20/05/2005
An titouroù dre bellgomz
N’eus ket pell zo m’eus pellgomzet d’an titouroù, “d’ar renseignements”, niverenn 12, evit goulenn gete un niverenn pellgom e Brest. Souezhet on bet un tamm e klevet ur vouezh ha ne oa ket mouezh un den anezhi met ur vouezh teknikel, ur “voix de synthèse”. Hag ar vouezh-se da ginnig diñ da baeañ nebeutoc’h mard e klaskan an niverenn pellgomz geti.
Perak pas ? “Enseet vo”, sonjet m’eus. Hag ar vouezh da c’houlenn ganin anv ar gummun : “Brest”, m’eus respontet. Ar pezh a zo bet adlaret mat get ar vouezh. “Laret breman anv an den”... An anv aes eo, ken aes evel “Dupont”, m’eus responstet. Met troet eo bet fall an traoù. Ar vouezh deus enseet laret en dro an anv : “C’hwi peus laret “XXX”, reskontet “ya” pe “nann”. “Nann” m’eus respontet. “Un taol esae all vo graet, adlaret mar plij anv an den”... “Dupont” m’eus lâret en dro. Met ar vekanik ’deus komprenet a dreuz c’hoazh. “Nann” laret m’eus dezhi... “M’eus ket komprenet mat, deus laret ar vouezh. Netra po da baeañ evit an taol esae se” a lâr anezhi. “Gwelloc’h ase”, sonjet m’eus, m’eus ket bet an niverenn pellgomz eh on e klask, perak e paehehen ?
Hag, just ar lec’h : “Kaset vec’h breman da gomz get an “operateur””. “Ouf”, m’eus sonjet; “Eh an o vont da gomz get un den da vat ha pas get ur vekanik breiñ”. Laouen bras on bet da gomz get un “opérateur”, hag an niverenn pellgomz a zo bet roet diñ doc’htu... Un taol esae a zo bet graet get an Telekom evit lakaat mouezhioù teknikel e-lerc’h tud. Met n’int ket daet a benn c’hoazh, ha gwell a se !
Christian Le Meut (2004)
10:00 Publié dans Buhez pemdeziek/Vie quotidienne | Lien permanent | Commentaires (0)
Les commentaires sont fermés.