01/06/2005
Loened, pe tud ?
Marteze peus-c'hwi gwellet ar filmoù savet er Stadoù Unanet hag anvet “Il faut sauver Willy” unan, daou tri, ha c’hoazh. Er filmoù-se Willy zo an ork, ur bleizh mor, jentil tre, deuet da vout mignon get ur paotr yaouank. Sonj m’eus bet ag ar filmoù-se e wellet ur film all anvet “La planète bleue”. Er film se e weller bleizhi mor e jiboes reuniged. Tostaad a reont d’an traezh e lec’h m’ema reuniged yaouank e rusiñ, disonj anezhe, ha tapout a reont unan en o mesk. Met n’eo ket echu. Bev eo atav ar reunig tapet e beg an ork, ha fichal a ra, klask a ra da vont kuit, evel reson. Hag an ork da vont en dro er mor ha da deurel en aer hag an amzer ar paour kaezh reunig evit lakaat anezhan da gouezhin ha da vout badaet. Ha ni, arvestourion, da welled ar paour kaezh reunig se ec’h ober troioù ha saltoioù en aer, just araok bout debret.
Bugale oa er sall sinema pa m’eus gwellet ar film-se, hag int da c’houlenn get o zudoù : “Petra eo an dra se ? ... “ Diaes da zispleg ur sort...
Met mod se eman an natur. Un difor bras ez eus etre hon doare ni da welled al loened hag ar wirionez. An ork en doa c’hoariet er rummad filmoù Willy oa bet desavet get tud en ur poull neuial bennag. Ul loen donv oa, tost d’an dud. Met, goude bout savet ar filmoù, kouezhet eo bet klanv e chom en un toull re vihan. Ur bern argant a zo bet dastumet ha fondet evit lakaat anezhan er mor bras. Met Willy ne ouie ket jiboesaat e unan. Ret a oa bet d’an dud a rae war e dro reiñ boued dezhan bemdez betek e varv.
Re alies, gwellet vez al loened ganeomp evel ma vehent tud, met n’in ket anezhe. Un ork a jiboes ur valum vihan pe ur reunig zo nemet ul loen e klask boued. Ha loened all, brudet evit bout jentil ha tost d’an dud, evel an dolphined, a c’hell bout danjerus ivez, evel ar pezh hon eus gwellet get an dolphin, lesanvet Randi, bet gwellet meur a wezh tost ag an aod, e Kiberen, Enez Guerveur, er Morbihan... Ne oa ket na droug, na fall anezhan, met klask a rae c’hoari, ha kas gantan tud e don ar mor, ar pezh a c’hell bout danjerus memestra ! Koustians n’o deus ket, al loened, eveldomp ni (sanset). Met, anzav a ran memestra, n’eus nemet an tud a lazh tud all, pe loened, just evit ar blijadur...
Christian Le Meut
18:10 Publié dans Endro/environnement, Sinema/Cinéma | Lien permanent | Commentaires (0)
Les commentaires sont fermés.