01/06/2005
Enebourion ar skinwell...
Ur wezh a oa ur paour kaezh post skinwell (télé). Ur post skinwell evel ar re all met eñ oa kouezhet klanv e fin miz eost passeet... D’ar mare se, hennezh oa chomet du e skram, gouloù ebet. Marteze, n’eo ket kalz a dra, ur “fusible” bennag kraset ne vehe ket bet diaez da chanch, met ne oa ket bet graet... Chomet oa ar post mod-se, evel ur voest du ha goullo, ne servije ket da netra, a-benn ar fin, nemet da lakaat warni ur pod bokedeù... Trist oa ar post skinwell met, eurusament, ne oa ket bet prenet unan all evit tapout e lec’h... ouf...
Met, marteze, gwasoc’h c’hoazh oa ar jeu... Ar re a oa e chom en ti-se d’oa lakaet en o fenn arrestiñ da sellet doc’h ar skinwell ! “Ur spont, me lavar deoc’h”, a sonje e unan ar post. Petra eo ar c’hlenved nevez se ? Ha petra vo graet get an tiad-se ma ne vez ket sellet doc’h an tele gante ? N’eus ket tu da vout, n’eus ket tu da vev, hep skinwell, hiriv an deiz. Kollet e vint ma n’o deus ket gwellet ar filmoù nevez, an doereieù, Steredenn Akademiezh, ar Bachelor... Setu ar pezh sonjet get ar paour kaezh post skinwell a oa e vageiñ sonjoù dit, evel ma wellec’h...
Ya, met ur yoc’h enebourion en doas ar paour kaezh post télé se. Radioioù ha kazetennoù zo, ur bochad, evit gouieit doereioù ar bed. Levrioù ivez, evit sonjal, prederiañ, deskiñ. Sonerezh a bep sort, da selaoù get plijadur... Ar re-se zo enebourion an tele, met enebourien krioc’h zo : an dud !
E lec’h chom da vreinañ dirak o fostoù skinwell, an tiad-se a gave gwelloc’h mont da wellet tud all, evit ar blijadur, evan ur banne gete, c’hoari kartoù pe c’hoarioù all, deskiñ dansal, ober c’hoariva, komz (brezhoneg, galleg, esperanteg, saozneg, kembraeg, ha c’hoazh, 6.000 yezh bev zo er bed), labourad a youll vad evit ur gevredigezh bennak... Traoù sort-se a vourre gober ar familh-se; traoù n’eus ket tu d’ober anezhe mard e chomec’h er ger da vreinañ dirak ho post télé.
Razh an traoù skignet war ar chadennoù skinwell n’int ket fall, a sonje tud an ti, met re amzer e vez kollet geti e sellet deoc’h abadennoù sot, get danvez ebet a-barzh... Moian zo d’en em zeverral, d’en em aveliñ ar spered d’an doare speredeloc’hha feuñoc’h.
Gwazoc’h c’hoazh : tud zo, hiriv an deiz, en em sav a enep ar skinwell : e n Italia a zo bet savet un “harz skinwell”, an “diskrog tele”, e pad un dibenn sizhun, evit klemm a enep an “télé poubellenn”. Pegoulz vo graet kement-se e Frans hag e Breizh ivez ? E Breizh tud a zo bet barnet peogwir ne faota ket dezhe paeaño tasoù, o “redevans” a gaos d’ar plas re vihan roet d’ar brezhoneg er skinwell...
Piv a ouia ? Marteze an dispac’h gwir, an doare efedusan da chanch ar vuhez, hiziv an deiz zo lakaat ar postoù tele en ur “déchèterie”, ha monet d’ober traoù all get ar re all. Simpl eo, a-benn ar fin, en em sav ha gober an dispac’h.
Christian Le Meut
09:50 Publié dans Buhez pemdeziek/Vie quotidienne, Mediaioù/média/skinwel/Télévision | Lien permanent | Commentaires (0)
Les commentaires sont fermés.