Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

17/06/2005

Un devezh hep mediaioù

Tud zo, zo kounnaret bras a-gaos d’ar mediaoù, d’ar chadennoù skinwell (télé), d’ar skingomzioù (radio) ha da gazetennoù-zo rak kazimant razh ar re-se, e Bro C’hall, oa evit ar “ya” araok ar referendum. TFunan, Frans daou, Frans Tri, Frans Inter, Frans Kultur, Europa unan, ha c’hoazh... Razh ar re-se oa evit ar “Ya”, sklaer oa evel lagad un naer... Ha tud, breman, d’en em sevel ha da vanifestiñ : un “devezh hep mediaioù”, “grève des médias” zo bet galvet gete, dec’h, yaou 16 a viz Mezheven. Moian zo da welled war ul lec’hienn internet ar pezh a zo bet graet gete, ar skritelloù, al lizhiri-klemm skrivet gete da gas d’ar mediaioù :
nomedia16.free.fr
Me, m’eus votet Ya. Met me c’hella kompreiñ ar-re se memestra. Ne sellan ket kalz doc’h ar skinwell, ma fost tele zo e vreinañ barzh ma c’hav memestra, met selaou a ran ar skingomz, bemdez. Radio Bro Gwened, evel reson (kazimant holl an testennoù lakaet war ar blog-man zo bet skrivet evit ar Radio-se e penn kentan), met ivez Frans Kultur. War Frans Kultur ‘vez skignet bep mintiñ un abadenn anvet get kazetennerion ha “kronikourion”. Selaou a ran a wezhoù an abadenn-se evit dihuniñ, ar pezh n’eo ket aes bemdez, me lâr deoc’h...
Pemp kronikour zo war Frans Kultur bep mintiñ (ha maouez ebet en o mesk), ha pevar a oa evit ar “Ya”; ar pempved a oa etre, met den ebet evit ar “nann”. Tud oa bet kouviet da zisplegiñ perak e votehent “ya” pe “nann”, met ar re a gomze bemdez barzh ar post a oa kazimant tout evit ar “Ya”. Un deiz, Alexandre Adler, ur c’hronikour, a gomze a-ziout Sina. Ha setu eñ, da blantiñ ur “ya” evit ar vonreizh Europa barzh e destenn.
Un deiz all un abadenn ispisial oa bet savet get Frans Kultur goude marv ar filosofour Paul Ricoeur. Kouviet oa bet Paul Thibaud, mignon an den marv ha filosofour ivez. Paul Thibaud oa evit votiñ “nann” d’ar vonreizh Europa met ne oa ket deuet da gomz a-ziar an dra se.
Ha setu ur c’hronikour all, Olivier Duhamel, da lakaat an traoù war an daol c’hoazh : “Perak e votehet nann, c’hwi, un den ken speredek eldeoc’h-c’hwi”. E klevout Olivier Duhamel ne oa ket oa posupl bout speredek ha votiñ “nann”. Ar paotr-se zo kronikour war Frans Kultur breman met araok oa kannad e parlament Europa; ha hennezh oa unan ag an dud ‘doa skrivet ar vonreizh Europa nevez ! Hervez an “deontologie”, gwelloc’h vehe bet dezhan mont kuit a Frans Kultur e-pad ur prantad amzer araok ar referendum met pas kenderc’hel da gomz barzh ur radio publik... Re geijet oa an traoù, d’am sonj.
Ha me da vout kounnaret ivez. Rak an doare-se d’ober zo bet fall “contreproductive” e larer e galleg.
E Penn kentan, ar mediaioù doa graet evel ma oa ret votiñ “Ya”, el ma ne oa ket hent all ebet. Ar lerc’h, e wellet an “nann” kreskiñ er sontadegoù, displeget o doa perak votiñ “nann” oa un dra sot ha spontus met hep displegiñ peseurt Europa a faota dezhe sevel, peseurt traoù gwelloc’h a gase ar vonreizh nevez, ha c’hoazh...
Setu a gaos da berak on kounnaret me ivez. Met bon, n’eo ket echu an traoù, ni wellay bremañ penaos a yay an traoù araok en Europa, pe ar gil...
Selaouet m’eus ar skingomz dec’h daoust d’ar galv “Un devezh hep mediaioù”. N’on ket sur a oa ur sonj vat “boycottiñ” un deiz, ar c'hazetennoù, ar chadennoù skinwell pe skingomz... Me gav gwelloc’h mennozhioù all : skrivañ d’ar c'hazetennoù evit lared ma sonjoù, da skouer. Ma n’oc’h ket a-du get traoù skrivet get kazetennoù pe kazetennerion-zo, larit dezhe. Ar re-se a c’hell chanch ivez o doareioù da labourad... Ha c’hwi c’hell ivez preniñ ur gazetenn all ma n’och ket eurus get an hani a brenit. Meur a gazetennoù-zo, eurusamant, ha meur a chadennoù skinwell ha skingomz !
Goude ar referendum, mediaioù-zo o deus bet poan da zisplegiñ an disoc’hoù ha perak kement-se a dud o deus votet nann, daoust d’ar mediaioù o-unan... Met, doc’htu, ur gouarnament nevez zo bet savet, ha setu ankouiet buan disoc’hoù ar referendum Europa evit sellout doc’h ar gouarnament nevez-se; savet get ar memes tud kazimant, lakaet war gadoerioù dishenvel. Hag e vo krogadoù etre Sarkozin ha Villepi ? Setu digarezioù da chanch tu, da chanch kaoz evit nompass sonjal re... Kar pall ar mediaioù brasan n’eo ket d’hor lakaat da sonjal, met d’hor zivertisan kentoc’h...
Christian Le Meut

Les commentaires sont fermés.