Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

24/05/2005

Ar verc’h yaouank

Ur wezh a oa ur verc’h yaouank bamet dirak ar gwiskamentoù savet ha lakaet get ar c’herlioù keltiek. “Na brav int”, a sonje ar verc’h yuvank, ar merc’hed hag ar baotred-se gwisket mod Breizh, e tibuniñ hag e tansal. Ar merc’hed, get o zanterioù brodet pe livet, ha get o c’hoefoù, a zo evel rouanezed. Bamet bras oa ar verc’h yaouank dirak an dilhadoù se, ha faote dezhi, neuze, mont en ur c’herl keltiek... He dud oa a-du ha, bep sizhun, ar verc’h yaouank a yae da zeskiñ dansal.
Met tamm ha tamm, daet oa da vout dipited. Biskoazh ne veze ket kavet un danter eviti, pe gwiskamentoù a feson evit hi lakaet da zibuniñ. Ne oa ket bet degemeret ar plac’h yaouank-se evit ar re yaouank all... Ha, goude bout paseet mizioù er c’herl keltiek se, oa aet kuit anezhi. Dipited bras.
Ankoueit m’eus da lavar deoc’h un dra bennak : adopted oa bet ar verc’h yaouank get ur familh a Vreizh, met ganet e Amerika kreizteiz ha du zo he c’hroc’henn...
Sonj m’eus bet, e klevet an istor se, ag unan all kontet diñ daou vloaz zo get ur c’henderv diñ e-pad final ar bagadoù en Oriant. Ar c’henderv se oa e-touez an arvestourien... Deuet oa ur bagad get daou sonner yaouank, du o c’hroc’henn, e mesk ar sonnerien all. Hag un den, asezet e tall ma c’henderv, da lavar traoù fall a ziout ar sonerion yaouank du. Serret n’doa e beg e wellet ma c’henderv kounnaret bras, ha ne oa ket aet pelloc’h an afer...
Ur verc’h yuvank ag Amerika kreisteiz, Amerindianez a-orin, a faota dezhi mont e barzh ur c’herl keltiek. Ha neuze ? Daou baotr yaouank ag Afrika a son sonerezh a-Vreizh. Ha neuze ?
Pevar ugent vloaz zo, koefoù ha dilhadoù a-Vreizh e veze lakaet get kazimant razh ar merc’hed e Breizh izel war er maézioù hag er c’herioù bihan. Met an doare se d’en em wiskan a zo bet dilezet get ar Bretonezed, hag ar Vretoned (abretoc’h c’hoazh gete). Netra da rebechiñ dezhe, n’eo oa ket aes lakaat ar gwiskamentoù-se ha deuet oa gizioù nevez, gwiskamentoù aesoc’h da lakaat evit ar merch’ed hag ar baotred...
Hiriv an deizh, neus nemet mammoù gozh, war dro 80 bloaz pe muioc’h, a lak o c’hoefoù bemdez, evel ma moereb kozh Berthe e Pleuiner, et tal An Alre... Met, a drugarez d’ar c’herlioù keltiek e vez savet ha kempennet c’hoazh koefoù ha gwiskamentoù hengounel. A drugarez d’ar strolladoù se ne vo ket kollet an doareioù da labourad, da gempen koefoù, gwiskamentoù, ha c’hoazh. Ar c’herlioù a gas buhez en ur bern parrezioù, ouzhpenn...
Setu perak eman spontus an div istor m’eus kontet deoc’h, hag a zo istorioù gwir. Laouen bras oa ar verc’h yaouank da vont e barzh ur c’herl met n’eo ket bet degemeret mat a gaos d’he c’hrorenn. Ur gwall skouer eo. Eurusament, razh ar c’herlioù n’int ket evel se. Tud a bep sort liv, a-bep sort ment, a-bep sort pouez e vez degemeret mat e kerlennoù all.

Lakaet eo bet mezh war ar Vretoned, en amzer paseet dreist holl, a gaos d’o faourantez ha d’o yezh. Ha betek breman, n’eo ket bet roet d’ar brezhoneg ur statut ofisiel. Trao evel-se a zo ur sort “discrimination”. Met, justament, ret eo deomp nompass ober d’ar re all ar pezh a zo bet graet deomp ha d’hon gourdadeù.
Klasket m’eus e barzh geriadurioù penaos lâr “racisme” e brezhoneg. M’eus kavet netra pe “rassism”, evel e galleg. Marteze, en amzer a gent, ne oa ket rassism ebet e Breizh.
Get ma pado.
Christian Le Meut

Les commentaires sont fermés.