Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

05/07/2005

Hag emañ karre al louar ?

Ha karre emañ al louar ? Setu ur goulenn iskiz awalc’h. Ront eo a louar : tout an dud a ouia an dra se... N’eus nemet da sellet doc’h an oabl, da nozh, evit goueit an dra se. Setu, ur goulenn all : ha Liger Atlantel ha Naoned n'emaint ket e Breizh ?
Petra kaver e Naoned ? Kastel an duked a Vreizh, hag an iliz braz, an iliz-vamm savet er XVe kantved get an duk a Vreizh... Koste Gwerrann ur bern a anvioù a grog get “Ker”...
Ma n’emañ ket Liger Atlantel e Breizh, emen emañ hi ? E Lorraine, en Alzas, e Korsika, en Anjou ?... E rannvro “Pays de la Loire” : met petra eo ar rannvro se, ur rannvro nevez savet get ar melestradurezh, pas get an istoer, pas get ar pobl...
Ma vehe e Frans ul lezenn evit lâret emañ kare al louar, tud zo a wellehe kare al louar.
Met gwir eo, hervez al lezenn n’emañ ket Liger Atlantel e Breizh.
Ha Frans 3 n’eus paouezet skignan abadennoù e brezhoneg bep sul mintiñ e Liger Atlantel, abaoe 2003. Perak ta ? Gwellet veze an abadennoù se get re nebeut a dud ? N’eo ket ar pezh a oa bet displeget get pennoù bras Frans 3. Hervez ar re se, diaesamentoù oa kar razh an dud ne gompren ket brezhoneg. Evel reson, met kazimant tout an tud a ouia lenn galleg, hag abadennoù brezhoneg Frans 3 'vez istitlet e galleg d’ar sul mitiñ ! Difenet e breman sellet doc'h abadennoù e brezhoneg e Liger Atlantel ! Mod se e vez lazhet ar yezhoù...
Met ne vez ket chanchet an istor. Kastel an duked a Vreizh a chom e kreisker Naoned, ar pezh n’hella ket bout chanchet get pennoù bras Frans 3.
Christian Le Meut

Les commentaires sont fermés.