Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

14/11/2005

Breizh d'ar Vretoned ?

Bep hañv 'vez lakaet e Breizh war pontoù hentoù bras skritelloù a lâr : “La Bretagne aux Bretons”, skrivet e galleg. Ur skritell all a ziskouezh ur moske : “Mod-se eman Bro C’hall...” Ya, moskeoù a zo e Bro-C’hall, ha neuze ? Musulmaned ‘zo e Breizh, perak nompas sevel moskeioù evite ? Unan zo e Roazhon. Un dra a bouez eo bout anavet an islam evel ur relijion par d'ar relijionoù all e Frans, dre ar "Conseil du culte musulman" savet bloavezhioù. Mod-se lec’hioù dign vo savet evit pediñ o doué e respetiñ al laikerezh, evel rezon. Met aliez c'hoazh 'vez pedet get ar Musulmaned e lec'hioù n'int ket dign.
Mard n’int ket sikouret genomp, sikouret e vint (ha sikouret int dija abaoe pell) get tud a vroioù all evel Arabia Saoudite, Turki, Maroko, da skouer, tud a zo, aliez, re strizh o feson da vout musulman. Paiet vez ar moskeioù gete, ha kaset gete ivez imamed n'anavezont ket anezhe lezennoù ha kustumoù a Frans. Gwasoc'h c'hoazh ul lodenn vras ag an imamed 'vez stummet evit stourm a enep hor c’hustumoù ha lezennoù. Gwelloc'h vehe stumman imamed aman, e Bro C'hall, evel ma vez stummet ar veleion...
Hiriv an deiz ur bochad tud yaouank kenidig ag ar broioù musulman ne gavont ket labour pe tier. Ur gwir gouennelouriezh (“racisme”) spontus zo. Emen 'vez degemeret mat ar re yaouank se...? Er moskeioù, evel rezon, ha levezonet int get imamed strizh o doare da vout musulman. Met meur a feson zo da vout musulman. Ar musulmaned e Bro C’hall a faota dezhe pediñ o doue, monet d’an overenn ha lidañ o festoù sioul ha trankil evel ar Gatoliked, ar Brotestanted, ar Juvezion, ar Voudisted, ha c’hoazh. Ar relijion zo un dra privez en ur vro laik. Met, seul muioc'h vo anavet an islam evel ur relijion par d'ar re all, seul bihanoc'h vo levezonet ar Musulmaned get an integristed.
Setu, ar pezh a sonjan e lenn ar gwall skritelloù lakaet war pontoù hentoù bras. “La Bretagne aux Bretons”. Strolladoù all a lâr : “La France aux Français”. Kavet m’eus ur slogan nevez : “La France aux Français ; la Bretagne aux Bretons et la Champagne aux Champignons”. Klotiñ a ra... Pep hini en e di hag ar re all er maez ! Met bon, marteze ne vehe un dra ken mat : sonjit ta, razh ar potironed, razh an tokoù touseg, razh ar c’habelloù touseg skarzhet e Bro Champagne ! Ne chomehe netra aman da lakaat war hor c’hrampouezh deomp-ni ! Nag ur spont...
Christian Le Meut

Les commentaires sont fermés.