Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

06/08/2005

Ar golvaned en arvar ?

Petra nevez get ar golvaned, ar filiped ? C’whi a sonjo, marteze, emañ ar goulenn se souezhus awac’h... Met, hervez skiantourion zo e Breizh veur, Belgia, Spagn, ha c’hoazh, emañ an arvar al laboused se. Aet eo niver ar golvaned war izelaat abaoe war dro ugent vloazh, betek 95 % er c’herioù bras ! Ha betag 70 % war er maezioù !
Al louzoù kimiek (herbisidoù, pestisidoù, ha c’hoazh) lakaet war an tachennoù get al labourizion douar vehe kaos ag an dra se. Met pas hepken, peogwir ne zisplega ket an dra se perak a ya da vervel ar golvaned er c’heriou bras. Traou all zo tammallet get skiantourion : an esañs diblom, da skouer. Benzen hag eter a vez lakaet e barzh an esañs se evit kemer plas ar plom, met ne vehe ket mat evit ar golvaned. Ne vourront ket tamm ebet an eter !... N’eus nemet 5 % ag eter e barzh an esañs en Europa, pa vez lakaet 15 % dre gant er Stadou unanet. Hervez lezennoù an Europa an eter a zo danjerus awalc’h evit yec’hed an dud... Hag evit ar golvaned ivez.

Danjerus evit al loened, danjerus evit an tud ?
Met un displegadur all ‘zo. Hervez ur skiantour a Spagn, e telehe bout bout tamallet ivez ar pellgomzerion hezoug (“portable”) hag ar skignoù, ar “radiation” graet gete e peb lec’h met kentoc’h er c’herioù bras e lec’h ma ya da vervel ar golvaned. Er c’herioù bihanoc’h, e lec’h ma n’eus ket kement se a skignoù, niver ar golvaned a chom ingal.
Ar sort “saotradur elektromagnetek” graet a zo, war a seblant, danjerus evit ar golvaned met ivez evit loened all evel ar razhed...
Mard eo danjerus evit loened zo, danjerus eo ar saotradur elektromagnetek evit an dud ivez ?

Christian Le Meut

Les commentaires sont fermés.