. ha M. Girault.
Levrioù Masson a zelihe bout embannet en dro a benn nebeut get Presses universitaires de Rennes.
20:10 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne, Didaerded/Non-violence, Istor/Histoire, Levrioù/Livres/BT/BD, Politikerezh/Politique | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Bretagne forever !
Les commentaires sont fermés.