Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

28/06/2005

Otoioù, aioù, aioù !

Hervez an OMS, (Strollad bed ar yec’hed), ur million ha daou gant mill den (1.200.000) a varv bep bloaz war an hentoù er bed a bezh, memestra. Al lodenn vrasan, 90%, a varv er broioù paour ha 10 % hepken er broioù pinvidik. Gwir eo lâret : muioc’h a draoù e vez graet evit ar surentez war an hentoù er broioù pinvidik. An dra mallusan, evit al lodenn vrasan ag an dud a zo e chom er broioù paour, zo da gavout boued bemdez e lec’h sonjal er surentez war an hentoù... Fall bras eo stad an hentoù er broioù-se, pa z’eus hentoù. Pistoù, minojennoù, ne laran ket.
An dud flastret, gwasket, n’int ket ‘barzh an otoioù met er maez : baleourion, bugale... Evel ar pezh e wellomp bep bloaz kazimant e-pad ar “Paris Dakar”, redadeg otoioù brudet met sot awalc’h. Kirri tann, motoioù, kirri-samm e dremen kerioù ha maezioù ar fonnaplan posupl hep sellet doc’h ar pezh e vez diskarret ha flastret gete. Ar re binvidik ne sella ket doc’h ar re baour. Gwech’all ar re bitaod a dremene war karreosioù; hiriv an deiz war kirri tann ha kirri samm goloet a vruderezh.
Christian Le Meut

Les commentaires sont fermés.